Hag e stouïs ouz troad ar be
Ha ma daerou stank a ruilhe,
Eiz mizez hir oa tremenet
Aboue n’am oa ket he gwelet…
En keit-se oa bet ar Maro,
Dizeblant oc’h ober e dro,
O falc’het ar vleuen dener
A boan krog an neve-amzer.
Sonj poanius !… Ar wech diwean
He gwelis, e oamp c’hoaz aman,
Deut holl da laret eur beden
War be hon eontr en eur dremen…
— « Koantât da lec’h… Bravât bered !
» Pa vin maro, emei, m’ho ped,
» Laket ma c’horf da ziskwiza
» Eus koste ma eontr, en tu-ma… »
Hag en eur zellet d’an douar,
Hi a chomas pell dilavar,
Hep sonjal, marvad, e vije
He c’horf eno dek sun goude.
Ha ma daerou stank a ruilhe,
War he men-be me a lenne
He hano ker… Filomena,
Oajet a ugent ha tri bla…
Tri bla warn-ugent, ma Doue,
Poanius eo mervel d’an oad-se !
Dilezet kerent, mignoned,
En kreiz yaouankiz ha gened.
Eur c’hlenved garv ha didrue
He diskaras abenn tri de :
— «… Ma Doue, ec’h an da vervel
» Ra vezo groet ho youl zantel… »
Hag evel m’he devoa bevet,
Harpet gant eur vam c’hlac’haret,
E tremenas al lilien,
Pell re gaer evit hon zraouïen.
Krisât kêlo… Oh ! pa glevis,
Kredi kement-se me n’hallis ;
Ne oa ket c’hoaz nemeur amzer
Hi a zigase d’in lizer…
Ar gwasan, a greiz serviji,
Dalc’het ma-unan er c’hlanvdi,
N’hallis ket, en despet d’am c’hoant,
Heuilh he c’horf d’an douaramant
Evit distan glac’har ha poan,
War gwern al lestrig, ma unan,
E saven goude da bedi,
Da bedi, da huanadi…
Hag e welen ma c’hoar garet,
Ma bugaleaj alaouret ;
Hi ar c’hosan, karget d’hon ren,
Holl a blegemp d’he gourc’hemen ;
Hag e welen anei bepred,
Gant eur galon leal meurbed,
O varn pep-hini ac’hanomp
Pa vije dizurz entrezomp,
D’he c’homz fur ar peuc’h a deue
Hag an ebad a hadkroge,
Mar vane unan da vouza
Hi a deue d’hen kennerza…
Sonj ar blaveziou tremenet,
Ha me war he be daoulinet,
A lake ma glac’har krisoc’h
Ha ma daerou da ruilh puilhoc’h…
— Nan, nan, arabad chom aze,
A waz ’vi goude, marteze,
N’ankoua ket ec’h out o sevel [1]
Diwar eur c’hlenved, ma bugel.
Ha warlerc’h ali mam ha tad,
E kwitaïs gant kalonad,
En eur drei eur zell diwean
War ve didrouz ma c’hoar henan…
— Kousk aze en peuc’h, c’hoar garet,
Na vi birviken ankouaet,
War da ve gwenn zul, gouel, pemde,
E taoulinfomp gant karante.
Ar c’hlaz o klem ebarz an tour,
Hiboud tener ar wazig dour,
An avel o vouda kanvus
A luskello da hun padus…
Ha ni a bedo da c’hortoz
Bezan ganit er Baradoz,
Elec’h vo hon daerou sec’het,
Hon evurusted hadkavet…
|