Mont d’an endalc’had

Lavarou koz a Vreiz-Izel/EIL STROLLAD

Eus Wikimammenn
H. Champion, 1878  (p. 17-30)






EIL STROLLAD.


————


DEUXIÈME SÉRIE.






I.


95

Didalvez eo ha koll amzer
Diski ar mad hep hen ober.

96

Ober vad pa c’helli,
Droug a ri pa gari.

97

Sell petra ’ri.

98

Kalonek a drec’h peb tra.

99

Hep stourm ne vezer ket treac’h.

100

E ranker neun pe veuzi.

101

Ober ha tevel.

102

Pep tra evit Doue.

103

Mervel da veva.

104

Den a galon a zo doujet.


II.


105

A skiant hag a goantiri
Eo pinvidik ’walc’h pep-hini.

106

N’euz den ebed war ann douar
Na gav en tu bennag he bar.

107

E pep tra a glask peb den
Tenna begik he spillen.

108

Ar c’hamm
A wel he damm.

109

Ar c’hamm a zaill keit hag eun all,
Hirroc’h mar gall.

110

N’e ket ar c’hezek bras a gass ar c’herc’h d’ar marc’had.

111

Ann hini a vale eeun a gav atao ledan he streat.

112

Ne-d-eo ket eur skendilik a ra ann hanv,
Nag eur bar-avel ar goanv.

113

Al lestr na zent ket ouz ar stur
Ouz ar garrek a zento sur.

114

Pa ve arrued ar gwall,
Gwell eo born evit dall.

115

Gwelloc’h eo beza kiger eget beza leue.

116

Gwelloc’h eo laza ar bleiz evit beza lazet gant-han.

117

A-wesiou gwelloc’h doujans evit karantez.

118

— Ranna pe ganna !
— Leuskel ar goad da iena.

119

Red eo lezel nep hen euz gal
D’hen em gravat ha da c’hrognal.

120

Danvad kaillaret, peurvuia,
Ouz ar re all ’glask em frota.

121

Ann neb a chomm er ger diouc’h ann noz
A vez divlamm antronoz.

122

Daou louarn kamm a zo treac’h d’unan eeun.

123

Karet a reer ann drubarderez, — kasoni a zo euz ann trubard.

124

Em milin n’euz ket dour awalc’h evit mala hoc’h arreval.

125

Ne-d-eo ket pec’het, nemet mad,
Mouga ann aer gant he c’hofad.


III.


126

E-leac’h ’ma ann dour ar sioula
E vez ann dounna.

127

Bezo ann avel e-leac’h ma karo,
Pa ra glao e c’hleb atao.

128

Na c’hoariit ket gand al lagad.

129

List ar re all diluia ho gwiad.

130

N’e ket red tol mein warlerc’h kement ki a c’harz.

131

Abred pe zivezad ez a ann tol da fall.

132

Hep-ken beteg ar wech diveza ez a ar pod d’ar feunteun.

133

Pa vez re domm ar iod
E skaot.

134

Divezad skei war vorzed
Pa vez bramet.

135

Liez a wech vez tizet fall
Nep a gustum tizout ’re all.

136

War stad ’re all nep a gomzo,
Mar kar em zellet e tawo.

137

N’ez euz pesk heb he zrein.

138

N’euz den na tra hep he zi,
Hag aliez hen euz daou pe dri.

139

Ma mignon, mar am euz eur zi,
A kredan hoc’h euz daou pe dri.

140

Sellit euz ho poutou
Hag e welot toull ho lerou.

141

Ann hini a zant ar c’houez,
Dioc’h he reor e kouez.

142

Kenta rebech a ra kakous da gakous,
Eo kakous.


IV.


143

Re gravat a boaz,
Re brezek a noaz.

144

Gwassoc’h eun tol teod evit eun tol kleze.

145

Brud fall a ia beteg ar mor ;
Brud vad a chomm e toull ann nor.

146

Nep zo lemm beg he deod a renk beza kalet kostez he benn.

147

Araog komz grit nao zro
Gand ho teod en ho keno.

148

Peoc’h ! Peoc’h !
Lost ar vioc’h
’Zo gan-e-oc’h.

149

Gant Doue hanvet muia eo
Nep na lavar mad pe na dao.

150

Va mab, gant ar ment a venti,
Ha netra ken, mentet e vi.

151

Gand ar muzul e rofed d’ar re all, e vezo roet d’e-hoc’h.

152

Barnit ar re all evel ma fell d’e-hoc’h beza barnet.

153

Diouc’h ar frouez ema ret tanvaat
Kent evit lavaret ema mad.

154

Gortozid ann noz evit lavaret eo bet kaer ann deiz.

155

D’ann abardae ’lavarfet
Hag hen a zo bet kaer ann de,
Evel d’ar maro a welfet
Hag hi ’zo bet mad ar vuhe.

156

Eur skoulm great gand ann teod na ve ket diliammet gand ann dent.

157

Gwelloc’h eo eur ger tavet
Eget daou lavaret.

158

Kerse
Na deu ’met goude.


V.


159

Ar iar a goll he vi
O kana re goude dozvi.

160

Pa gloc’h ar iar e vez vi pe labous.

161

Dibaot siminal a voged
Anez ne ve tan en oaled.

162

Ar c’homsiou a zo merc’het
Hag ar skrijou a zo goazet.

163

Lavaret a reer aliez
Gaou e-leac’h gwirionez.

164

Kant klevet
Na dalvont ket
Eur gwelet.


VI.


165

Neb a oar reiz ar wirione
A hell hi laret gwel a-ze.

166

Etre c’hoari ha fars
E vez lavaret ar wirionez da gals.

167

Ar wirionez a zo diez da glevet
Dreist pep tra d’ann hini n’hi c’har ket.

168

Ar wirionez a zo kasauz
Dreist pep tra d’ann hini a zo kabluz.

169

Ar wirionez a zo kasauz,
Hag ann hini hi lar a zo arabaduz.

170

Ann den klanv he zaoulagad n’hell ket sellet ann de,
Nag ar re a zo kabluz klevet ar wirione.

171

Petra a zervich nac’h ouz Doue ar pez a oar ar Werc’hez !

172

Tra kuz da dri nep a lavar
A-benn neubeud eun all hen goar.

173

E-leac’h ma vez tri
E vez toull ann ti.


VII.


174

Diou, teir amzer hen euz ann den ;
N’int ket henvel ann eil euz eben.

175

O vont d’ar fest c’houi a gano,
O tont en dro c’houi a welo.

176

Goude c’hoarzin e teu gwela,
Goude c’hoari huanada.

177

Re diouz vintin nep a c’hoarzas
Barz ann noz aliez a welas.

178

Goude ann enkrez
'E teu levenez.

179

Gant ann amzer hag ann avel
Ez a pep anken war ho diouaskel.

180

Biskoaz glao n’euz gret na dawfe,
Avel-greon pini na gouezfe.

181

Itron Varia-Druez hag ann Aotrou Sant Per
A ro d’ar gwall zaout kerniel berr.

182

Gwell eo dougen ar groaz eget he ruza.

183

Ne euz droug na zervich da vad.

184

C’hoant Doue ha c’hoant den a zo daou.

185

Doue had ann ed en douar,
Ha Doue hen dastum pa gar.

186

E-leac’h ma oa ann erv er bloaz-man, e vezo ann and er bloaz a zeu.

187

Koz ha iaouank, ha da bep oad,
Ann Ankou ’zeuio d’ho falc’had.

188

Eun den krenv, — eun den krevet ;
Eur baleer braz, — eun den brevet ;
Eun neuier-kaer, — eun den beuzet ;
Eun tenner-mad, — eun den lazet.

189

Gad Doue ema ar madou ;
Sachit war-n-ho a grabanadou.

190

Ar goustians gant he tik-tok
A zo kloc’hik Sant Kolledok.

191

Ar bodennou ho deuz daoulagad.

192

Gwell ve gan-in mervel mil gwech
Evit koll ma enor eur wech ;
Rak ma enor, pa ve kollet,
Evit he glask n’hen c’havinn ket.

193

Red eo muzula aznaoudegez gant ann troadad mad-oberiou.

194

’Neb a ra vad e-lec’h drouk
D’ar baradoz hen em zoug.

195

Mad eo beva pell ;
Beva mad a zo well.

196

Ar vuez vad a bad atao,
Ar vuez fall a baouezo.

197

Ar vuhe hirran ’zo c’hoaz berr,
Hag ar bec’h skanvan, c’hoaz ponner.

198

Pa erru eur c’holl en ti,
Ez erru daou pe dri.

199

Lagad ann den pa eo sarret,
Lagad Doue ’zo digoret.

200

Ha c’houi a garre kaout eur maro mad ?
Bevit ervad.

201

Eul linsel wenn ha pemp plankenn,
Eun dorchenn blouz dindan ho penn,
Pemp troated douar war c’horre,
Setu madou ar bed er be.

202

Avel, holl avel !
Ez eo red mervel.



————