Mont d’an endalc’had

Mari Ar Moal

Eus Wikimammenn

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Mari ar Moal.

Édouard Corfmat, 1874  (Levrenn II, p. 392-394)



MARI AR MOAL
______


I


   Demad d’ac’h holl dud ann ti-ma,
Mari Ar Moal pelec’h ema ?
— Eman ouz-krec’h bars ar c’hambrjo,
Nag hoc’h ampezi he c’hoeffo.

   — Mari Ar Moal, mar am c’hredet,
D’am offern genta n’ deufet ket ;
Mar deufac’h d’am offern genta,
’Lakafac’h m’ c’halon da ranna.

   — Bet drouk gant ann nep a garo,
D’hoc’h offern genta me ’ielo :
D’hoc’h offern genta me ’ielo.
Ha bars ar plad me a brofo ;

   D’hoc’h offern genta me ’ielo,
Ha bars ar plad me a brofo,
Ewit ma lâro ma broïs :
— Mari ’r Moal n’ê ket diavis.


II


   Hag ar c’hloarek a c’houlenne
Euz sakrist he barouz un de ’oe :
— Sakrist ’r barouz, mar am c’haret,
Da biou ar glaz-kanvo ’sonet ?

   — Da vraoa plac’h ’oa er vro-man,
Oa Mari Ar Moal, a gredan.
Ar c’hloarek iaouank c’houlenne
Enz person he barouz, en de-se :

   — Aotro person, d’in-me lâret,
D’ vouit ar c’horf-marw me ’vô lezet ?
— Da vouit ar c’horf-marw n’efet ket,
Pa vô er vered, n’ lâran ket.

   P’oa arru ar c’horf er veped,
D’ boket d’ann arched ’eo lampet ;
D’ boket d’ann arched ’eo lampet,
Hag he galon a zo rannet !


   Person ar barouz a lâre
D’he baroisianis neuze :
— Ma malloz war ar merc’hed koant,
’Zo kiriek d’ varo ma c’hloarek iaonank !

   Maint ho daou indan peb a ve,
Bennoz Doue war hoc’h ine !
Emaint ho daou war ar varw-skaon,
Doue d’ bardono ann anaon !


Plouaret.


____________