Zon ar jistr

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Lajat, 1909  (p. 361-364)



Zon ar jistr


War dôn : Matilin an Dall.


Ma bennoz d’ar jistr melen,
Yec’hed ar Vretoned,
A lak ar galon laouen
En kreiz ar boan-spered.

Diskan


Evomp jistr, butunomp,
Bezomp seder ha kanomp ;
Holl en dro, holl en dro,
Bec’h d’an ebato…
Gê !

Penoz e c’hallfemp kana
Rei tro d’an ebatou ?
Penoz e c’hallfemp beva
Hep an dour avalou ?


Ar jistr a ro tân d’ar gwad,
A lak dir war an tâl,
Dirakan netra na bad,
Hen a ra d’imp nijal,

Jistr enpad labouriou-hanv
Eo nerz an ezili,
A hed an nosveziou-goanv
Hen eo mestr an dudi…


Mar zo en hon zraouiennou
Kenliez a vleuen,
Mar d’eo koant hon merc’hedou,
Bennoz d’ar jistr melen !

Mar d’eo kenkoulz Breiz-Izel,
Ha ken têr ar Breizad,
Lavaromp a vouez uhel :
Trugare d’ar jistr mad ?

Ya, trugare dar jistr mad,
Jistr a-leiz ar skudel…
Bevet ha bevet dalc’hmad
Potred hon Breiz-Izel !

Ne vefomp biken trec’het
Mar tilezomp a-grenn,
Ar gwin-ardant milliget
A ra d’imp koll hon fenn.

Ar gwin-ardant zo klenved,
Droug, malloz, kasoni,
Ar jistr mad a zo yec’hed,
Yec’hed da bep hini…


Ar jistr eo ar gwellan tra
Eneb falc’h an Anko ;
Neb a dalc’ho d’en eva
Birviken na varvo !


DIVEZ