Mont d’an endalc’had

Marivonig Keryell

Eus Wikimammenn

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Eur zon kloareg ha Yvona Kerizel.

1930  (p. 61-62)



Marivonig Keryell[1]
————



\version "2.22.0"
\score {
  \new Staff {
    \relative c'{
      \key bes \major
      \tempo \markup { \italic Buanik} 4 = 100
      \time 6/8
      \partial 8*1
      d8 g4 g8 a4 a8 | d4. c4 a8 | c4. bes4 a8 \break
      g4.( d4.) | d4.( ees8) r d | g4 g8 a4 a8 \break
      d4. c4 a8 | c4 bes8 a4 a8 | g4.~ g8 r g \break
      c4 bes8 a4 a8 | g4.~ g4 r8 \bar "|."
    }
    \addlyrics{
      E Ker -- yell ’z_eus eur pla -- c’hig Mar -- vo -- nig va
      dou -- sig E Ker -- yell ’z_eus eur
      pla -- c’hig, a gar va c’ha -- lo -- nig a
      gar va c’ha -- lo -- nig.
    }
  }
  \layout {
    indent = #00
    line-width = #123
    ragged-last = ##t
  }
  \midi {}
}
\header { tagline = ##f }


E Keryell ’z eus eur plac’hig
A gar va c’halonig.

Kaer eo ’vel an heol pa bar
En hanv war an douar.

Freskoc’h eo eged ar roz
Glebiet gant ar gliz-noz.

He c’horf ker mistr ha ker moan
Vel al lili ’zo glan.

Bihan ha skanv eo he zroad,
Lemm ha glas he lagad.

He bleo ’zo hir ha melen,
Hag he c’halon laouen.

He sell a zo birvidik,
He c’han, hini ’n eostig.


He diouchod a zo ruz-wenn
Henvel ouz diou rozenn.

He dent ’zo vel diou renkad
Oanigou gwenn ’n eur prad.

Gant he halan ’z eus c’houez vat
’Vel gant spern-gwenn ar c’hoad.

Braoat ma vez da welet,
Da zul en ofern-bred !

Koef dantelez war he fenn,
Kroaz aour en he c’herc’henn.

En holl barreziou tro-dro
N’eus ket eun all er vro.

Ker koant, ker fur ha Monig,
Marvonig, va dousig.

Emaoun krog em ugent vloaz,
Soudard e vin warc’hoaz.

Oh ! ra blijo gant Doue
Va diouall en arme.

Ma tizroïn ker seder,
Ha m’oun breman d’ar gêr.

Ar Person hor badezas
Hor skoulmo neuze c’hoaz.

Dirag aoter hor parrez,
Dindan sell ar Werc’hez.

Hag e chomimp unanet
Keit ha ma vimp er bed.


————
  1. Ar zon-man eo hini Yvona Gerizel, savet gant F.-V. an Uhel, nemet eo krennet ha kempennet eun tammig, evit ma vezo gellet he c’hana war unan eus an toniou kaera dastumet gant an A.-M. Duhamel en e levr dispar Kanaouennou Breiz-Izel.