Mont d’an endalc’had

Karantez da genta

Eus Wikimammenn



Karantez da genta
————

Dastumet gant H. Guillerm.


\version "2.22.0"
\score {
  \new Staff {
    \relative c'{
      \key a \major
      \tempo 4 = 108
      \autoBeamOff
      \time 3/4
      \partial 8*3
      a'8 a b cis4. b8 a b | cis4. a8 a cis
      \time 2/4 e8 e d cis | b4. cis8 | cis4 \tupletUp \tuplet 3/2 { b8 cis b } \break
      \time 3/4 a4 e~ e8 e | a cis e d16 cis b8 cis \break
      a4~ a8 \bar "|."
    }
    \addlyrics{
      Ja -- ned a oa eur pla -- c’hig koant, leun a fur --
      nez hag a ski -- ant oh_! dan -- sons, ma -- di --
      ret -- te, Jo -- li gar -- çon ma -- di -- ra don --
      don
    }
  }
  \layout {
    indent = #00
    line-width = #123
    ragged-last = ##t
  }
  \midi {}
}
\header { tagline = ##f }

1

Janed a oa eur plac’hig koant,
Leun a furnez hag a skiant.
       Oh ! dansons, madirette,
       Joli garçon, madira dondon


2

Rak se he doa meur a vignon
A glaske gounit he c’halon.


3

Ar c’henta, mab eur miliner,
Hanvet er vro Job al Lonker.


4

An eil, Per, eur boutaouer koad,
Ha n’en doa nemet tri zroatad.


5

An trede, Farich ar mansoner,
Disto e benn ha friet berr.


6

Ar pevare, eur c’hrak-aotrou,
’N doa poan o tougen e vragou.


7

Ar pempet, eur martolod koz,
Eur reder merc’hed deiz ha noz.


8

Ar c’houec’hvet, Yann ar mesaer,
Godell c’houllo, kalon dener.


9

’C’hellit kredi, paotr an denved
A c’hounezas kalon Janed.


10

Merc’hedigou, kanit eta,
Klaskomp karantez da genta.


11

Gwell eo karantez ’leiz an dourn
Eged aour melen ’leiz ar fourn


12

Rag an aour melen ’vez rannet,
Hag ar garantez ne vez ket.


————