La Belle Catoise
Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout La Belle Catoise (Duhamel).
Me ’m eus ur blanedenn galet,
Mar ’n eus krouadur war ar bed.
Ma mamm, pa defoa ma ganet,
D’ur forest vraz d-eûs ma c’haset ;
D’ur forest vraz, pell euz ma bro,
Ha hi ba ma lezel eno.
La Feuntenell a oa ganin,
’Zo he blanedenn ’vel m’ hini.
Un ermit mad ’n eus bon c’havet,
Hennes hen eûs hon instruet ;
Hennes hen eûs hon instruet,
Ken a oamp daouzek vloaz oajet.
Pa oamp a daouzek vloaz oajet,
Trezek ’r Russi ez omp bet et;
Ez omp bet et trezek ’r Russi,
Da boursu hon chanz hon anvoui.
Bars ar Russi p’omp arruet,
Ma brasa plijadur ’m eus kollet ;
Ma brasa plijadur ’m eus kollet,
Ha Feuntenell ez oa hanwet.
Etre Paris hag ar Russi
A zo brezel ha melkoni ;
A zo brezel ha melkoni,
Hag a zo holl balamour d’in.
Ter rivier wad am eûs treuzet,
Hag a zo holl war ma sujet.
Bars en Paris p’on arruet,
D’ serviji noblanz ’on bet êt ;
Daou gouvert arc’hant ’zo kollet,
Hag a zo d’in-me tamallet ;
Hag a zo d’in-me tamallet,
Siouas ! d’ar maro ’z on barnet.
La Belle Catoise a lavare
D’he frokuror, un dez a oe :
— Ma frokuror, mar am c’haret,
War ma fotanz a vo skrivet ;
War ma fotanz a vo skrivet,
Da welet ar maro am bô bet ;
Ur re-bennag a arruo,
A glasko revanch ma maro.
La Belle Catoise a lavare
D’he frokuror, un dez a oe :
— Me n’ ioullan ket merwel fete,
Ken ’pô komzet gant ar roue.
— Tawet, la Belle, na oelet ket,
Ewit fete na varwfet ket ;
Warc’hoaz ar beure, pa vô de.
Me a gomzo gant ar roue.
He frokuror a lavare
D’ar roue, na p’hen salude :
— Ni meump ur griminales barnet,
Hi distruja na c’hellomp ket.
Herve klewet he freposio,
Ez eo c’hui, sir, hi delivro ;
Ez eo c’hui, sir, hi delivro,
La Belle Catoise eo he hano.
Ar roue, pa hen eus klewet,
Ter-gwez d’ann douar ê koûeet ;
Ter-gwez d’ann douar ê koueet,
Ar prokuror ’n eûs-han savet.
Hag ar roue a lavare,
Neuze soudenn, pa divalle :
— Kement kloc’h a zo er gêr-ma,
Laket an-hê holl da vralla,
’Wit ma teuio ’r prosession
D’ gerc’had la Belle euz ar prizon.
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
— La Feuntenell, me ’wie mad
As anvejenn euz da lagad.
— La Belle Catoize, mar am c’haret,
Ganen d’ar pales e teufet,
Ha warc’hoaz, pa vô deut ann de,
’Vefomp unanet dirag Doue,
Kanet gant Marc’harid Fulup.