Mont d’an endalc’had

Kân, Barz yaouank

Eus Wikimammenn
Lajat, 1909  (p. 219-221)



Kân, Barz yaouank



Dindan eun derven goz, da zerr-noz ankeniet,
E klevis eur vouez tener o laret :


Diskan


Kân, kân,
Barz yaouank, bez seder,
Kân da Zoue, da zousig, da vro gaer,
Kân,
Hag an evurusted

Ebarz da kalon a vevo bepred !



Me, eme ar vouezig, eo ine Breiz-Izel,
A lavar d’it dre hirvoud an avel :


Na gemer ket trubuilh, nebeutoc’h c’hoaz anken ;
Neb a ren tud a dle bezan laouen…

Ha petra a c’hallfe ober d’it poan-spered ?
D’it ar vue a vezo skanv meurbed.

Evit se, bez doujus da Zoue da Dadou,
War-zu an Nenv tro bepred da zellou !

Mar teu d’it hirvoudi o vezan da unan,
Klask unan all da lodenni da boan…

Eus a greiz da galon, kar ela eun dousig,
Bevet goude, turzunel hag eostig !

Neuze ar vuegez a vo dudiusoc’h,
Da zaou ar bec’h a zo dalc’hmad skanvoc’h…

Chom da veva en Breiz, na gwita ket da vro ;
E-tal da gavel gortoz ar maro…

Da Vro he deus ezom — lak ze start en ez penn —
Kalon d’he c’harout, diouvrec’h d’he difenn !


Kerz eta, Barz yaouank, ha zent ouz ma c’hentel,
Kentel e ro eur vam vad d’he bugel…

Evelse e kavi plijadur en pep lec’h,
Bale bro, c’hoarz, bez laouen, bez dinec’h !


————


KAN BARZ YAOUANK



\version "2.18.2"
\relative c'{
  \key g \major
  \autoBeamOff
  \time 6/8
  d8 g a b( d) c | b4. d,8 g a | b4( d8) c b4 | d8 g d c e c | \break
  b d b a4. | b4. b4. | d8 g d c b a | d, fis a d, fis a | \break
  c e4 d8 d4 | c8( b4) d8 g d | c b a d, fis a | d, fis( a) c b4 | \break
  a8 g4\fermata \bar "||"
}
\addlyrics {
  Din -- dan eun der -- ven goz, da zerr -- noz an -- ke -- niet, E kle -- vis eur vouez te --
  ner o la -- ret: Kân, kân, Barz ya -- ouank, bez se -- der, Kân da Zou -- e, da zou --
  sig, da vro gaer, Kân, Hag an e -- vu -- rus -- ted en ez ka -- lon a ve -- vo
  be -- pred!
}
\layout {
  indent = #00
  line-width = #160
  ragged-last = ##t
}
\midi {
  \context {
    \Score
    tempoWholesPerMinute = #(ly:make-moment 100 4)
  }
}
\header { tagline = ##f }