Jannedig Ann Titro
Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Janedig an Titro.
Jannedig ’nn Titro ’gane gè,
O kas he loened, ’r sul ar beure.
Kaset he saout da brad Merrienn,
Hi ’rankontr tri a verserienn.
Ar merser braz a lavare
Da Jannedig, p’hi salude :
— Jannet Ann Titro, d’in lâret
Pe c’hui ’zo dimêt, pe n’hoc’h ket ?
— Me ’zo dimêt hag eureujet,
A-boe dirio tremenet,
— Jannedig koant, n’ho kredan ket,
Ho braoerio n’ welan ket.
— Ma braoerio ’m eûs laket,
Ken a oa ’r sunves tremenet..,.
— Tawet, Jannedig, n’oelet ket,
Braoc’h ewit-hoc’h am eûs bet ;
Re kroajo-aour en ho c’herchenn,
Ha c’hui n’hoc’h met ur rousardenn.
Jannet ’nn Titro, mar ma sentet,
Er mizilour-man e selfet.
Er mizilour pa d-eûs sellet,
Gant-hê da Sant-Briek eo êt.
En Sant-Briek p’int arruet,
’N hostaleri vraz int diskennet ;
’N hostaleri vraz int diskennet,
Ha loja ho d-eûs goulennet :
— Hostizes koant, d’in-me lâret,
Moïenn ’ve da vea lojet ?
Hostizes koant, lâret-c’hui d’in,
Moïenn hoc’h eûs da loja tri?
— Me n’ dalc’hjenn ket hostaleri,
Mar n’am bije moïenn d’ loja tri.
Kloarek Ann Titro ’c’houlenne,
Ouz he vamm, ar sul da greis-de :
— Ma mammig paour, d’in-me lâret,
Ma c’hoar Jannet pelec’h ’eo êt ?
— ’Boe ma ’z eo et d’ gas al loened,
Me n’am eûs-hi ket bet gwelet.
Kloarek Ann Titro a lâre
D’he vammig paour, ’r sul da greis-de :
— Dibret d’in ma inkane-gwenn,
M’ inn d’ Sant-Briek brema-soudenn.
En Sant-Briek p’eo arruet,
’N hostaleri vraz ’eo diskennet ;
’N hostaleri vraz ’eo diskennet,
Ann hostizes ’n eûs saludet :
— Hostizes koant, d’in-me lâret.
Tri merser n’hoc’h eûs ket lojet?
Tri merser n’hoc’h eûs ket lojet,
Gant unan ’n ezhè he bried ?
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
— Hostizes koant, d’in-me lâret,
Na anveet ket he bried ?
— Merket a zo war he c’hoeffo
Jannedig ’nn Titro, he hano.....
Lâret d’am c’hoar Jannet dont d’ann traon,
Da gomz gant he breur ann aotro.
Ar merser braz a lavaras
D’ Jannet Ann Titro, pa glewas....
— Mar oufenn ’c’h afes gant-han lec’h-se,
N’ afes ket a-c’hann en buhe !
Kloarek ann Titro, pa glewas.
Gant ar vinz d’ar kreo’h a bignas.
Gant ar vinz d’ar krec’h p’eo pignet,
He c’hoar Jannet ’n eûs saludet :
— Ma c’hoar Jannedig, d’in lâret,
C’hui ’zo gant-han disenoret ?
— ’Wit dirag Doue na on ket,
Dirag ar bed na lâran ket....
Kriz a galon nep na oelje,
War bave Sant-Briek ma vije,
’Welet ar pave o ruia,
Gant gwad ’r verserienn o skuilla ;
Gant gwad ’r verserienn o skuilla,
Kloarek ’nn Titro ouz ho lac’ha !
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
Deut d’ar gêr, Jannet, al lec’h-se,
Pa ’z hoc’h-c’hui chommet en buhe !
Kanet gant Marc’harit Fulup.