Mont d’an endalc’had

Ar Paour-kæs Plac’h

Eus Wikimammenn





AR PAOUR-KÆS PLACH


(Dioc’h galleg Soumet.)


――――――


O kwitat eur c’housked trubuilhet ha ponner
        Na ziskoue d’iñ nep hunvre kaer,
        War ar grec’hien em eus pignet
Araug ar c’hentañ luc’h eus an heol binniget.

En eur fresk ma tihun al loened hag ar bleu,
Eun evnig a gane etoues spern-gwenn ar c’hleu ;
        Gant e vam dener oa boetat ;
        Ma teue ’n dour em daoulagat.

        Ha me o c’houlen gant estlam :
        O ! perak n’em eus ket a vam ?
O ! perak n’oñ ket me evel an evn yaouank
’Zo e neiz en dilhen, luskellet war ar brank ?

        Me n’am eus er bed-mañ netra ;
N’em boe ket eur c’havel zoken em de kenta,
Pa n’oñ ’met eur plac’hig, bet kavet war eur men
        ’Kichen iliz ar geriaden.

O tivoer ma c’herent, n’ouzon ket pegen c’houek
        Eo beañ poket gant o bek ;
        Bugel ’bet en draonien na lar
        O kauzeal ganiñ : « Ma c’hoar ! »


Er veilhadeg gante me n’añ ket da c’hoari ;
Ar gonideg laouen biskoas na laras d’i
        Donet dindan e doen-zoul
        D’ober eun diskwizaden zioul ;

Avi ’m e pa welañ e diad reo vihan
Endro d’o oaled ge, ’lec’h ’strakl eur c’haouad tan,
        Da zerr-noz ; p’o gwelañ abell
’Krapat war e zaoulin, da vout cheriset gwell…

D’an ilizig zantel, ’wit skuilh en peuc’h daero,
        E plich d’iñ antren ; rak eno
’Ve ket serret an nor dirak ma diannes ;
N’eus ’met en ti Doue n’oñ ket estranjoures !


Meurwech ’sellañ ar men ma oen laket dre guz ;
Pen-kenta d’am glac’har, d’am glac’har ankeniuz !
        Roudo ’fell d’iñ gwelet ennañ
        Lezet gant ma mam o oelañ…

Tu pe du, er vered ive ’hoñ kustum mont ;
        ’Met ’sort choaz ’rafen er mein hont ?
        Paour-kæs plac’h, n’annveañ ma zud
Na beo war an douar, na marv er beio mud !

Parzek neve-amzer ’oñ goelañ, pell, siouas !
        Dious an divrec’h am hargasas ;
Ma mam, daoust ha ’to ket true deus ma hirvoud ?
’Di ket d’am c’hlask war-dro ar men ’lec’h am lezjoud ?