Mont d’an endalc’had

Ma garrek

Eus Wikimammenn
Lajat, 1909  (p. 353-355)



Ma Garrek


D’am c’henvreur Jehan de Guenyveau.


Er c’hoat me a zo o chom en parrouz Zant-Servez
Hag en eur gêr ar vravan, he hano Kerbernez.

Dreg ma c’herig ’barz ar c’hoat en em gav eur garrek
Elec’h m’ac’h an aliez da rima brezonek ;

Eur garrek koant ha kaled, debret gant an amzer
Goloet gant ar bân glaz, ouz he zroad ill tener.

Gourvezet ez eo eno aboue meur a gantved,
Eno da hun he chomo ac’han da fin ar bed.

Warni war eun tam raden, warni warlec’h ma c’hoan,
Me ac’h a da ziskwiza goude ma devez poan…

Astennet war ma c’hoste, ma dorn dindan ma fenn,
Warni pell dimeus an drouz, me a ve diberc’henn ;

Warni en em ankouean aliez da sonjal,
Da sonjal em buegez, ive da humvreal…


Neuze ma spered tec’het digant e liammou,
Ac’h a seder da redek traouien ha meneou…

Klevet a ran an ezen o vouskan en deliou,
En eur dremen war ma drem he skanva ma foaniou.

An evnedigou bihan araok mont da gousket
A glevan o kimiadi d’an de zo tremenet.

Neuze war-zu an Nenvou, ma daoulagad eürus
A wel en oabl o lintri ar stered lugernus ;

Ha gant sklerijen al loar e zeblant d’in gwelet,
Lutined-noz o lampât touez ar c’hoat droug-livet.

An holl draou-ze unanet a luskell ma c’halon,
Ha, tra ma sonjan enne e kavan eun tam zon.

Evelse war ma garrek, bemnoz araok ma c’hoan,
Me ac’h a da hunvreal, me ac’h a da vouskân…

Warni en em blijan kalz pell dimeus an anken
Rak warni eo e savan en peuc’h pep kanaouen.

Enpad ma vevin eta me a yelo bemnoz
Da gana war ma garrek Bro goant ma Zadou koz !

Ha goude ma vin maro, piou a oar ?… Marteze
Vo klevet us d’am garrek mouez ma Zelen bemde…


Klevet he vo o ouela, o ouela glac’haret,
Pe o kana hirvoudus : — Maro eo “ Ar Yeodet ” !

Oh ! neuze, ma mignoned, pa vefet o tremen,
Lavaret eur bedennig vit ar Barz na vo ken…


————