Koueadeg an delio

Eus Wikimammenn
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask
R. Prud'homme, 1903  (p. 205-209)





XXV


KOUEADEG AN DELIO


(Dioc’h galleg Millevoye.)


Gant c’houe an diskar-amzer kri
’Ha ’n delio, hini a hini ;
Distag dious o skour, e varvont ;
War an douar, du-ma du-hont,

’Meint ledet en eur gwiskad bras ;
Hag ar c’hoajo zo sec’h ha noas,
O tivoer ar bod goaskedus
Ma kane mouez an estig-kus…


Mantret a galon, ’kreis e vrud,
E kerz a gammejo munud
Eur pautr yaouank, hag heñ goall-glan,
Dre ’r c’hoad ker d’e vloaio kentan.

— Koadig kes, ’meañ, kenavo !
’Widoñ ’n em lakez en kanvo ;
Pep deliaouen diouzit a goue
Zo eur zeblant anko d’iñ-me.

Tud gouiek a zougas eur varn
A zon dalc’hmat ous ma diskouarn ;
Ha biken o girio kalet
N’hallont dont demeus ma speret :

« An delio eus ar c’hoajo glas
’Weli ’tont melen eur wech c’hoas,

’Weli ’tont melen eur wech c’hoas,
Honnes an diweañ, siouas !

Gant skeud ar marv ec’h out gronnet ;
Da yaouankiz a vo goenvet
Kent ewit yeod er prajeier,
Barro gwini ’mesk ar reier… »

Ya, mervel ’rañ ! ’n eur bar terrub
Avel ar mizio du am skub ;
Deio splann ma neve-amzer
Zo et ’rauk ’vel eur skeuden verr.

Koue, koue, delien re brim deut kos,
Er wenojen ’lec’h ’vo ma fos ;
Da lagad va mam glac’haret
Koach ar plas ma vin douaret !


Mar teufe, ’vat, pa zerr an de,
Ma dousig koant, ma c’harante,
Diflak-kaer he bleo melen-aour,
Da oelañ war he mignon paour ;

Da oela dre-mañ, ha pidi ;
Delio, ’goue hini a hini,
Gret eun trouzig d’am dihuna,
M’am bo ’n em be yen eun tam joa !…

Hag heñ mont kwit ; ewit biken.
Pa goue ’n diweañ deliaouen,
E ze diweañ zo deuet.
Dindan eun derwen ’oe beiet ;

Mes e garante na yeas ket
Daved ar men-be dilezet

E-unan ha sioulik ato,
Pa oa e vam gant keu maro,

Nemet pa deue, awecho,
O retorn eus an traouienno,
Da drouzal war e dro kammed
Eur bugel ’ve mesa denved.



\score {
 \version "2.18.2"
 \new Staff {
  \relative c'{
    \clef treble
    \key g \major
    \tempo \markup {\italic Moderato.}
    \autoBeamOff
    \time 6/8 
    \partial 8*3
    d'8 b c a4. c8 b d | g,4. c8 b a | \break
    g4. c8 b a | g4 r8 d' b c | a4. c8 b d | \break
    g,4. c8 b a | g4. c8 b a | g4. \bar "|."
  }
  \addlyrics {
    Gant c’houe an dis -- kar -- am -- zer kri ’Ha’n de -- lio,
    hi -- ni a hi -- ni; Dis -- tag dious o skour, e var --
    vont; War an dou -- ar, du -- ma du -- hont.
  }
 }
 \layout { line-width = #123 }
 \midi { }
}
\header { tagline = ##f }