Seziz Gwengamp (An Uhel)

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Seziz Gwengamp.

Édouard Corfmat, 1874  (Levrenn II, p. 40-52)



SEZIZ GWENGAMP
Kenta Kentel.
________


I


  Mar plij ganac’h a selaoufet
Ur werz a zo ’newez savet ;
D’ar gêr a Wengamp ez eo grêt,
’Zo gant Denombra komerret [1].

  Bars ar bloaz pemp ha pemzek kant,
   ’Tessas ar seziz war Wengamp.
War bors Mikêl ’oa ar Saozon,
Ann Allmanted war bors Roazon.

  War bors Treger ’oa ’r Flamanted,
War bors ’r blomenn, ann Irlanted ;
War bors ’r blomenn, ann Irlanted ;
Karget ’oa kêr a soudarded.

  Trompiller ar prinz a lâre,
War borziou Gwengamp pa skoë :
— M’ho ped, digoret d’in ho tor,
Trompiller ar prinz c’houl’ digor.

  Trompiller ar prinz ’zo ama,
O c’houl’ digor da Denombra ;
O c’houl’ digor da Denombra,
Tric’houec’h mil soudard ’zo gant-han.

  Tric’houec’h mil soudard, tud vaillant,
Da lakâd ar seziz war Wengamp.
— Ho ! ma forzio ’zo moraillet,
Ma mogero, fortifiet ;

  Hag ’vec’h aze dek miz amzer,
Birwikenn n’antrefet en kêr,
Ha n’ digorinn ar porziou-man,
Ken ’m bô komzet euz Melkunan,

  Paramant ann dukes Anna,
Ar re-se ’gommand er gêr-ma.
Porzier Gwengamp a lavare
Da Velkunan, p’hen salude :


  — Trompiller ar prinz ’zo ama,
A c’houl’ digor ’wit Denombra ;
A c’houl’ digor ’wit Denombra,
Tric’houec’h mil c’havalier gant-han.

  Ha Melkunan a lavaras
Da ganonier Gwengamp, pa glewas ;
— Depech karga ar c’hanon braz,
Da reï da Denombra war he fas !

  Kanonier Gwengamp a lâras
Da Velkunan vel m’hen klewas :
— Ni ’zo pell zo euz hen kargan,
Tric’houec’h bouled-rollet ’zo en-han,

  Bar un anter poell poultr kanon,
Kement-all ’vunud draillo plom…
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .

  N’oa ket he gomz peurlavaret,
Kanonier Gwengamp ’zo diskaret
Gant un tenn poultr gwenn euz ur gambr,
Digant markiz Gwaz-ar-garant [2].

  Kanonier Gwengamp a lâre
War ann tour-plad en he c’hourve :
— M’am bije un heur da vewa,
N’oa ket komerret ar gêr-ma !

  Ar ganonieres pa welas,
Honnez na gollas ket kouraj,
Hag ’amorsas ar c’hanon braz.
Ha pewarzek kant a lac’has.

  ’Tre Gwengamp ha santes Katelin,
’Deûz lac’het pewarzek kant den,
C’hoas ê manet ’n hini gwasa,
P’eo manet ar prinz Denombra.

  Ha Melkunan, p’hen eûz gwelet
Penoz ez oant holl trahiset,
Hag hen hoc’h ober he ave
’Kuitâd kêr gant he vugale.


II


  Ha Denombran a lavare
Bars en Gwengamp pa antree :
— D’in ’vô ar gwinn hag ann arc’hant,
D’am soudarded, merc’hed Gwengamp !

  Kriz a galon neb na oelje
Bars en Gwengamp neb a vije,
O klewet ar merc’hed iaouank
O c’herwel ar Werc’hes a Wengamp :

  — Gwerc’hes Vari, hon zikouret,
Ni ’zo gant ann holl dilezet !
Kriz a galon mar na oelje
Bars en Gwengamp neb a vije,

  ’Welet al linselio, ’n tapiso
Gant-he o puri hoc’h armo…
Na Denombra a lavare
En ilis gwengamp p’antree :

  — C’hui ’ve kontant, Gwerc’hes Vari,
’Lakafemp ho ti da varchosi,
Ho sekreteri d’ gav ar gwinn,
Hoc’h aoter vraz da daol keginn ?

  N’oa ket he c’hir peurlavaret,
Ar c’hleïer da zon ’zo komansed :
Komans ’ra ar c’hleïer da zôn
Ken oa ar spont en ho c’halon.

  Ha Denombra a lavare
Na d’he bajig bihan neuze :
— Paj bihan, komer ma c’hleve,
Kerz da c’hoùd piou a zôn an-hê :

  Ha mar zo kristenn euz ho zôn,
Plant ma c’hleve en he galon !
Krec’h gant ann tour hec’h ê pignet,
Ha prest goude ’eo diskennet :

  — N’eûz kristenn a-bed ouz ho c’hè,
Kouez’ a ’ra ’r c’hlizenn diout-hê ;
Nann, ’met graz Mari hag he mab
’Zo en tour euz ho branskellad !


  Na Denombra a lavare
D’he soudarded, eno, neuze :
— Dibromp hon c’hezek, eomp en hent,
Lezomp ho zie gant ar zent !

  Lezomp he zie gant Mari,
’Oamp pell ’oa euz hec’h offansi ! —



Ar werz-man a zo bet skrivet d’in gant ma mignon ar barz mad Iann-Mari Ar Iann, ha kanet d’ehan gant Mari Ferchal, o chomm en kêr Gwengamp. —


__________


SEZIZ GWENGAMP
Eil Kentel.
________


I


. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .

  ’Oa karget kêr a soudarded,
Hag ar c’hanonier ’oa lac’het.
Ann dukes Anna a lâre [3]
D’ar ganonieres, p’hi salude :

  — Ma vije ’r c’hanon braz karget,
N’ vije ket Wengamp komerret,
N’ vije ket Wengamp komerret,
Na ma c’hanonier braz lac’het.

  Ar ganonieres a lâras
D’ann dukes Anna, p’hi c’hlewas :
— Dukes Anna, ma iskuzet,
Ar c’hanon braz a zo karget ;

  Et ’zo enhan ’r bouellad poultr-draje,
Mui pe gement-all a vitraille,
Mui pe gement-all a draje braz,
Da rei da Denobre war he fas.

  Da dal ar c’hanon hec’h eo êt,
War he daoulinn eo em strinket,
’Wit pedi Doue d’hi zikour,
Hag ar Werc’hes a Wir-Zikour :

  — Itron Vari a Wir-Zikour,
Plijet ganac’h dont d’hon zikour,
Roët ar c’hraz d’imp da drec’hi
Da drec’hi war hon inimi !

  N’oa ket he gir peurlavaret,
Ar c’hanon ’deûz digollieret :
Tremen pemp mil a deûz lac’het.
Ha mui pe gement-all bleset.


II


  Ann duk Denobre a lâre
War bave Gwengamp pa varche :
— Pelec’h eman ’r merc’hed ama
Laka ar c’hanon da straka ?

  Kriz a galon mar na oelje,
War bave Gwengamp neb a vije,
O welet ar merc’hed, ar groage,
O tastum dillad ho gwele,

  Ann tapiso, al linselio,
Ar golc’hejo, ar balino [4] ;
Ar c’holc’hejo, ar balino
Da stoufa prennestro ’r c’hanono.

  Ann duk Denobre a lâre
War bave Gwengamp pa varche :
— D’am soudarded ar merc’hed koant,
D’in-me ann aour hag ann arc’hant !

  Ann duk Denobre a lâre
En porchet Gwir-Zikour p’arrue :
— C’hui ’ve kontant, Gwerc’hes Vari,
’Lakafenn ho ti da varchosi,

  Ho sakretiri da gav ar gwinn,
Hag hoc’h aoter da daol keginn ?
N’oa ket he c’hir peurlavaret,
Ar c’hleïer da zôn ’zo komanset ;

  Ar c’hleïer a gomans da zon,
Hag ha laka spont ’n ho c’halon.
Ann duk Denobre a lâre
Na d’he bajig bihan neuze :

— Pajig, pajig, ma faj bihan,
Te ’zo dilijant ha buhan,
Te ’zo dilijant, prim a droad,
Kerz ewidon war ann tour plad ;

  Kerz ewidon war ann tour plad,
Da c’hoûd piou ’zo euz ho branskellad ;
Kas ganid kleve, sabrenno,
Gant da daoudorn te ’gombatto.


  Mar ’zo den-a-bed euz ho zôn.
Plant da gleve en he galon !
Ar paj-bihan a lavare,
Traon gant ar vinz pa ziskenne :

  — ’Man ’r Werc’hes Vari hag he mab
Bars ann tour euz ho branskellad ;
Bars ann tour euz ho branskellad,
Hag ’vel ann dour a red ho gwad !

  Ann duk Denobre, p’hen eûz klewet,
Hen eûz galwet he soudarded :
— C’hui, ma soudarded, ’reï pep a skoed,
Me ma hunan a peï daouzek ;

  Me ma hunan a peï daouzek
Da baea ’n domaj a meumb grêt :
Dibromp hon c’hezek, eomp en hent,
Lezomp ho zie gant ar zent ! —


Kanet gant Marc'harit Fulup,
a Blunet.


__________
  1. On pense que ces différentes dénominations Denoblin, Denombre, Denobre indiquent le prince de Dombes
  2. Goaz-ar-garant doit être une altération pour Coëtgourhant, ou Coëtgourant, nom d’un cavalier, nous dit M. Pol de Couroy, qui, lors du siège de 1591, tua involontairement un des siens, d’un coup d’arquebuse tiré de la fenêtre d’une chambre. On sait également que Gouyquet, qu’on a cru, mais à tort, être désigné ici sous le nom de portier ou grand canonnier, fut blessé d’un coup de pique et non d’un coup de feu.
  3. La duchesse Anne n'assistait pas de sa personne à ce siège, bien qu'il fût fait pour elle
  4. Les BALINO sont des espèces de courtes-pointes particulières au pays.