Fontenella

Eus Wikimammenn
Mont da : merdeiñ, klask

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Fontanella.

Édouard Corfmat, 1874  (Levrenn II, p. 54-72)



FONTENELLA
Kenta Kentel.
________


I


  Fontenella a barouz Prat,
Braoa den-jentil ’wisk dillad,
Hen eûz laeret ur benheres
Diwar barlenn he mageres.

  Diwar barlenn he mageres,
Ur genentervez d’ar rouanes.
Fontenella a lavare
D’ar benheres, un dez a oe [1] :

  — Penherezig, d’in-me lâret,
Petra er c’hleuz-ze a glasket ?
— Ha ma ’z eo boukedou ann hanv,
D’am c’henderv-bihan, a garan ;

  Met aoun am eûz, ken a grenan
Na rankontrfenn Fontenella ;
Na rankontrfenn Fontenella,
Gourdrous a ra ma c’has gant-han ;

  Lies am eûz klewet lâret
Ez eo un debocher merc’hed ;
Ez eo un debocher merc’hed,
Ispisial penherezed !

  Fontenella a lavaras
D’ar benheres,’vel m’hi c’hlewas ;
— Klasket ’r boukedou a garfet,
Gant Fontenella hec’h efet !

  War he varlenn ’n eûz-hi lakêt,
He simarenn d’ez-hi ’n eûz gwisket ;
He simarenn d’ez-hi ’n eûz gwisket,
D’al leandi ’n eûz he c’haset.


  Seiz vloaz oa pa hi c’hasas di,
Seiz vloaz eo bet el leandi ;
P’oa he fevarzek achuet,
Neuze ez int bet eureujet.


II


  — Resev ’ran lizer en peb gîs,
Digant ho kenderv, mont da Baris.
— Ma friedig, mar am c’haret,
Mesajer ’wit-hoc’h a gasfet.

  — Mesajerrienn ’walc’h ’m eûz kaset,
Hini ’nn ez-he n’ zo distroët,
Me iel’ ma unan bet’ ar but,
Balamour da gomzo ann dud.

  Fontenella a lavare
Parouz Prat na pa guitaë :
— Ur banniel-gwenn, euz ar c’haeran,
Da botred Pradis a roan ;

  Da botred Pradis a roan,
M’ho dô sonj a Fontenella……
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .


III


  Fontenella a lavare,
En lez ar roue p’arrue :
— Demad, roue ha rouanes,
M’ho salut ho taou asambles ;

  M’ho salut ho taou asambles,
Deût on iaouankig d’ho pales.
Hag ar roue a lavaras
Da Fontenella, p’hen klewas.

  — Pa ’z oc’h deut, deut-mad ra veet,
Komerret skabell hag azeet ;
Komerret skabell hag azeet,
Dalet ho setans ha lennet.

  N’oa ket ’l lizer digoret mad,
Oa ann dour war he zaoulagad.
Fontenella a lavare
D’he bajig bihan en de-se :


  — Dalet, pajig, ma faj-bihan,
Dalet gwalenn ma biz-bihan,
Kaset hi d’ benherez Coatezlan,
Ma defo sonj’ Fontenella !


IV


  Ar paj bihan a lavare
En Coatezlan pa arrue :
— Demad ha joa bars ann ti-ma,
Ar benheres pelec’h ema ?

  — E-medi bars ar gambr kousket,
Tolet-pled a hi dishunfet ;
Ter noz ’zo banne n’ deûz kousket,
Gant ann nec’hamant d’he fried !

  Ar benheres, pa deûz klewet,
Gant ’r vinz d’ann traon ’zo diskennet ;
— Laket ar c’hezek euz ar c’hoch,
Ma ’z inn da Baris fed-a-noz ! —


V


  Fontenella a lavare
Diwar ar chafod, un dez oe :
— Me ’well o tont ar benheres,
E-kreiz etre diou varkises ;

  E-kreiz etre diou varkises,
Na oar ket ez eo intanves !
Endan-hi ’n abit fleur ampes,
Na oar ket ez eo intanves !

  Mar wife ar pez ouzonn-me,
Eo un abit du a dougje !
War he barlenn ’r skudell arc’hant,
Da c’houl’ arc’hant d’he faeamant.

  Ar benheres a lavare.
En lez ar roue p’arrue :
— Demad, roue ha rouanes.
M’ho salut ho taou asambles :

  Demad ha joa bars al lez-ma,
Ma friedig pelec’h ema ?
— Eman duze war geign-he-gorf,
Troc’het he benn diouz he gorf !


  — D’ betra ’c’h eûz lac’het ma fried ?
Na veritenn ket hen kavet,
Nag a vado nag a c’henet,
A galite na lâran ket !…
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .


Anna Salig, 75 ans,
Plouaret 1864.


_________

VARIANTE


  Fontenella a lavare
En Koad-ar-Rinec p’arrue :
— Demad ha joa holl en ti-ma,
’Nn otro Rinec pe-lec’h ema ?

  — Komerret skabell, azeet,
Dalet ul lizer ha lennet.
— N’eo ket ken kriz al lizer-man,
Na lennin euz ma sa ’nezhan.

  N’oa ket gant-han digorret mad,
’Kouee ’nn dour euz he daoulagad ;
N’oa ket gant-han hanter lennet,
Skabell d’azea ’n eûz goulennet.

  — Roët d’in skabell d’azea,
Hag ur banne gwinn da eva ;
Hag ur banne gwinn da eva,
Dare ma c’halon da ranna !…
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .

  Me ’wel o tont ar benheres,
Hag hi e-kreiz tre diou brinses,
En he dorn ur skudell arc’hant,
O c’houl’ paeamant ar jujamant…


__________


FONTENELLA
Eil Kentel
________


I


  Fontenella hen eûz gret le
Biken en Leon n’antreje :
Koulzgoude ’n eûz lavaret gaou,
Tremenet gant-han Plounevez ’r Faou ;

  Menez Arre ha Plougonvez,
Hag iwe ar Chapel-newez.
Fontenella a lavare
En Koadelan pa arrue :

  — Demad ha joa bars ann ti-ma,
Ar benheres pelec’h ema ?
— Ar benheres a zo kousket,
Tolit-ewez n’hi dishunfet !

  — Roït d’in-me ann alc’houeo,
Mar eo kousket, m’hi dishunvo.
Ar benheres a lavare
D’ Fontenella, pa dishunve :

  — Na gredan ket mont da vale,
Gant ann aoun rag Fontenelle,
Rag klewet am eûz lavaret
Ez eo un debocher merc’hed ;

  Ez eo un debocher merc’hed,
Ispisial penherezed. —
— M’eo rag Fontenella spontet,
Out-han he-unan e komzet !

  Ar benheres a lavare
D’he mates vihan, ann de-se :
— Mates vihan, ma sikouret,
Ewit kouraj na vankan ket.

  Un hach-pennek a oa gant-hi,
Ha gant-hi ’c’hourdrouze hen skeï.
Fontenella a lavare
D’ar benheres eno neuze :


  — Penherezig, n’am skoït ket,
P’autramant c’hui ’vezo nec’het ;
Mar galwan-me ma soudarded,
Penheres, neuze a krenfet.

  Fontenella a c’houlenne
Digant ar benheres neuze :
— Penherezig, d’in lavaret,
C’hui deufe ganen d’ douar gallek,

  Da gabitenes ter arme,
Ha pried da Fontenelle ?
Ar benheres o lavaras,
Da Fontenella, p’hen klewas :

  — Gwell’ eo ganin mont d’ar Folgoat,
Ac’hane ’welin douar ma zad,
Ac’hane ’welin douar ma zad,
A raï kalz vad d’am daoulagad !


II


  Fontenella a lavare
D’he baj-bihan, un dez a oe :
— Kerz da c’houlenn digant Mari
Raï digommer d’eomp ’n he zi ;

  Mar na zigor he dor, torr-hi,
Laka ’nn ilis da varchosi,
Ar sakristiri da gav gwinn,
Ann aoter-vraz da daol keginn !

  Pa oant gwella gant ar chervad,
Kommans ar c’hleier d’ vransellad ;
Koumans ar c’hleier d’ vransellad,
Fontenella ’leusk huanad :

  — Pajig, pajig, ma faj-bihan,
Te ’zo dilijant ha buhan,
Kerz prim, kerz prim da lein ann tour,
Da c’houzout piou a zo o sôn.

  Ar paj-bihan a lavare,
Euz lein ann tour pa ziskenne :
— Uc’hella ma c’hallenn ’on bet,
Ha den a-bed n’am eûz gwelet,


  Nemet ar Werc’hes hag he mab
’Zo ho daou euz ho bransellad !
Fontenella a lavare
D’he soudardet eno neuze :

  — Daouzek kant soudard ’zo ganen,
Profont holl peb a skoed-newe ;
Profont holl peb a skoed-newe,
Daouzek ar benheres ha me !

  Deomp-ni brema gant hon hent,
Ha lezomp ho zier gant ar zennt…
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .


III


  Fontenella a c’houlenne
En Trevrian pa arrue :
— Ma merer, d’in-me lavaret ;
Na pelec’h ema hô merc’hed ?

  Na pelec’h ema ho merc’hed,
Unan a renkann da gavet.
Hag ar merer lavaras
Da Fontenella, p’hen klewas :

  — Otro, m’ho peed, ma iskuzet,
N’oc’h eûz ket ezom ma merc’hed,
’Ma ganec’h penheres Koadelan,
Koanta plac’h iaouank ’zo ’r bed-man.


IV


  Deut ’zo lizer d’ Fontenelle
Ewit mont da gaout ar roue.
Fontenella a lavare
A Drevrian pa sortie :

  — Kenavo da barouz Tremel,
Mar gallan na vezin ket pell :
Mar bean beo, teuin d’ar gêr,
Mar marwan, ’tigasin lizer.

  Fontenella a lavare,
En lez ar roue p’arrue :
— Demad, roue ha rouanes,
Deut ’on d’ho kwelet d’ho pales !


  Ar roue neuze a lâras,
Da Fontenella, p’hen klewas :
— Pa ’z oc’h deut, deut-mad ra veet,
Ewit d’ar gêr na efet ket !

  Fontenella a lavaras
D’ar roue neuze p’hen klewas :
— Re-iaouank ez ê da varo
D’ lakâd ann-on-me d’ar maro !

  Ar roue neuze a lâras
D’ Fontenella, gant malis-bras :
— Mar on re-iaouank da varner,
Te a zo re-goz da wasker !

  Fontenella a lavare
D’he baj-bihan eno neuze :
— Pajig, pajig, ma faj-bihan,
Te ’zo dilijant ha buhan,

  Kerz-te brema da Goadelan
Da vouit ’r c’houplad linselliou-moan ;
Da vouit ’r c’houplad linselliou-moan,
D’ lakad ma c’horf da liennan.

  Ar roue neuze a lâras,
Da Fontenella, p’hen klewas :
— Salv-ho-kraz, ’vel-se na vô ket,
A dammou ’vefet dispennet ;

  Dispennet ’vefet a beziou,
Ha tolet war ar c’hroaz-hentjou !…
Fontenella a lavare
D’he baj-bihan eno neuze :

  — Pajig, pajig, ma faj-bihan,
Kerz-te brema da Goadelan,
Ha goulenn ur plad alaouret
D’ lakâd ma fenn, pa vô troc’het !

  Met ar roue a lavaras
Da Fontenella, p’hen klewas :
— Nann ! tolet ’vô war ar pave,
Da voul-c’hillo d’ar vugale !


  Fontenella a lavare
D’he baj-bihan eno, neuze :
— Dal ur guchennad ma bleo-melenn
Da staga euz porz Trevrien,

  Wit ma lâro Trevrianis :
— Bennoz Doue d’ene ’r markis ! —


__________
  1. Variante. — En Koad ar Rinek pa ziskenne