D’an otro Menguy

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Moulerez Sant-Gwilherm, 1909  (p. 69-71)



D’AN OTRO MENGUY
      Person newe Coatascorn,
            (5 aviz meurz 1905)

                ————


Ma zon ’gleje bean klemmus
Daoust d’ec’h holl da vean joaus.

Rak ma c’henvreudeur, kouls ha me,
Hon deus keun d’ho person newe.

’Met arabad eo en de-man
Kât eur pen koz, c’hoantât gouelan !

Gant tud Coatascorn ni ’gano :
Ra ’vo joa en holl galono !


En tu ’r c’huz-heol da vourk Hengoat,
’N eur gerig koant, en Pen-ar C’hoat ;

Breman ’zo c’houec’h vla-ha-tregont
Eun tad ’oa laouen e galon.

Eur vam ive ’dridas gant joa,
Pa glewas kleier o vralla.

Kleier Hengoat en o zour koant
O son goude ar Vadeiant.

Perak, siouaz, ’maint ket aman
’Vit lodenni joa ar gouel-man ?

Seblanti ’ra d’in o gwelet
War garido, an Nenv pleget ;

Hag eno, o daou, dorn-ouz-dorn,
E sellont ’trezek Coatascorn,


Parouzig koant ’lec’h ma laker
Da bersoned kureed ker !


E studi gret en Landreger
Joseph Menguy ’goll ket amzer ;

Pean a ra e zle d’ar vro,
Kloareg ha soudard ’eo tro-dro.

Danve-mat ’kaver ’zo ennan,
’N otro Duchêne a c’houll ’nean.

’Met an eskop eo ar mestr bras
Ha setu-han kure, siouaz !

En Plian ne chomo ket pell,
Dambrest ’renko chanj a skabel.

Mont diwar ar maez da Wengamp,
Eus Plian di na gwasat lamp !

Treut ha kasti p’oa aruet,
Ar c’hure yaouank ’n eus poaniet,

Poaniet ’wit kempen an iliz
Ha kaerât bepret an ofiz.

Digor dalc’hmad e galon aour
D’an den yaouank kouls ha d’ar paour.

Dek vla en Gwengamp ec’h ê bet,
’N eur ober vad ’n eus tremenet !

————


Kimiad Itron Varia Wir Zikour


— « Kenavo d’it, beleg seder ha mat,
« ’N eur vinnigan e kimiadan dalc’hmat ;

« N’ankouain ket pez ewidon ’teus gret,
« ’Barz ma c’halon da hano ’zo skrivet. »

————


Kimiad an otro Menguy


— « Kenavo d’Ec’h, o Itron Wir-Zikour,
« Ouz Ho karout skanv ’m eus kât ma labour,
« Aman ’dare, diwallet ho pugel,
« D’ean, bepret, reit sikour ha skoazel ! »

Eur gir c’hoaz ’rôk klozan ma zon !
Bew evrus aman, ma mignon.

Evrus kichen da iliz koant,
Pell diouzit poan ha nec’hamant,

Evrus ’n eur vro a zo ken brao,
Gant he zaonio hag he c’hoajo !

’Lec’h ma klewi trouz ar sklujo
Ha kân flour an evnedigo ;

’Lec’h dreist-oll ’kavi karante
A zo gwell c’hoaz ’wit kement se !

Ha breman, pôtred Coatascorn,
Fin ’zo d’am zon, tanet ho korn !


————