Mont d’an endalc’had

Ar goulmig dilezet

Eus Wikimammenn
Lajat, 1909  (p. 351-352)



Ar goulmig dilezet


Da Dinaïg.


I


Ebarz ar roz, us d’ar vilin
Eur goulm a gane bep mintin,

A gane dindan ar c’helve
Neve-amzer ar garante.

Eun devez ar goulmig karet
Da gana zo bet paouezet…

II


Us d’ar vilin, ebarz ar roz,
E klever hirvoudi bemnoz ;

A-hed ar waz o hiboudi
Eur plac’h a deu d’huanadi…

He c’halon baour a zo zammet
Gant sonj amzeriou dremenet ;


Sioul ha sioulik takennou dour
A ruilh war he diouchod ken flour…

He zellou dous d’an nenv zavet,
Hi a ouel d’e muian-karet ;

D’an hini a laras d’ezi :
— D’it ma c’halon, d’in da hini ! —

An hunvre kaer na badas ket :
Galv-Doue an eus bet trec’het…

III


Tavit, paouezit da ouela,
Sec’hit ho taerou, o Tina !

Tinaïg, sec’hit ho taerou,
Doue a chilaou ho klemmou ;

Hen n’ankoua ket eur bedennig,
Hen na zilez ket eur goulmig…


————


AR GOULMIG DILEZET



\version "2.18.2"
\relative c'{
  \tempo \markup {\italic Allegro}
  \key bes \major
  \autoBeamOff
  \time 2/4
  \partial 8*1
  d'8 d8. c16 a4 | g c8. d16 | c4( bes8) c | c8. c16 bes4 | \break
  g c8. d16 | c4( bes8) f | bes4 d | f8. f8 ees d16 | c4. bes8 | \break
  a4 c | ees8. ees16 d8. bes16 | d4. f,8 | bes4 g | f'8. f16 ees8. d16 | \break
  c4. bes8 | a4 c | ees8. ees16 d8. c16 | bes4.\fermata \bar "|"
}
\addlyrics {
  E -- barz ar roz us d’ar vi -- lin e -- barz ar roz
  us d’ar vi -- lin, e -- barz ar roz us d’ar vi -- lin, eur
  goulm a ga -- ne bep min -- tin e -- barz ar roz us d’ar vi --
  lin, eur goulm a ga -- ne bep min -- tin.
}
\layout {
  indent = #00
  line-width = #150
  ragged-last = ##t
}
\midi {
  \context {
  \Score
  tempoWholesPerMinute = #(ly:make-moment 100 4)
  }
}
\header { tagline = ##f }