Mont d’an endalc’had

Fantig Montfort

Eus Wikimammenn

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Fantig Montfort (Duhamel).

Édouard Corfmat, 1874  (Levrenn II, p. 344-346)



FANTIG MONTFORT
______


I


   Fantig Monfort, a-dal he zan,
Na deveus ket kollet he foan,
Ewit monet ’n ur redadenn
Da Wengam, goude he merenn.

   Fantig Montfort a vonjoure,
War bave Gwengam pa varche :
— Demad ha joa holl er gêr-man,
Ar c’habitenn pelec’h eman ?

   Demad, aotro ar c’habitenn,
Pelec’h emèdi ho pandenn ?
Pelec’h eman ho soudarded ?
Unan a renkan da gavet ; [1]

   Unan a renkan da gavet,
Gwill ann Herve, a Bedernek.
— Gwill ann Herve n’ho pezo ket,
Ar c’haera euz ma soudarded ;

   Ar c’haera euz ma soudarded,
Sepviji ’r roue a zo rêd.
Fantig Montfort a lavaras
D’ar c’habitenn, ’vel m’hen klewas :

   — Roët-c’hui d’in Gwill ann Herve,
Me roï’ d’ac’h gwerz un tok newe ;
Me roï’ d’ac’h gwerz un tok kastor gwenn.
Ha warnehan ur blumachenn ;

   Ha warnehan ur blumachenn,
A zere euz ur c’habitenn.
Ar c’habitenn a lavaras
Da Fantig Montfort, p’hi c’hlewas :

   — Fantig Montfort, et-c’hui d’ar gêr,
Choazet un’ all d’ho servijer.
Fantig Montfort a lavaras
D’ar c’habitenn, ’vel m’hen klewas :


   — Penoz c’halfenn-me mont d’ar gêr,
Ha me laket ’n ken gwaz mizer ?
Ar c’habitenn a respontas
Da Fantig Montfort, p’hi c’hlewas :

   — A sur hoc’h euz a heriter,
M’ hoc’h laket en ken gwaz mizer ?
Fantig Montfort a respontas
D’ar c’habitenn, ’vel m’hen klewas :

   — Pe ’z on me sur, pe na on ket,
Renta kont d’ac’h na eo ket rèd ;
Mar na ret ket, un’ all ’raïo,
Glazarded ’zo em godello.

   Ar c’habitenn a respontas
Da Fantig Montfort, p’hi c’hlewas :
— Roït d’in gwerz ma zôk-newe,
Me ’roïo d’ac’h Gwill ann Herve.


II


   Fantig Montfort a lavare
War bave Gwengam pa varche,
He daoudorn gant-hi war he diou-lez :
— Me a zo breman ur baotres !

  Paotred Pedernek a lâre,
Pa dennent ’r billet a-darre :
— Fantig Montfort euz a Ben-Graz,
En ti ann diaoul ’man he flaz !

   Honnes a zo d’imp-ni kiriek
Da renkout tenna ar billet !...:


Kanet gant Marc’harit Fulup.


_____________
  1. Kavet au lieu de kavout, pour la rime.