Kontadennou ar Bobl e Breiz-Izel/Roue ar Portugal

Eus Wikimammenn
A. le Goaziou, 1939  (p. 107-116)



Roue ar Portugal


————

Setu aman eur gaozig koant,
Ha, va c’hredit, mar hoc’h eus c’hoant,
Ne vo lâret enni tra gaou
Met, marteze, eur ger pe daou.


Eur wech e oa eur roue er Portugal hag a oa ker koant ma sonje d’ezan n’oa den ebet ker koant hag hen war an douar. Ma c’hoantaas mont da vale bro da welet hag e kavje, en eun tu bennak, eun all ker koant hag hen. N’oa ket êt a-bell, pa welas eun tort war an hent. Hag e lavaras an tort, o sellet outan :

— Sell, sell, divaloa da den !

— Petra, tort, a lavaras ar roue, c’houi ’gav ez oun eun den divalo ?

— Ya da, evidoc’h da veza roue. Met mar gallfac’h kaout ar brinsez Ronkar, eus a gastell Montoban, en tu all d’an douar, neuze, avat, e vefec’h eun den !

— Petra, tort, c’houi ’zo den da ober d’in kaout ar brinsez Ronkar ?

— Marteze a-walc’h.

— Deuit ganen neuze, ma ’z efomp hon-daou d’he c’hlask.

— Ya, mar karan.

— Me ’raio holl evel ma lavarfet d’in.

Mont a ra an tort gant ar roue d’he balez.

An deiz war-lerc’h e lavar ar roue d’ezan :

— Eomp brema da glask ar brinsez Ronkar.

— Ma ! Grit da genta samma eiz mul a aour hag a arc’hant.

Sammet a zo eiz mul a aour hag a arc’hant.

— Grit breman digas d’eomp peb a varc’h mat, hag eomp en hent.

Digaset eo an daou varc’h gwella a oa e marchosiou ar roue, ha setu int en hent o-daou.

Pa oant êt eur pennad, an tort a lakaas eun dra bennak e skouarn e varc’h, ha kerkent e kouezas d’an douar, maro, Hag hen da lavaret d’ar roue neuze :

— Evidoun-me ne valeïn ket, ha mar na ven douget, n’ez in ket pelloc’h.

— Deuit ganen war va marc’h, eme ar roue.

Setu int o-daou war ar memez marc’h, ha da vont adarre. Met an tort a reas adarre eun dra bennak da varc’h ar roue, hag e kouezas ivez d’an douar, maro-mik.

— Penaos ober brema ? eme an tort.

— Taolomp war an hent, eme ar roue, an aour hag an arc’hant a zoug unan eus ar muled, ha pignomp hon-daou war e gein.

Taolet eo an aour hag an arc’hant war an hent, ha setu int o-daou war gein ar mul. Dont a ra an noz, e-keit ma oant o tremen e-biou eur c’hoad bras.

— Eomp ’barz ar c’hoad da dremen an noz, a lavaras an tort.

Mont a reont er c’hoad gant ar seiz mul sammet.

— It er bern deliou sec’h-ze da gousket, a lavaras an tort d’ar roue, ha me ’c’h aïo war eur wezenn-dero, evit gwelet petra a c’hoarvezo e-pad an noz.

Mont a ra ar roue er bern deliou, hag an tort a bign war eur wezenn-dero.

Goude beza grêt eun hun, e tihunas an tort, o klevet trouz, hag e welas dindan ar wezenn eur gador alaouret hag eun den en e goaze e-barz ; hag en-dro d’ezan e oa pemp war-nugent den all en o sav, ha neuz fall kaer warnê.

— Arru oc’h holl ? eme an hini a oa azezet er gador.

— Ya, nemet ar C’hamm.

— Ma ! arruout a raïo ivez : bep tro e ve war-lerc’h… Kontit d’in an taoliou-kaer hoc’h eus grêt pep-hini ac’hanoc’h.

Ha setu int da gonta o zaoliou-kaer. Holl o devoa grêt kaer pe gaeroc’h. Ar C’hamm a arruas ivez e keit-se.

Arru out ivez, Kamm ? a lavaras d’ezan ar mestr.

Ya, mestr, arru oun ivez.

— Ha te, petra a gaer ’teus-te grêt ?

— Oh ! eun taol eus ar c’haera.

— Gwelomp, lavar d’eomp buan.

— Roue ar Portugal a zo er c’hoad, ha gantan seiz mul sammet a aour hag a arc’hant. Eman o vont da glask ar brinsez Ronkar da eureuji, Met selaou mat, tort…

— Tort ? a lavaras ar re all holl. Pelec’h e welez-te eun tort ?

— Ah ! na rit ket a van : me ’lavar alïes geriou evel-se ha n’int netra, gouzout mat a rit ze… A -raok kaout ar brinsez-ze, az po da ober. Hounnez ’zo o chom en eur c’hastell kaer, etre an nenv hag an douar, Selaou mat, an Tort.

— Met pelec’h ema da dort eta ?

— Bah ! na rit ket a van, em eus lavaret d’ec’h c’hoaz… Da genta e kavi eur stêr ledan ha doun ha n’eus pont ebet warni. Pa vi digouezet eno, trouc’h gant da gontell eur wialenn haleg en eur c’harz. Goude m’az pezo trouc’het ha peilhet da wialenn, n’ankounac’ha ket bouta anezi teir gwech er c’harz. Neuze ec’h i betek ar stêr hag e skoï tri daol gant da wialenn war an dour, hag unan gant da droad war an douar, ha kerkent e savo eur pont war ar stêr. Tremen buan en tu all d’an dour… Met ne vezi ket c’hoaz e penn da labour, tort kêz.

— Arsa, eme ar mestr, petra a gontez aze d’eomp ?

— Met ne welit ket ’ta ez eo an tu da vont da balez ar brinsez Ronkar ?… Pa vi êt en tu all d’ar stêr, — selaou mat, tort, — en em gavi e troad eur menez uhel ha sounn-sounn, goloet a spern hag a drez, ha ne weli hent ebet da vont warnan. Met gwelet a ri eno eur vilienn rond, ha mar gallez he sevel hag he skei gant ar menez, kerkent en em gavo eun hent kaer da vont betek al lein, Pa vi arru eno, — selaou mat aman, tort…

An Tort, m’ho ped da gredi, ’oa digor e ziouskouarn hag a selaoue.

— Bah ! ro peoc’h d’eomp gant da dort, a lavaras ar mestr, ha hast buan !…

— Pa vi arru e krec’h ar menez, az pezo da ober eus a bemp kant soudard war-nugent ha tri-ugent jeant. Allaz ! tort paour, aman em eus truez vras ouzit… Mar gallez arruout er c’hastell d’an taol a greisteiz, neuze ’vo kousket ar soudarded hag ar jeanted hag e vo mat da daol. Antre prim er c’hastell. An holl dorojou a gavi digor, rak eno n’arru ket a dud bemdez eus ar vro-ma. En eur gambr kaer, e weli eur brinsez, kaer evel an heol, kousket war eur gwele. Na chom ket eno da sellet outi, digor da c’henou ganit. Bout buan da vouchouer en he genou, kemer anezi war da ziouvrec’h, ha deus kuit ganti, hep sellet war da lerc’h. Met allaz ! paour kêz, mar n’arruez ket d’an taol a greisteiz, ez eo grêt ac’hanout. Ha setu eno an tu da vont da balez ar brinsez Ronkar. Dalc’h sonj mat, tort.

An deiz a gomanse da darza, hag ec’h eas al laeron kuit.

Ar roue n’en devoa klevet netra dindan e vern deliou ; met an tort n’en devoa ket kollet eur ger a gement en devoa lavaret ar C’hamm. Diskenn a ra neuze diwar e wezenn, dihuni a ra ar roue, hag en em lakaont adarre en hent. Emberr e tigouezont e-tal eur stêr vras. An tort a denn neuze e gontell, a drouc’h eur wialenn haleg en eur c’harz a oa eno, a beilh anezi hag he bout teir gwech er c’harz, taol-war-daol. Ar roue, eus hen gwelet, a drouc’h ivez eur wialenn hag en em laka d’he feilhat, en eur vont, met n’hen devoa ket he boutet teir gwech er c’harz. Digouezout a reont etal ar stêr ; n’oa pont ebet.

— Aman e renkfomp chom, a lavaras ar roue.

Met an tort a skoas tri daolig gant e wialenn war an dour, eun taol gant e droad war an douar, ha se tu kerkent eur pont kaer war ar stêr, ha souezet mat ar roue. Tremen a reont en tu all. An tort a sko daou daolig all war an dour gant e wialenn, hag ar pont a, gouez en dour.

Neuze en em gavont e troad eur menez uhel ha sounn-sounn, ha goloet holl a spern hag a drez.

— Petra, war ar menez-ze ’vo ret pignat ? a lavaras ar roue.

— Ya ’vat.

— Evit neuze n’efomp ket pelloc’h !

An tort a selle en-dro d’ezan, o klask eur vilienn : he gwelet a ra e-touez ar yeot.

— Gwall vras eo ! a lavaras ennan e-unan ; n’ouzon m’hallin sevel anezi.

He sevel a ra gant kalz a boan, hag he skei gant ar menez. Ha kerkent setu eun hent eus ar c’haera. Sevel a reont gantan, ha, pa oant oc’h arruout war lein ar menez, e oa just kreisteiz o son.

— Mat eo an taol ! a lavaras an tort d’ezan e-unan.

Mont a reont dioustu d’ar c’hastell. Digor ’oa an holl dorojou. Tremen a reont kalz a gambrchou, kaer pe gaeroc’h holl, hag ec’h arruont en unan kalz kaeroc’h c’hoaz, ’lec’h ma welont eun dimezell kousket war eur gwele, ha hi koant ha sklêr ’vel an heol. Ar roue a chom da zellet outi, digor e c’henou gantan. Met an tort ac’h a raktal d’ar gwele, hag a vout e vouchouer e genou an dimezell evit na grije ket. Neuze e kemer anezi etre e ziouvrec’h, ha kuit ganti buan, en eur lavaret d’ar roue :

— Deut war ma lerc’h !

O tremen dre ar c’hambrchou hag ar porz, e welont ar jeanted hag ar soudarded, hag i holl kousket mat, Ne zihun hini anê ; n’oa ket arru ar c’houlz c’hoaz. Diskenn a reont ar menez. Met an tort ne sonjas ket ’oa bet lavaret digas ar vilienn d’he lec’h kenta, evit ma serrje an hent war e lerc’h : he lezel a ra war ribl ar menez, hag an hent a chom digor.

Ar jeanted hag ar soudarded a zihun ivez er c’hastell, pa voe deut ar c’houlz. Gwelet a reont eo kollet ar brinsez ; ha setu trouz ha klask er c’hastell ha war-dro. Pemp pe c’houec’h jeant a wel an hent-bras chomet digor.

— Dre aman eo êt kuit ! a lavarjont.

Ha war he lerc’h, gant kammejou bras. An tort a glev anê o tout, hag a lavar d’ar roue :

— Kemerit breman ar brinsez ivez, rak me ’zo skuiz.


Arruout a reont e-tal ar stêr. Skei a ra an tort tri daol gant e wialenn hag unan gant e droad, ha kerkent e sav adarre eur pont war ar stêr. Arru en tu all, e sko tri daol all, hag ar pont a gouez er stêr. Poent ’oa ! rak e oa ar jeanted o vont da lakaat o zreid war benn ar pont, ha neuze e oant kollet ; met breman n’o devoa ken galloud ebet warnê. Yudal a reent ha toui en tu all d’an dour, met an tort hag ar roue a c’hoarze hag a ree goap oute, ar pez o lakae da gounnari. Spountus ’oa o c’hlevet.

An tort, ar roue hag ar brinsez — houman ’oa dihunet, p’ oa deut he c’houlz, hag a gerze ivez breman, — en em lakaas en hent evit retorn d’ar Portugal. Ma tigouezas d’eze tremen an noz er memez koad ha pa oant o vont. Ar roue hag ar brinsez Ronkar a gousk adarre en eur bern deliou, hag an tort a bign adarre war e wezenn-dero. Emberr, war-dro hanter-noz, ec’h arruas adarre al laeron dindan ar wezenn. Ha pep-hini da gonta d’ar mestr ar pez en devoa grêt. Ar C’hamm a arruas adarre war-lerc’h.

— Hola ! paotred, — a lavaras oc’h arruout, — eun taol eus ar c’haera !

— Petra ’zo ? petra ’zo, Kamm ? a lavare an holl.

— Roue ar Portugal a zo er c’hoad, ha gantan ar brinsez Ronkar ! Kavout a reomp anezan, pa deuio an deiz. An tort, mar kar diwall, ac’h aïo c’hoaz d’ar gêr. Kerkent ha ma vo êt er-mêz ar c’hoad, e tigouezo gantan eur c’harrons kaer, hag ar postilhon a lavaro d’ar roue ha d’ar brinsez Ronkar mont ebarz ; met ma ’c’h eont ’barz ar c’harrons-se, ar roue hag an tort a vo kaset gantan d’an ifern, hag ar brinsez a retorno d’ar c’hastell, ’lec’h ma oa dindan gazel-gê. Pelloc’h, e tigouezfont gant eur stank hag e welfont ebarz eun den prest da veuzi hag a c’houlenno sikour digante ; met mar fell d’eze hen tenna diouz an dour, ar roue hag an tort ac’h aio kerkent d’an ifern, hag ar brinsez a retorno d’ar c’hastell, gant ar jeanted… Pelloc’h c’hoaz, e kavfont eur vrac’h koz, ha ganti a bep seurt bonbonnigou ha traou mat : ar brinsez he devo c’hoant bras da gemer eun dra bennak diganti, met mar kemer an distera tra, ar roue hag an tort ac’h aio kerkent d’an ifern, ha hi da gastell ar jeanted.

An tort a selaoue mat war e wezenn.

Pa strinkas an deiz, al laeron en em skignas dre ar c’hoad, lod du-ma, lod du-hont, da glask roue ar Portugal hag ar brinsez Ronkar : n’ ouient ket ’oant ken tost d’eze. An tort a ziskennas neuze diwar e wezenn, hag a zihunas ar roue hag ar brinsez, hag en em lakajont adarre en hent.

Kerkent ha ma voent êt er-mêz eus ar c’hoad, e weljont eur c’harrons kaer, hag ar postilhon a bedas ar roue hag ar brinsez da bignat ebarz. Ar re-ma ne c’houlennent ket well, met an tort, gant e wialenn haleg, en devoa miret, a roas eur wialennad d’ar postilhon a-dreuz e fas, — hag ec’h ejont a-raok. N’oant ket êt gwall-bell pa glevjont unan o krial :

— Sikour ! sikour ! forz va buhez !

Hag e tigouezjont emberr gant eur stank ’lec’h ma weljont eun den prest da veuzi, hag hennez eo a grie er giz-ze.

— An den paour ! ret eo sikour anezan ! a lavaras ar roue hag ar brinsez.

— Nann ! nann ! na selaouit ket ; a-raok ! a-raok ! a lavaras an tort.

Neuze e kavjont eur wrac’h koz, ha ganti eur banerad pasteziou ha traou mat a bep seurt.

— Kemerit eur wastell, itron ! a lavaras d’ar brinsez ; biskoaz n’hoc’h eus debret netra ker mat !

E oa ar brinsez oc’h astenn he dorn, evit kemer eun dra bennak, pa ziredas an tort, a roas eun taol troad er baner hag a stlabezas holl war an hent, er poultr. Hag ar wrac’h koz da vallozi ; ha droug er roue hag er brinsez.

— Da betra, tort an diaoul, a lavare ar roue, ’teus-te grêt se ? Na welez ket penaos ar brinsez he devoa c’hoant debri eun dra bennak, ha me ivez ?

— Diwezatoc’h e lavarin d’ec’h. Dalc’homp da vont bepred.

Ankouaet ’m oa lavaret penaos ar C’hamm, er c’hoad, en devoa difennet eus an tort lavaret netra ebet d’ar roue eus a gement en devoa klevet, pe e vije troet an hanter eus an traon anezan en marbr, hag an hanter eus krec’h a chomje evel ma oa, met e tôlje tan dre e c’henou, dre e fri ha dre e zaoulagad.

Digouezout a reont o-zri gant eun ostaleri war vord an hent, ha naoun bras d’eze. Debri ha kousket a reont eno, hag an deiz war-lerc’h ar beure e kemeront eur c’harrons evit o c’has betek palez ar roue.

Neuze e voe eureujet roue ar Portugal d’ar brinsez Ronkar, kaera prinsez a oa dindan lagad an heol, hag e voe neuze festou ha goueliou eus ar c’haera.

A-benn nao miz goude, ar rouanez a c’hanas eur mab bihan eus ar c’haera.

An tort a oa chomet gant ar roue en e balez, hag a oa e vignon brasa. Alïes e komzent eus o beaj da gastell ar jeanted, hag ar roue a c’houlenne digantan pep tro penaos ’oa deut a-benn da lakaat pep tra da zont da vat. An tort a gave pep gwech eun dro bennak, ha ne lavare ket d’ezan, Met c’hoant ar roue da c’houzout ne ree nemet kreski bemdez. Eun deiz ec’h eas da gambr an tort, eur bistolenn gantan en pep doum, hag e lavaras d’ezan :

— Ret eo d’it lavaret d’in dioustu, pe n’eus nemet ar maro evidout !

— Evel-se ’ta e fell d’ec’h ma faea eus a gement am eus grêt evidoc’h ?

— Ah ! ne dalv ket ; lavar d’in dioustu, pe out maro.

— Ma ! ec’h an da lavaret d’ec’h ; met keuz ho pezo goude.

Hag e lavaras d’ezan. Kerkent ha ma komansas da gomz, e komansas ivez da drei en marbr : e dreid da genta, goude e ziouhar, e ziou vorzed. A-benn oa fin d’ezan da gomz, e oa marbr beteg e zargreiz, hag e taole tan dre e c’henou, dre e fri ha dre e zaoulagad. Euzus ’oa da welet !

Setu glac’haret ar roue, o welet petra ’oa c’hoarvezet gant e vignon brasa. Bemdez ec’h ee da welet anezan, ha ne ree nemet gouela o welet ar poaniou en devoa. Ne ouie petra d’ober. Ma lavaras eun deiz :

— Ma ! ret eo d’in mont c’hoaz d’ar c’hoad ; marteze e welin ar C’hamm, hag e lavaro d’in penaos ober.

Mont a ra d’ar c’hoad, anaout a ra ar wezenn-dero war behini e pigne an tort, hag e pign ivez warni. War-dro hanter-noz, ec’h arruas adarre al laeron. Ha pep-hini da lavaret d’ar mestr ar pez en devoa grêt. Ar C’hamm a lavaras d’e dro :

— Roue ar Portugal a zo adarre er c’hoad, paotred !

— Bah ! ro peoc’h d’imp gant da roue ar Portugal : ne rez nemet ober goap ac’hanomp ! a lavaras an holl.

— Pa lavaran d’ec’h, eman er c’hoad ; hag evit sovetaat e vignon an tort, a zo troet eun hanter anezan en marbr, e vo ret d’ezan laza e vabig, diwada anezan evel eur porc’hell bihan, strinka ar gwad war an tort, — ha kerkent e teuio en e stumm kenta.

Ne selaoue den ar C’hamm, nemet ar roue : hennez hen selaoue mat.

Pa darzas an deiz, al laeron a yeas kuit, hag ar roue a ziskennas diwar e wezenn, hag a zistroas d‘ar gêr. Setu ma oa nec’het, hag e lavare d’ezan e-unan, penn-da-benn an hent :

— Laza va bugel, eur mabig ker kaer ! Biken ne rin ze !… Ha koulskoude ar paour kêz den-ze !… Ranna ’ra va c’halon, pa sonjan ennan !

Arruout a ra er gêr ; mont a ra da welet an Tort, Er memez stad ’oa bepred. Nec’hamant en devoa, ha gouela ’ree ; netra ne deue a-benn d’hen frealzi. Ma lavaras eun deiz :

— N’hallan pelloc’h beva evel-se ! Ret eo d’in delivra va mignon kêz an tort.

Kemer a ra eur gontell, hag ec’h a evit laza e vab. Met mankout a ra ar galon d’ezan, hag e teu war a giz. Distrei a ra eur wech all, mouchet e zaoulagad, hag e trouc’h e c’houg d’e vugel paour. Dastum a ra e wad en eur bezel hag e red da deurel anezan war an tort. Kerkent heman a baouez da deurel tan, ar marbr a zo troet en kig, ha setu hen deut adarre d’e stumm kenta. En em strinka a reont an eil en diouvrec’h egile, hag ar roue a lavar :

— Sell, va mignon, evel m’az karan ! Laza va mabig evit da zelivra !

— Ya, va c’harout a rit sur ; met ho mab n’eo ket maro ; eomp d’hen gwelet.

P’ arrujont er c’hambr, e oa ar bugel en e gavell, hag hen sart mat, hag o c’hoarzin eus e dad.

Bras ’voe joa ar roue, e c’hellit kredi !

Neuze e voe grêt festou ha c’hoariou eus ar re gaera, hag abaoue n’em eus ket klevet eus o doare.


Kontet gant Franseza an Ar C’hroseur,
gwreg Bizi, eus a Venac’h ;
miz Genver 1869.


————