Mont d’an endalc’had

Margodig Gillard

Eus Wikimammenn

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Margodig Gilhard.

Édouard Corfmat, 1874  (Levrenn II, p. 256-260)



MARGODIG GILLARD
______


I


  Pa is d’ar stank gant ma dillad,
Me na sonjenn nemet en mad ;
Pa dolis ma linsell er stank,
Oa paket en-hi ’n inosant !

  Pesketerrienn d-eûs ma gwelet,
Hag a lakas ma c’homerret ;
Hag a lakas ma c’homerret,
Da gas d’ar prizon d’ann Naonet.


II


  Ann aotro kapusinn ’lâre,
Er gador-sarmon pa bigne :
— En prizon ’n Naonet me ’zô bet,
Gwalc’h ma c’halon am eûs goelet,

  ’Welet ur plac’hig tric’houec’h vloaz
Ebars ar prizon o kana
Litaniou ’r Werc’hes Varia,
Hi n’ d-eûs ket tri de da vewa !

  Merc’hedigo iaouank, m’ho ped
Da vont d’ar prizon d’hi gwelet,
Fourdelizenn ann holl verc’hed,
Mezelour ann itronezed.

  Margodig Gillard ’c’houlenne
Digant ’r merc’hed iaouank ’n de-se ;
— Merc’hedigo, d’in lavaret
Petra a-newez ’c’h eûs klewet ?

  P’oc’h deut d’am gwelet d’ar prizon,
Klewet hoc’h eûs a vinn krouget ?
— Leall, Margodig, n’hon eûs ket
Klewet lâret ’vijeac’h krouget :

  ’Bars ar sarmon ni a zo bet,
Hag a eo d’imp gourc’hemenet
Donet d’ar prizon d’ho kwelet,
Fourdelizenn ann holl verc’hed :


  Fourdelizenn ann holl verc’hed,
Melezour ann itronezed.
— Ewit fourdelizenn n’on ket,
Mezelour d’ac’h, na lârann ket.

  Merc’hedigo iaouank, m’ho peed
Karante kloarek n’ho pô ket :
Dre ma c’hanenn ma bugale,
Ar c’hloarek ’frike anezhe ;

  Mont ’ree war-n-ezhe gant he droad ;
Mill mallos did, kloarek ingrat !
Merc’hed iaouank, mar am c’hredet,
Karante kloarek n’hô po ket !

  It d’ann offern, d’ar gousperou,
A dorr kalz a blanedennou :
’Tre ’nn offern hag ar gousperou
Ni gomette hon pec’hejou.

  Merc’hed iaouank, em retiret,
Me ’well un’ gant ar ru ’tonet ;
Me ’wel unan ’tont gant ar ru,
Wit ma glac’har, me a zo sur.

  — Na eo ket me eo ann hini,
Margodig, ’deu d’ho klac’hari ;
Komerret kador, azeet,
Setu ho setans, hi lennet.

  N’oa ket he setans digorret-mad,
Ma kouee ’nn dour he daoulagad ;
Ma kouee ’nn dour he daoulagad,
Hag euz he diou-fran ’kouee ’r gwad !

  — Margodig d’in-me lavaret
Na ped bugel hoc’h eûs ganet ?
— Ur menig rouz ’zo ’n prad ma zad,
Mar gwife komz, hen goar er-fad.

  Me ’m eûs ’dann-han tri inosant,
Hep ole hag hep badeziant ;
Hag un-all ’m eûs er punz duze,
Ha seis livr mein euz he goste ;

  Ha c’hoaz sav war-c’horre ann dour,
D’ c’houl’ digant he dad badeziant ;
D’ c’houll’ digant he dad badeziant,
Digant he vamm soulajamant !


  Un-all ’m eûs indann ann treuzou,
Un tammig teill en he c’henaou ;
Hag un-all indann ann oaled,
N’ oûn penaoz n’oun gant ’n ifern lonket !....
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .


Kanet gant Mari-Job Kado,
Plouaret — 1847.


—————————