Ul Lac’heres he Bugel

Eus Wikimammenn
Mont da : merdeiñ, klask
Édouard Corfmat, 1874  (Levrenn II, p. 254)



UL LAC’HERES HE BUGEL
________


I


  Me ’zo merc’h un hostizes a barous Lanmerin, [1]
Am eûs bet er bloaz-man ur bugel, siouas d’in !

  Am eûs bet ur bugel, hag am eûs-han lac’het,
Indan jijenn ar groaz am eûs-han bet laket.

  Un ijenn, gant he droad, ’n eûs hen disoloët,
Na ioulle ket Doue e kuzjenn ma fec’het.

  Balamour ma oann merc’h un tavarnier pinvik,
Me ’oa karet gant ann holl, ha nobl ha pinvidik.

  Mouchouero à la mod, koefo dantelezet ;
Brema, ’n finn ma buhe, un hinvis rousinet !

  Me ’m eûs tapet ma mab, hen laket ’n ur baner,
Laket war goupl ma brec’h, hag êt gant-han en kêr :

  — Demad, aotro ’r barner, hag aotro ’l lutanant,
Setu ma bugel ganen, ha ma c’horf ama presant :

  Me ’m eûs lac’het ma mab, hen laket ’n ur baner,
Da glewet ma jujamant, hag iwe ma mizer.

  Setu ama ma mab, aotro al lutanant,
Grêt justis war ma c’horf, pa ’z on ama presant !…
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .

  Menec’h ar gouvent c’hlaz ha breudeur Sant Franses,
Ar re-se ’selle piz, pa oant euz ma c’hoves :

  — Kouraj, ’me-z-he, ma merc’h, hag as pe lac’het kant,
Hec’h i d’ar barados brema soudenn vatant ;

  Komer fians en Doue hag er Werc’hes Vari,
Hag as pe lac’het kant, d’ar baradoz hec’h i !…
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .


Kanet gant Mari-Job Kado,
Plouaret — 1847.


_____________
  1. Lanmérin, dans l’arrondissement de Lannion.