Lavarou koz a Vreiz-Izel/KENTA STROLLAD

Eus Wikimammenn
H. Champion, 1878  (p. 3-14)






KENTA STROLLAD.


————


PREMIÈRE SÉRIE.






I.


1

Kaout c’hoant a zo galloud.

2

Neb na oar a gavo da ziski.

3

Kassid ann ero da benn.

4

Seul gentoc’h,
Seul welloc’h.

5

Ar c’henta,
Ar gwella ;
Na zale-’ta
D’ober da dra.

6

Red eo gouzanv da gaout skiant,
Labourat tenn da gaout arc’hant.

7

Red eo d’ann den n’hen euz netra
Labourat tenn, ha nann gouela.

8

Ann den iaouank en diegi
A zastum poan war benn kozni.

9

Ar gwella bara da zibri
A vez gounezet o c’houezi.


II.


10

Deuz da gleved ann alc’houedez
’Kana he zon d’ar goulou-deiz.

11

Evit paka louarn pe gad
Ez eo red sevel mintin mad.

12

Da louarn kousked
Na zeu tamm boed.

13

Labourit pa gousk ann dibreder,
Ho pezo ed leun ar zolier.

14

’Nn hini neus ket c’hoant kaout naon
Na chomm ket re-bell war he skaon.

15

Neb na laka poan hag aket
N’hen devezo madou na boed.

16

O c’hortoz ar ieod da zevel, e varv ar zaout gand ann naon.

17

Red eo terri ar graouenn
Evit kaout ar voedenn.

18

Ann hini vez oc’h aoza iod
’N euz ann tamm kenta ’vid he lod.


III.


19

Ar pez a zo gret gant va zad
A zo gret mad.

20

Lagad ar mestr a lard ar marc’h
Hag a laka ed barr ann arc’h.

21

Ar mestr mad a ra ar mevel mad.

22

Ann hini na oar ket senti
Na oar ket komandi.

23

Na gemerit evit merour
Nag eur c’har nag eun traïtour.

24

Kaz maneget na dalv netra da logota.

25

Ki besk ha kaz diskouarnet
N’int mad nemet da zibri boed.

26

Laerez he amzer hag he voed,
Brasa pec’hed a zo er bed.

27

Gwell eo eun oberer
Evit kant lavarer.

28

Dibaod ar c’halvez
A labour heb danvez.

29

Gant netra
Na reer tra.


IV.


30

Bepred didalvez
A gav digarez.

31

Heb ar skodou hag ar c’hoat-tro
’Ve muioc’h kilvizien hag a zo.

32

Meur a hini a gav mad pesket dizreinet.

33

Anez labourat, breac’h didorr.

34

Falla hibil a zo er c’hâr a wigour da genta.

35

Klanv hep glac’har,
Kamm ki pa gar.

36

Da zadorn ez eo bet ganet,
Ebad gant-han al labour gret.

37

Ma c’hoan em c’hof me garfe ve noz,
Ar zul warc’hoaz, ha gouel antrônoz.

38

Meurlaje ! Meurlaje !
Me garfe ’badfe bemde,
Ann eost ter gwech ar bla,
Gouel Mikel bep seiz vla.

39

Eat war vloaz,
Emoc’h en noaz.

40

Pa vo ho roched oc’h ar bod,
E vo dizolo ho sac’h-iod.

41

Didalvedigez
Mamm ar baourentez.


V.


42

Dioc’h he labour
Ar micherour.

43

Hanter-douget eur bec’h gret-mad. —
N’euz labour n’heller da verrad
En eur gemer dre ar penn-mad.

44

Ann hini a ia founnuz a ia pell ;
Ann hini a ia difounn a ia well.

45

Karrig a dro
A denn bro ;
Karrig a red
Na bad ket.

46

Na biskoaz den na eure re
Na rafe re neubeud goude.

47

Etre re ha re neubeud eman ar muzul just.

48

Kentoc’h e skuiz ar freill evit al leur.

49

Ann hini na zec’h ket he bal
’Tle bep mare sec’ha he dal.

50

Ann hini a c’houitell bepred a zizec’h he veg.

51

Na dalv ket ar boan sutal, pa na fell ket d’ar marc’h staotat.

52

Ho labour a ielo da labour wenn.

53

Eur poent a zo evit pep tra.

54

Pa weler diouskouarn ar c’had,
N’e ket re abred he vazata.

55

Pep tra hen euz he gentel.

56

Gant kolo hag amzer
E teu da eogi ar mesper.

57

Neubeut tra, neubeud,
Hinkin a ra neud.

58

Gand ar boan hag ann amzer
A-benn a bep-tra e teuer.

59

Eun dra gret na tle netra d’eun dra da ober.

60

Warlerc’h ar merc’her ema ’r iaou :
Paket ar zizun er c’hraou.

61

Nep a gign he vaout er bloa-ma
A ve kuit da vloa d’hen touza.

62

Prena keuneud ’zo re zivezad
Pa vez red c’houeza er biziad.

63

Aliez euz a furnez
A zeu ar gorregez.

64

En noz e kemerer ar ziliou,
Dale a ra vad a-wesiou.


VI.


65

Va mab, re goz ann douar evid ober goab anezhan.

66

Beg ar zouch, beg ar vronn,
Gand ho daou e vevomp.

67

Tri veg ’zo o soutenn ar bed :
Beg ar vronn, beg ar zoc’h,
Hag ar beg all ’vel ma ouzoc’h.

68

Diwar breac’h al labourer ’ma ar bed holl o veva.

69

En douar fall ’ma fall ann ed.

70

Al louzou fall a drec’h atao.

71

Gwell eo ijin eget nerz.

72

Dre balat sounn
Ez a ar c’hlaz dounn.

73

Douar askol, — douar ed ;
Douar raden ne-d-eo ket.

74

Douar treaz, — douar ed ;
Douar brulu ne-d-eo ket.

75

Douar meinok,
Douar greunok.

76

Diwar ann treuz-ieod e vez ed,
Diwar ann onkl na vez ket.

77

Gand ar prajou ez eo a vager al loened,
Al loened a ro teill hag ann teill a ro ed.

75

Pa vez ker ar bleud
A vez kezek treud.

79

Bezin louet ha teill brein
Ra d’ar c’houer sevel he gein ;
Bezin brein ha teill louet
Lak’ ar c’houer da glask he voed.

80

Na espern teill met espern had ;
Ha mar t’euz hadet eun dournad,
Te hen devezo eur falsad.

81

Teill denved hag hada dioc’h-tu
A lak’ ann heiz da veza dru.

82

Teill a grogadou,
Segal a bochadou.

83

Pa hadi kass had,
Pe losk dihad.

84

Hada lann e pep miz,
Nemet e miz eost ha pa vez avel viz.

85

Ann hini ’ved hag ’had soudenn
’Goll eur bara war bep ervenn.

86

Ar falla gounid euz a Vreiz
A zo gwiniz warlerc’h heiz.

87

Goude gwiniz gounid heiz
Gwella gounid a zo e Breiz.

88

Heiz dibell ha gwiniz pellek
A lak’ ann arc’h da veza barrek.

89

Ne deuz netra o paea ann dud e par ann amzer.

90

Dioc’h a reot,
E kavot.

91

Etouez ar muia drein
Eman ’r gaera rozen.

92

Sotoc’h evit ann den
A-wesiou her c’helenn.

92

Pa vez avel krenv, niza ;
Pa vez kalm, tamoeza.

92

E peb amzer kelenn,
A-wesiou gourc’hemenn.