Kontadennou ar Bobl e Breiz-Izel/Ar perroked sorser

Eus Wikimammenn
A. le Goaziou, 1939  (p. 119-129)



Ar Perroked Sorser


————

Eur wech e oa, eur wech a vo,
Komansamant an holl gaozo,
N’eus na mar na marteze
En deus tri zroad an trebe.


Eur wech e oa eun intanvez koz ha paour, hag he devoa tri mab. An tri baotr-man ac’h ee bemdez da glask boued, hag o mamm a chome er gêr, da neza tammou neud da werza. M’o devoa kalz a boan o veva o-fevar.

Ma lavaras eun deiz an tri vab d’o mamm :

— Ni, mamm, ma vec’h kontant, a yelo breman da vale bro, pell, pell, ha, pa zistrofomp, ni ’vo pinvidik hag a zigaso d’ec’h kalz a arc’hant.

— Jezuz ! va bugaligou baour, youankik oc’h c’hoaz. Bihanik dreist-holl, hag em eus aon e tigouezfe droug ganec’h.

Bihanik ’oa hano ar yaouankan.

— Bah ! mamm, a lavaras Bihanik, n’ho pet morc’hed ganen-me, me ’n em denno koulz ha hini eus va breudeur, hag evidoun da veza bihan, n’oun ket aounik.

— Ma ! va bugaligou gêz, it neuze en gras Doue. Setu aze peb a c’houec’h real : va holl arc’hant int.

Hag e kimiadjont diouz o mamm, hag ec’h ejont en hent o-zri asamblez, Goude beza baleet epad tri deiz, en em gavjont eun abardaez e-kichen eur c’hastell, e-kreiz eur c’hoad bras. Skei a reont war an nor ; digoret eo d’eze :

— Petra ’c’houlennit ? eme ar porzier.

— Beza repuet evit an noz.

— Allaz ! kouezet fall oc’h, bugaligou baour : aman ’zo o chom tri jeant ha teir jeantez koz ha teir yaouank, hag ar re-ze a zebr kement kristen a zigouez en o c’hastell.

— Jezuz ! eme an daou baotr henan, eomp kuit buan.

— Ma fe ! eme Bihanik, mar deo ret d’imp beza debret, n’eus ket a forz kaer pe gant ar jeanted pe gant ar bleizi.

Ar c’hoad ’oa leun a bep seurt loened gouez hag a bep tu e klevent bleizi o yudal.

Antren a reont. Pa zigouezjont er gegin, e oa eur c’hristen o rosta ouz ar ber. Eur jeantez koz a oa eno hag a lavaras d’eze :

— Ra viot deuet mat, va bugaligou ! Tostaït da domma… An daou henan a souze a-drenv hag a grene gant an aoun ; Bihanik a azezas war ar skabell e korn ar fornigell. Pa voe aozet koan, e voe lavaret d’ar vugale dont ivez ouz taol gant ar jeanted hag ar jeantezed, hag ar jeant bras a zispennas ar c’hristen rostet, hag a roas e damm da bep-hini. Ar jeanted hag ar jeantezed a lonke, hag a lipe o bizied hag o beg ; Bihanik a ree van da zebri ivez, met teurel a ree dindan an daol kement a veze lakaet d’ezan war e blad ; e daou vreur a oa trist meurbed, ha gwenn evel lien an doubier, ha ne zebrent tamm.

— Te, eme ar jeant bras da Vihanik, a gavan a zo eur paotr kalonek, hag a blij d’in. Chom a ri da vevel ganen ?

— Ya a-walc’h.

— Ma ! deus ganen, ma tiskouezin d’it an traou kaer a zo er c’hastell-man… Sell aze, da gentan, eur perroked ha n’eus ket e bar war an douar : hennez a lavar d’in kement a dremen hag a ve grêt ’barz va zi. Sell aman breman eun dremedar [1] hag a ra kant leo bep eur. Eun esterloup [2] am eus c’hoaz, ha pa ve lakaet war lein an ti, e sklerijenn e-kreiz an noz evel an heol da greisteiz. C’hoaz e tiskouezas d’ezan kalz a draou kaer pe gaeroc’h holl.

— Chom ganen da vevel, ha ne vanko netra d’it aman. ’Vit da daou vreur, ai re-ze a vo debret warc’hoaz da zijuni ! Bihanik hag e vreudeur a voe lakaet er memez kambr da gousket. Er gambr dindan e kouske an teir jeantez yaouank, ha m’o c’hlevent gant o c’haoz :

— Eun druez eo laza an tri baotrig-ze, a lavare unan.

— Ya, met gwella da zijuni a refomp gante warc’hoaz ! a lavare eun all.

— Na glevit ket, paotred ? eme Vihanik d’e zaou vreur. Ar re-man ’oa prest da vervel gant an aoun.

Emberr e klevjont ar jeantezed o tiroc’haL Bihanik a savas neuze eur plankenn eus ar solier, a ziskennas e kambr ar jeantezed, hag a drouc’has o gouzoug d’ê o-zeir. Neuze e savas adarre er gambr eus krec’h, hag e lavaras d’e vreudeur :

— En hent breman, paotred ! ha prim, ha goustadik !

Ma stagjont linseliou o gweleou ouz ar prenestr, evit diskenn ; met al Linseliou a oa re verr, hag ar paotr henan, o koueza, a dorras e vorzed. Bihanik hen kargas war e chouk, hag hen kasjont d’an ti kenta a gavjont. Bihanik a lavaras d’an ozac’h :

— Grit mat d’hon breurig paour, en deus torret e vorzed ; ni ’ya hon-daou en eun dro hon eus d’ober, ha pa retornfomp, e rofomp d’ech aour hag arc’hant ar pez a c’houlennfet.

— Grêt vo d’ezan eus hon gwella, eme an ozac’h.

Ha setu Bihanik hag e vreur en hent war-zu Pariz.

An deiz war-lerc’h ar beure, ar jeant bras, souezet o welet ne ziskenne ket ar jeantezed yaouank da zijuni, a bignas d’o c’hambr, o sonjal ’oant manet kousket. Met pa zigoras an nor ha pa welas, en em lakaas da vlejal evel eur c’hole-taro. Ar re all, pa glevjont, a redas ivez d’ar gambr, ha ma voe eno neuze trouz ha garm spontus. Mont a ra ar jeant bras da gavout e berroked :

— Perroked sorser, lavar d’in.
Petra ’zo ’nevez ’barz va zi ?

— Ar yaouanka eus an tri bugel hoc’h eus lojet an noz tremenet, hanvet Bihanik, hennez en deus grêt an taol.

— Pelec’h ’man ?

— Et eo kuit, gant e daou vreur.

— Mar hen tapan !!…

Hag ar jeanted o-zri war e lerc’h. Met war-lerc’h e oant !

Bihanik hag e vreur a armas en Pariz, eun dro bennak ivez, ha raktal ec’h ejont da balez ar roue. Skei a reont war an nor :

— Petra a c’houlennit ? eme ar porzier.

— Labour.

— Labour ? Antreit neuze, daou vevel ’zo a-nevez êt kuit. Ma voe lakaet Bihanik da c’houennat ar jardinou, hag e vreur da faouta koat.

Ar roue, o vale dre ar jardinou, a welas eun deiz Bihanik, ha dre m’hen kavas dihun ha stummet-mat, e chomas eur pennadig da gaozeal gantan. An deiz war-lerc’h, memez tra. Kement e plijas d’ezan, m’hen kemeras da baotr a gambr. Hag e veze neuze bemdez o vale gant ar roue hag e verc’h, Ar roue a gemere plijadur o tivizout gantan, ha ma kontas Bihanik eun deiz ar pez ’oa c’hoarvezet gantan e ti ar jeanted.

— Er c’hastell-ze, avat, aotrou roue, a zo traou kaer ! Eno ’zo eun dremedar hag a ra kant leo bep eur, eun esterloup hag a sklerijenn an noz evel an heol da greisteiz, hag eur perroked hag a lavar d’e vestr holl kement a dremen ’barz ar c’hastell !

Ar brinsez yaouank a selaoue, hag a lavaras d’he zad :

— Me, avat, va zad, a garfe kaout ar perroked-ze !

— Bah ! va merc’hig kêz, penaos ’fell d’it ’ve gallet kaout ar perroked-ze, gant an tri jeant a zo er c’hastell ?

— Marteze, va zad ! Goulennit digant ar pach Bihanik.

— Kredi a ra d’ec’h, pach Bihanik, e ve gallet kaout ac’hane ar perroked-ze ?

— Gwall ziês e ve, aotrou roue, ha koulskoude, evit ober plijadur d’ec’h ha d’ar brinsez, oun kontant da êsa, mar roit d’in ar pez a c’houlennin.

— Ya sur, goulennit ar seurt a garfet, ho pezo, mar be gallet

— Ma ! n’hoc’h eus nemet rei d’in samm eur mul a aour hag a arc’hant, hag ec’h esain an taol.

— Roet ’vo d’ec’h.

An deiz war-lerc’h ar beure e parti Bihanik gant e vul. Mont a ra da genta d’an ti ’lec’h m’en devoa lezet e vreur klanv.

— Penaos a ra va breur ? emezan.

— Mat awalc’h, dre c’hras Doue ; prestik e kerzo hep flac’hiou.

Briata ’ra e vreur, lezel a ra e aour hag e arc’hant gant an ozac’h evit hen trugarekaat eus ar boan en deus bet gantan, kemer a ra bec’h e vul a win-ardant hag a gassis, hag ec’h a adarre en hent. Arruout a ra etal ar c’hastell, hag e sko war an nor :

— Petra ’c’houlennit ? eme ar porzier, dre doull an draf.

— Beza lojet, mar plich.

— Tremenit hoc’h hent. Aman ne ve lojet den ebet, abaoue an taol en deus grêt ar Bihanik.

— Petra ’ta en deus grêt ar Bihanik, an den fall-se ?

— Tremenit hoc’h hent, pa lavaran d’ec’h.

Hag e oa ar porzier o vont da serri an draf :

Selaouit ’ta, paeron, me ’in eus aman a bep seurt evajou mat ; stokomp asamblez ha kaozeomp eun tammig.

Hag e roas d’ezan eur werennad vat a win-ardant, hag eun all, hag eun all : kement ha kement ma evas teir voutailhad gwin-ardant ha teir voutailhad kassis, ha setu hen mezo-mik-dall. Bihanik a antre neuze eas ; mont a ra d’ar marchosi hag e vezv ivez ar baotred-marchosi, hag e tigas gantan an dremedar, rak n’hellas ket kaout ar perroked an dro-ze. Dont a ra kuit buan, ha ne voe ket pell o tigouezout en Pariz, ’lec’h ma voe digemeret mat gant ar roue hag ar brinsez, petra bennak n’oa ket deut gantan ar perroked ; kouls ’oa gante breman an dremedar.

Diouz ar beure, pa savas ar jeant bras, ec’h eas evel bemdez da welet e berroked :

Perroked sorser, lavar d’in
Petra ’zo ’nevez ’barz va zi ?

— Bihanik a zo bet aman an noz tremenet, hag en deus laeret an dremedar.

Hag ar jeant d’ar marchosi, en eur vallozi ken a grene ar c’hastell gantan. Pa welas ar baotred-marchosi kousket, e tennas e gontell vras, hag e trouc’has o gouzoug d’eze holl. Ha da redek neuze war-lerc’h Bihanik. Met diwezat ’oa !

Eiz deiz goude, e lavaras ar brinsez d’he zad :

— Ma c’hallfemp kaout esterloup kastell ar jeanted, avat, va zad ! An noz, pa vefe tenval, e vefe lakaet war an dourell uhela hag e c’hallfemp baie dre ar jardinou, evel e-kreiz an deiz !

— Penaos ’fell d’it, va merc’hig kêz, e teufemp a-benn da gaout an dra burzudus-se ?

— Lavarit da Vihanik mont d’hen kerc’hat d’imp, va zad ; p’en deus digaset an dremedar, marteze e c’hallo digas ivez an esterloup ?

Kement e talc’has, ma lavaras ar roue d’e bach, pa oant o vale ’barz ar jardinou, goude koan :

— Va fach Bihanik, mar gallfec’h digas d’imp esterloup kastell ar jeanted, avat, e rafec’h kalz a blijadur d’am merc’h, ha d’in-me ivez.

— Allaz ! aotrou roue, ma ouifac’h diêsat da dra a c’houlennit aze ! Met n’eus forz, evit ober plijadur d’ec’h ha d’ho merc’h, aotrou roue, n’eus netra na rafen ; roet d’in samm daou vul a aour hag a arc’hant, hag e partiin warc’hoaz ar beure.

Roet eo d’ezan ar pez a c’houlenn, hag an deiz war-lerc’h ar beure, setu hen adarre en hent. Tremen a ra, evel an dro all, dre an ti ’lec’h ma oa e vreur, hag e lez eno adarre an aour hag an arc’hant. Prena ’ra neuze eur sac’had holen, hen samma ’ra war e vul, hag e kemeront hent ar c’hastell. Arruout a reont eun tamm goude kuz-heol, hag en em guzont ’barz ar c’hoad, da c’hortoz ma vije deuet an noz tenval, rak n’oa ket a loar. Pa gavas ’oa deuet an amzer vat, e pignas Bihanik war eur wezenn-dero vras a oa ouz pignon ar c’hastell ; ac’hane ec’h eas war an dôenn, e savas bete lein an ti, ha setu hen war ar siminal. Neuze, gant eur gordenn stag eur penn anezi ouz ar sac’h holen a oa chomet d’an traon, hag ar penn all endro d’e gorf, e chachas d’ezan an holen. Ar pod-houarn bras a oa war an tan ’barz ar gegin, hag e tiskargas Bihanik ar sac’had holen ebarz.

Emberr, pa voe digouezet an amzer da drempa ar soup, e teuas unan eus ai sorserezed koz da danva ar soubenn.

— Re sall eo ! emezi.

Ma tanvaas an eil :

— Kalz re sall !

Hag an deirvet :

— Kalz, kalz re sall ! Ne vo ket kontant hon friejou ; ret eo ober soubenn all, ha prim, prim !

— Met n’eus ket a zour en ti.

— Eomp hon-zeir da gerc’hat.

Ma voe lakaet an esterloup war an dourell uhela, hag a-greiz ma oa ar muia tenval, setu ma teuas da veza sklêr evel da greisteiz. An teir jeantez a lakaas peb a varrikenn didal war o fenn, hag a redas ’trezeg ar feunteun a oa ’barz ar c’hoad. Bihanik a bignas neuze eas war an dourell — rak ar skeul ’oa chomet outi, — hag a bakas an esterloup en e c’hodell, ha kuit ! Kerkent e teuas eun denvalijenn eus ar vrasa. An teir jeantez, a oa o tistrei gant o barrikennou leun a zour, ne welent ken banne, hag e stokent ouz ar gwez, hag e ruilhent, o toui hag o vallozi.

Pa zigouezjont er gêr, eun dro bennak, ha droug enne :

— Piou en deus klenket an esterloup ? a lavarjont d’ar jeanted.

— Den ebet, a lavaras ar re-man.

— Me ’c’h a da c’houlenn digant va ferroked, eme ar jeant bras :

Perroked sorser, lavar d’in
Petra ’zo ’nevez ’barz va zi ?

— Bihanik adarre en deus laeret an esterloup ! a lavaras ar perroked.

Hag ar jeanted, pa glevjont, da vallozi ha da yudal, ha da c’hoantaat mont war-lerc’h al laer ; met ’vel ne welent takenn, n’halljont biken mont er-mêz ar c’hoad, ha ne reent nemet steki ouz ar gwez ha ruilhal.

Pa zigouezas Bihanik gant an esterloup, e voe eur joa vras outan, ha ma voe grêt eur fest kaer, ha goude e voe dansou ’barz ar jardinou epad an noz, rak an esterloup a voe lakaet war an dourell uhela ar palez, hag a sklerijenne eul leo tro-dro, evel an heol da greisteiz. Bep noz e vije lakaet an esterloup war an dourell uhela, hag a bep bro eus ar bed e teue rouane ha prinsed d’hen gwelet, ha da c’houlenn ar brinsez da zimezi.

— Ma ! va zad, a lavaras ar brinsez eur pennad goude, mar gallfec’h kaout breman perroked ar jeanted, ho pefe kaera tri burzud a zo war an douar ! Bihanik, p’en deus digaset d’ec’h an dremedar hag an esterloup, a zeuio a-benn da gaout ivez ar perroked sorser.

— Ze ’zo gwir a-walc’h, va merc’hig kêz. Met petra ’rofomp ivez da Vihanik evit an holl boan en deus bet ganimp ? Hen kemer a rafes awalc’h da bried ?

— Ya, va zad, ma tigas d’imp ar perroked sorser.

Ha, ’vit trouc’ha berr, setu kaset adarre Bihanik da gerc’hat ar perroked sorser, ha lavaret d’ezan en devo ar brinsez da bried ma teu a-benn eus e daol. Partia ’ra adarre gant eur mul sammet a aour hag a arc’hant ; lezel a ra, evel an droiou all, an aour hag an arc’hant en ti ’lec’h ma oa e vreur, a oa yac’h mat breman, hag ec’h a etrezeg ar c’hastell. Met morc’hedus bras ’oa an dro-man.

— Penaos ’n em gemer ? emezan. Aoun bras ’m eus na retornfen ket an dro-man. Met ivez kaout ar brinsez da bried ! En gras Doue, goude holl !

Arruout a ra ’barz ar c’hoad a oa e-tal ar c’hastell. Gwelet a ra eno eur paotrig o vêsa denved, hag e lavar d’ezan :

— Kerz da gerc’hat d’in eun tammig tan d’ar c’hastell-ze, va faotrig, evit tana va c’horn-butun, ha me ’roio d’it eur pez daou skoed.

Ar paotr a gemer ar pez daou skoed, hag a red d’ar c’hastell. E keit-se, Bihanik a dap unan eus an denved, hag hen kas pelloc’h, etouez ar raden hag ar strouez. Eno e kign an danvad, ha pa voe digouezet an abardaez, en em vesk gant an denved all, hag ec’h antre gante ’barz ar c’hastell, hep ma ouias netra nag ar mesaer nag ar porzier.

Ar jeant bras a ya da gavout e berroked, a-raok mont da gousket, — breman ec’h ee diou wech bemdez, diouz ar beure, hag a-raok mont da gousket da noz, — hag e lavar d’ezan :

Perroked sorser, lavar d’in
Petra ’zo ’nevez ’barz va zi ?

— Eman Bihanik adarre ’barz ar c’hastell ! a lavar ar perroked.

— Pelec’h ’man ’ta ?

— En kraou an denved, kuzet dindan kroc’hen eun danvad en deus kignet.

Hag ar jeant da redek da graou an denved, ha da glask, ha d’o zastonat. N’hen kav ket, hag e tistro da gavout ar perroked.

— N’hen kavan ket en kraou an denved.

— Pa lavaran d’ec’h, eman eno ; klaskit c’hoaz, ha diwallit mat !

Hag e retorn adarre ar jeant d’ar c’hraou, hag e taston an holl denved, an eil goude egile. Lakaat a ra e zorn war unan, hag e chom e groc’hen en e zorn :

— Hola ! emezan, krog oun ennan !…

— Allaz ! Bihanik kêz, tapet out an dro-man ! a lavar ivez Bihanik outan e-unan.

Hag e tigas ar jeant anezan d’ar gegin, dre e vleo, hag e lavar :

— Setu aman al laer ! An dro-man eo grêt outan ! Penaos hen debrfomp ?

— En rost, eme ar re all.

— Ya, en rost, ha raktal !

Ma voe ereet gant eur gordenn, ha diwisket en noaz ha taolet eno en eur c’horn eus ar gegin, da c’hortoz lakaat anezan ouz ar ber. Ar jeantez koz a oa oc’h aoza koan a oa chomet he-unan, hag e oa o trailha skilhou d’ober tan.

— Hag a boan a gemerit ganen-me, mamm-goz ! a lavaras Bihanik d’ezi. Mar karit va dieren eun tammig, me a zrailho skilhou d’ec’h ?

Setu ma ’z eo diereet gant ar jeantez koz. Kerkent e krog er vouc’hal hag e tiskarg eun taol ker pounner war he fenn, ma chom sac’het ar vouc’hal ebarz, hag e kouez d’an douar evel eun ejen badaouet. Neuze e red d’ar perroked, hen paka ’ra en eur sac’h, ha kuit gantan !

Pa deu ar jeant bras d’ar gegin da c’houlenn doare ar rost, pa wel e wreg lazet hag e berroked laeret, en em laka da yudal, ken a grene ar c’hastell gantan. Ar re all a ziredas, pa glevjont, hag e voe eno neuze eun trouz spontus !

Pa zigouezas Bihanik e Pariz gant ar perroked sorser, e voe ker kontant ar roue, ma pokas d’ezan, hag ar brinsez ivez, hag e lavaras :

— Te, Bihanik, na teus ket da bar war an douar. A-vreman da sellan evel ma mab-kaer, ha, pa gari, e vo grêt an eured. Ha koulskoude, a-raok, em befe c’hoant da welet marv an tri jeant hag an diou jeantez a chome c’hoaz, rak keit ha ma vefont beo, ne vin ket en peoc’h, hag am bo bepred aoun na deufent da ’n em venji.

— Ma na c’houlennit ken nemet se, aotrou roue, e vo grêt prim ho c’hoant. Grit ober d’in eur c’harrons en houarn holl, ha krenva ma vo gallet. An nor a dleo serri he-unan, pa yelo unan bennak ’barz ar c’harrons, ha hep ma vo gallet he digeri. Roit d’in c’hoaz c’houec’h a gezeg eus ho re wella, ha va lezit d’ober neuze.

Pa voe grêt ar c’harrons evel m’en doa lavaret. Bihanik a bartias gantan. Arru ’barz ar c’hoad, e-kichen ar c’hastell, e tigor dor ar c’harrons, hag e pign war eur wezenn-dero a-us, da c’hortoz.

Emberr, pa voe debret lein er c’hastell, e teuas an tri jeant hag an diou jeantez da vale er c’hoad.

— Sell kaera da garrons a zo du-hont ! a lavaras ar c’henta hen gwelas.

— Tostaomp da sellet… Daoust da biou eo ?

— Digor eo an nor !

— Kaera ma eo an diabarz !

— Eomp ebarz !

Setu i o-femp barz ar c’harrons. Bihanik a ziskenn kerkent diwar e wezenn-dero ha da foueta kezeg ! hag en hent ’trezek Pariz. Spontus ’oa klevet ar c’hri hag ar garni hag ar malloziou a oa ’barz ar c’harrons ; met kaer o devoa ober, n’hallent ket dont er-mêz.

Pa zigouezjont e palez ar roue, e voe grêt e kreiz ar porz eun tantad bras, ha lakaet ar c’harrons houarn en e greiz. Daouzek karrad keuneud a voe dêvet en-dro d’ezan.

Eno e voe klevet neuze eun trouz euzus, ha ’vel na dle ket beza euzusoc’h en ifern !

Bihanik a voe dimezet da verc’h ar roue, ha gounezet a-walc’h en doa anezi, me ’gred !

E vamm hag e zaou vreur a voe ivez eus an eured, hag e vevjont holl evurus asamblez.

Ar festou, an dansou hag ar c’hoariou a badas pemzek deiz, ha me ’gred penaos n’oa eno na yod-kerc’h, na patatez, evel am be-me bemdez evit holl friko !


Kontet gant Barba Tassel,
Plouaret ; miz kerdu 1868.


————
  1. Dremedar, dromadaire.
  2. Esterloup, escarboucle.