Marc’harit Charlès
Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Marc’harit Charlez.
P’hec’h a Marc’harit da vouit dour,
Hec’h a ’r forban braz d’hi zikour :
— Roït d’in ho pod ha m’hen dougo,
Gant aoun mastari ho koeffo.
— N’ho pet ket dammant d’am c’hoeffo.
Tric’houec’h dousenn ’zo anezho ;
Tric’houec’h en lienn Hollanda,
Ha kement-all en batista.
— Marc’harit Charlès, d’in lâret,
Ho kalon d’in-me a rofet ?
— Ma c’halon d’ac’h na roïnn ket,
Rag ewit den-fall na on ket.
’wit-on da vea muntreres,
Euz ma c’horf n’on ket pec’heres.
Mar an ganec’h indann ar c’hoad,
Me a renko kaout ur gobr mad ;
Eva ur pintr bemdez a wad,
Hag a wad den, gouveet mad ;
Ur c’huitel arc’hant alaouret,
’Wit c’huitellad ma mignoned !
Ma è honnont ar Charlezenn,
A c’huitelle war bouez he fenn ;
Ha na è ket ur zeblant vad
Klewet ’r Charlezenn c’huitellad.
Ar Charlezenn na wie ket
’Oa he zad a defoa lac’het,
Ken a oa gwelet he voned,
War benn unan ar forbaned…
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
Ann otro Keraglaz a lâre
D’he bajig bihan, un dez ’oe :
— Eomp sioulig ama soudenn,
Gant aoun ’klewfe ar Charlezenn :
Rag mar hon klew ar Charlezenn,
Ez omb maro brema soudenn.
N’oa ket he c’hir peurlavaret,
Ar Charlezenn a zo digwêt.
— Otro Keraglaz, d’in lâret,
Pelec’h hec’h et pe ez hoc’h bet ;
Pelec’h hec’h et, pe ez hoc’h bet,
Pe ’man en hoc’h esper monet ?
— O klask ur c’homper me ’zo bet,
C’hui ’vô ar gommer, mar karet ;
C’hui ’vô ar gommer mar karet,
Ma groeg ’zo ’newe gwillioudet.
Ar Charlezenn, pa deûz klewet,
He zroad war he hini ’deûz laket ;
He zroad war he hini ’lakâs,
War he inkane a bignas.
Ar pajig bihan a lâre
D’ann otro Keraglaz neuze :
— Pa deufet diwar hoc’h inkane,
Grêt d’ar Charlezenn dont iwe ;
Me ’m eûz hi gwelet gant un noade
O staga ho tillad ouz he re.
Ar Charlezenn a vonjoure
En Keraglaz pa arrue :
— Demad ha joa holl en ti-ma,
Roït d’in skabel d’azea,
Serviedenn d’em dic’houeza,
Mar ben-me kommer en ti-ma.
Ur vales vihan ’oa en ti
A oa un tammig re hardi :
— Kommer en ti-ma n’ veet ket,
C’hui na païsantes a-bed.
Ar Charlezenn, pa deûz klewet,
Gant ’r vinz d’ann traon ’zo diskennet,
Ha kerkent ez eo bet tapet,
Un archer en-hi ’zo kroget.
— M’am bije gouveet, Keraglaz,
Pa oann duhont war an hent-braz ;
Pa oann duhont war ann hent-braz,
N’oac’h ket êt dirazhon ur paz !
’N otro Keraglaz a lâre
D’ar Charlezenn eno, neuze :
— Lemet digant hi he c’houtelasenn
’Zo indann he c’hotillonenn ;
Hag he c’huitel arc’hant alaouret,
A zo gant-hi en he bruchet ;
A zo gant-hi en he bruchet,
Wit c’huitellad he mignoned.
Ar Charlezenn a lavare
’R vaz uc’hella ’r skeul pa bigne :
— ’Wit-on da vea muntreres,
Gant ma c’horf non ket pec’heres ;
N’am eûz ganet nemet unan,
Hag hen kuzis en kreiz ann tan.
’Tre Montroules hag al Lewe-drez,
’M eûz lac’het ter groeg dougerez ;
Muia truez am boa out-he,
Oa unan pemzek vloaz ’oa an-he,
Hi c’hlewet ’c’houlenn d’hec’h inosant,
D’he mabig paour, ar vadeziant !
D’he mabig paour ar vadeziant,
Hag ewit hi ar zakramant !
’Tre Montroules hag al Lew-drez,
A zo ur c’hoadig leun a drez ;
Kerlies korf marw ’zo en-han
Hag ’zo en karnel ar gêr-man :
Hag ’zo en karnel ar gêr-man,
Poent a-walc’h è ma distruja !
Kanet gant Mari Clec’h,
Koaderes en koad Beffou. — 1868.
— Mar deut ganimb indann ar c’hoad,
C’hui ’rinko eva ’r pintad gwad,
Ewit ma peo ar gouraj
Da lac’ha tud war ann hent-braz. —
Ar roue Spagn, p’hen eûz klewet,
Un arme newe ’n eûz savet,
’N eûz kaset pemp kant ’n ur vandenn
’N esper c’hoennet Koad-ann-drezenn.
Met n’ gredjont ket antren er c’hoad
Gant Marc’harit o c’huitellad.
Pa oant o vont gant ann hent-braz,
Hi ’rankontr ’n otro Keraglas.
— Bonjour d’ec’h, otro Keraglaz
— Ha d’ec’h, ’mehan, kompagnones vraz,
Pelec’h hec’h et, pe ez hoc’h bet,
Pe hoc’h eûz esper da vonet ?
— Ni ’zo bet pemp kant ’n ur vandenn
’N esper c’hoennet Koad-ann-drezenn,
Met n’ gredjomp ket antren er c’hoad,
Gant ar Charlezenn ’c’huitellad.
— Et d’ar gêr, lâret d’ar roue
’Vô duman ’benn warc’hoaz ’d greizde,
Pe me gollo m’holl vad, sec’h ha glaz,
Hag ann ti nobl a Geraglaz.
Ann otro Keraglaz a lâre
Er gêr d’he itron p’arrue :
— Et, ma itron, en ho kwele,
’Vel pa vec’h en poan a vugale,
Na kers brema, pajig bihan,
Te ’zo dilijant ha buhan,
Kerz ewidon da Dremezan [1].
Da glask un inkane rouan ;
Da glask un inkane rouan,
’N hini kaera, ha kerz buhan.
Ar pajig bihan a lâre
En Tremezan pa arrue :
— Me ’zo deut, itron Tremezan,
Da glask hoc’h inkane rouan.
— Na pajig bihan mar euz paz (?)
Pelec’h hec’h a ’n otro Keranglaz ?
— Ni hec’h a hon daou a ur penn
’N esper c’hoennet Koad-ann-drezenn.
— Keun ’m eûz d’am inkane newe,
D’otro Keraglaz ’m eûz iwe ;
D’otro Keraglaz ’m eûz iwe,
Paj bihan, setu-han aze.
’N otro Keraglaz a lâre,
En Koad-ann-drezenn p’arrue :
— Ma faj bihan, distro en dro,
Dewi ’ra m’ dillad ac’hanon.
— Re-divezad hoc’h eûz komzet,
Arru ’r Charlezenn d’ho kavet.
— Bonjour d’hec’h, otro Keraglaz !
— D’ec’h, emezhan, Marc’harit vraz.
— Pelec’h hec’h et, pe ez hoc’h bet,
Pe hoc’h eûz esper da vonet ?
— O klask ur c’homper hec’h on bet,
C’hui ’vô ar gommer mar karet ;
Ar roue Spagn am eûz klasket
Da dont d’hoc’h assita, mar karet.
— Diskennet, otro, deut d’ann traon,
En Kaod-ann-drezenn c’hui leino ;
C’hui leino en Koad-ann-drezenn,
E-touez pemp kant a volerienn.
— Ewit brema me na inn ket,
Un dro-bennag all n’ lâran ket ;
Un dro-bennag all n’ lâran ket,
Breman am eûz afer preset ;
War-dro pemp kant skoed a vank d’in,
C’hui, ma c’hommer, ho rofe d’in ?
— E-lec’h pemp kant a c’houlennet,
Pemp mil ho peo, mar karet.
— Me a garfe, ma c’hommer vraz,
Gwelet ho suit en keraglaz.
— Gwelet ma suit en Keraglaz
A ve d’ac’h-c’hui sur ur goust vraz.
— En Keraglaz ’zo bara poaz,
Ha, ma ve ezomm, a vô c’hoaz ;
Ha, ma ve ezomm, a vô c’hoaz,
Deut gant ho suit da Geraglaz.
— Diskennet, otro Keraglaz,
M’inn da vareges en ho plaz.
— Pa lakaïnn kant skoed ’n un inkane,
E dle dougenn un ’all ha me.
’Tre Koad-ann-drezenn ha Keraglaz
E konter a zo ter lew vraz ;
E konter a zo ter lew vraz,
Grêt ganen ’n un heur orolaj…
En Keraglaz p’è arruet,
En dourrel uc’hella eo êt,
Da c’huitellad e komansas ;
Honnes ’c’huitelle gant kouraj !
C’huitellad ’ree war bouez he fenn,
’Wit ma klewje ar volerienn…
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
— Pemp fuzuil karget a vank d’in,
C’hui, ma c’hommer, ho c’havfe d’in ?
— E-lec’h pemp fuzuil ’c’houlennet,
Pemp kant ho peo, mar karet ;
Pemp kant ho peo, mar karet.
Hag he suit a deûz disarmet.
Neuze, pa glewas sôn ar bal,
Da assambli ar jeneral :
— Laket-ewez, otro Keraglaz,
’Vec’h hoc’h invanti traïtouraj ?
’Vec’h hoc’h invanti traïtouraj,
O tigas ma suit da Geraglas.
— C’hui ’sonje d’ac’h, Marc’harit vras,
’Vijac’h kommer en Keraglas !…
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
— Neb lâre ’r gir seurt-se d’in-me,
A oa sur da goll he vuhe !…
Marc’harit Charles a lâre
’R vaz uc’hella ’r skeul pa bigne :
— Penoz bikenn ober rout vad ?
Lac’het ganen ma mamm, ma zad !
Da varo ma zad ’m eûs regret,
Da hini ma mamm n’am eûs ket…
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
En Koad-ann-drezenn ’zo ur wenn
En-hi c’houec’h troatad arc’hant gwenn ;
Un’ all a zo en he c’hichenn,
En-hi eiz troatad aour melenn !
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
Ar werz-man a zo bet dastumet en parouz
Plouillo gant ann otro F. Daniel, hirie person
en Mur.
- ↑ Je ne connais dans le pays aucun lieu du nom de Trémézan, car il ne s’agit certainement pas ici de Trémazan, dans le bas Léon.