An awel grenv a c’houibane,
Ar glao a builh na dihane
Da skei gant trouz war gwer eun ti
Lec’h ’oa eur vam o hirvoudi.
Ne oa ket pell, an intanvez
’Doa hunvreet er leanez,
En he merc’h, et d’ar broio pell
Ewit ober labour zantel.
E-pad he c’housk ’devoa gwelet
Ar leanez tost d’ei meurbet.
Goude bean komzet outi,
’Teuas ar c’houlz da gimiadi.
« Kenavo, Mam ! » a lavaras
Ar leanez, hag e pokas,
E pokas start d’he mam kerkent,
’Rôk tec’hel evel eur luc’heden !
Ar vam dustu a zihunas,
Froumet da-vat, ha nec’het bras.
« O ! ma merc’h paour, a lavaras,
« An hunvre-ze, gwir ’ve, siouaz ? »
Ya, gwir e oa an hunvre-ze,
Hag ar c’helo, nebeut goude,
A c’hoarveas ewit laret
E oa maro ar verc’h karet.
En Haïti e oa marwet
Ar leanez yaouank meurbet,
Pell diouz he bro,… noz an hunvre,
Homan ’oa et dirak Doue !
Eur c’hoar d’ezi, Trapistinez,
(En Breiz ’weler ze aliës),
He c’hoar, eta, eus he c’houent,
Bet ar c’helo, skrivas ’velhen :
« Ma c’hoarig kez, ’m eus ar greden,
« Zo gant Doue !… na ouelet ken,
« Poket ’deus d’ec’h en eur laret :
« Kenavo, mam, an evrusted !
« Mac’h omp aman dispartiet,
« E c’houveet, o mam garet,
« Hon deus heuilhet, en draonien man,
« Ewit ’n em gât, an hent berran ! »
An awel grenv a c’houibane,
Ar glao a builh bepret ’gouee.
« Ra vezo gret, o ma Doue,
« Laras ar vam, ho polante ! »
|