Mont d’an endalc’had

Ma dousig koant

Eus Wikimammenn

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Va dousig koant.

Lajat, 1909  (p. 222-224)



Ma Dousig Koant


D’am muian-karet… pa vo kavet


Kânet em euz war ma zelen entanet
Ma Breiz-Izel,
He giziou fur, he zent koz, he zud vrudet,
He yez santel ;
Hirie da stenna start d’ezi he c’herden,
Me am eus c’hoant
Ha kana warni dre eur zonig laouen
Ma dousig koant !

Ma dousig koant ! N’euz ket eur plac’h evelti
War an douar ;
Evit kredi eo red gwelet anezi,
Bleuen dispar,
Diwanet kaer en eun draouiennig a Vreiz,
Ha hi ken drant,
Eno he kav heol ha gliz-veure a-leiz,
Ma dousig koant !


Ma dousig koant ! Henvel eo ouz eun êlig,
Dous ha tener…
He daoulagad zo glaz, lirzin, birvidik,
Dalc’hmad seder,
He zellou dôn leun a spi, a garante
Zo eur zeblant
Dimeuz kaerder ha levenez hec’h ine,
Ma dousig koant !

Kaer dreist peb tra ez eo ma muian-karet,
Ma ferlezen !
He bleo ken flour a zo du ha klaouieret
War he zâl gwen ;
He diouchod ru ’ro d’ei kement a c’hened,
Ma laran drant,
Ez eo ar c’hoantan en touez an holl verc’hed
Ma dousig koant

He mouez sklintin a gomz d’in ken frealzus
En eur grena,
Ma trid em c’hreiz ma c’halonig evurus
Ha leun a joa…
He c’hân zo kaer evel hini an evned,
Eveltan drant,
Ouz e glevet ’nijan betek ar stered,
Ma dousig koant !


Evel ma plij d’an durzunel he c’hoajou,
Hi gar ive
Tremen didrouz en kreiz sioulder ar maeziou
He zam bue ;
Eno ar blijadur zo talvoudusoc’h
Eget arc’hant,
En gwirione, eno e karan muioc’h,
Ma douslg koant !

Ma dousig koant !… Oh ! pa ven en he c’hichen,
Evurusted !
Siouaz, pell, pell diouti, pebez anken
Ha poan-spered…
Me a garfe tremen ma amzer dalc’hmad
Hep nec’hamant,
Klevet e mouezig, gwelet he daoulagad,
Ma dousig koant !

Ac’han d’an devez ma vefomp unanet
’N eil d’egile,
E hirvoudin d’am dousig meurbed karet
Ha noz, ha de…
Ha goude enpad hon zammig buegez
Me gano drant,
Da c’hortoz mont gant Doue d’al levenez,
Ma dousig koant !


MA DOUSIG KOANT



\version "2.18.2"
\relative c'{
  \key f \major
  \autoBeamOff
  \time 6/8 
  a'8 a4 a8 a4 | f8 f4 f8 e4 | f8 g4 bes16([ a] g4) | d8 f4 e8 c4 | \break
  bes'4. a4 g8 | f4. e4 f8 | g4. f4 g8 | a4( c8) c4\fermata a8 | f4 g8 g4. | bes4. a4 g8 | \break
  f4. e4 f8 | g4. f4 g8( | a4) c8 f4\fermata c8 | c4 bes8 a4 g8 | bes4\fermata a8 f4 \bar "||"
}
\addlyrics {
  Kâ -- net em euz war ma ze -- len en -- ta -- net Ma Breiz -- I -- zel
  Hi -- rie da sten -- na start d’e -- zi he c’her -- den, Me am eus c’hoant da ka -- na
  war -- ni dre eur zo -- nig la -- ouen Ma dou -- sig koant, Ma dou -- sig koant!
  He giziou fur, he zent koz, he zud vrudet,
}
\addlyrics {
  He gi -- ziou fur, he zent koz, he zud vru -- det, He yez san -- tel
}
\layout {
  indent = #00
  line-width = #150
  ragged-last = ##t
}
\midi {
  \context {
    \Score
    tempoWholesPerMinute = #(ly:make-moment 100 4)
  }
}
\header { tagline = ##f }