Me a zo o paouez prena
Eur botou koat fô,
Eur botou eus ar re vrava
A zo ’barz ar vro ;
Eur botou ken fentus, ken kaer
Ma ve laret d’in p’o gweler :
O kaerât,
Kaerât eo da votou koat !
En gwirione, int a zo koant,
Evelte n’eus ket !
Ha bemde me am eus damant
Gante o kerzet…
Na c’houlfen biken, ma Doue,
Barz ar fank labea ane !
O kaerât,
Kaerât eo ma botou koat !
Digas reont da sonj din-me
Eus an amzeriou…
Ma Zadou a douge ive
Gwechall ar botou ;
Neuze war veneou ha roz
Int a gane bemde, bemnoz :
O kaerât,
Kaerât eô hon botou koat !
A viskoaz ebarz Breiz-Izel,
An dud a vicher :
Duked, Barzed, tud a vrezel
Beleg ha Fanch-Kouer,
Ac’h e gant enor da vale
’N o zreid eur botou koat bemde ;
O kaerât,
Vijent gant o botou koat !
Me ive, vel ma C’hendadou
A heuilho bepred,
En eur vale war o roudou,
Skouer ar Vretoned ;
Me a gerzo ’pad ma bue
Gant eur botou koat eveltê :
O kaerât,
Kaerât eo ma botou koat !
Ha p’en em gavo an Anko
Eun de d’am falc’hâd,
D’ezan hepdale me laro :
— Gortoz eur pennad,
Ma lakin c’hoaz ma zreid brevet
Er botou koat am eus karet…
O kaerât
Kaerât eo ma botou koat !
Kerkent me yelo d’ar bed-all,
Hep anken em c’hreiz,
Rak hon Zalver laras gwechall,
Pa deuas da Vreiz :
— « Zalvet e vo neb a dougo
Eur botou koat eûr e varo ! » —
O kaerât,
Kaerât eo ma botou koat !
Ha mar rafe d’in zellou du
Zant Per goz, d’e dro,
Me a larfe d’ezan dustu :
— Sell ouz ma boto…
Me gred, d’an Nedelek, Jezus
A deue bep bla evurus,
Da lakât
Dêlou mad em botou koat !
Ar Werc’hez, pa glevo ma mouez,
A deulo neuze,
Leun a zouster, a levenez,
Da laret d’in-me :
— « Tosta, o bugel ar gwellan,
Rak da votou koat a garan…
O kaerât,
Kaerât eo ar botou koat ! »
Dougomp-holl eta, Bretoned,
Dougomp ar botou,
Miromp gant o fennou-kaled,
Furnez hon Zadou ;
Ha gante kreiz an eürusted
En Nenvou ni gano bepred :
O kaerât,
Kaerât eo ar botou koat !
|