Kontadennou ar Bobl e Breiz-Izel/Merc’h Markiz Koadleger, pe Fanch Krenv, Yann Kofek, Youen ar Reder ha Job al Lagadek

Eus Wikimammenn
A. le Goaziou, 1939  (p. 133-146)



Merc’h markiz Koadleger,
pe Fanch Krenv, Yann Kofek, Youen
ar Reder ha Job al Lagadek


————

Kement-man ’oa d’an amzer
Ma o devoa dent ar yer.


Eur wech e oa eur markiz o chom e maner Koadleger, hag a oa manet intanv gant teir verc’h. Eur mab en devoa bet ivez, met marvet ’oa d’an oad a driouec’h vloaz.

Ma savas brezel a-greiz holl, hag e renkas mont d’an arme, rak, siouaz ! e garg hen goulenne… Pa voe fin d’ar brezel-ze, e tistroas d’ar gêr. Pa voe digouezet e bourk Louargat, ec’h antreas en eun ostaleri, hag e c’houlennas penaos ’oa ar bed en Koadleger.

— Nikun n’hen goar, eme an ostizez, rak an teir verc’h yaouank a zo eno ne zigemeront den, abaoue ma ’z eo êt o zad d’ar brezel, ha ne glever gwech ebet komz aneze.

Ar markiz koz a bignas neuze war e varc’h, hag a gemeras hent maner Koadleger. P’arruas, ’oa serret an noz hag e oas war an nor.

— Piou ’zo aze ? a voe goulennet eus eur prenestr.

— Eun tremeniad kêz, kollet gantan e hent ; m’ ho pefe ar vadelez d’hen repui evit an noz ?

— Aman, va den paour, ne ve lojet den ebet.

— En hano Doue, digorit d’in ; me ’roio kelou d’ec’h eus ho tad.

— Antreit neuze.

Hag e voe digoret d’ezan. Kastizet ha koseet e oa, ha n’anaveze ket e verc’hed anezan, ha koulskoude e sellent, hag o c’halon a domme outan. Met ar markiz koz n’hallas ket en em viret pelloc’h, hag e lavaras :

— Me eo ho tad !

Ha kerkent, setu int d’en em vriata ha da ouela gant ar joa.

Met, allaz ! a-boan e oant bet tri miz asamblez, ma tigouezas lizer digant ar roue da lavaret d’ar markiz koz distrei raktal d’an arme, e oa diskleriet ar brezel a-nevez. Ha setu int glac’haret holl, a-greiz ma oant en o joa vrasa.

— Ma vije beo c’hoaz va mab, eme an tad paour, e vije êt d’ar brezel em lec’h, hag e vijen chomet er gêr ganec’h, va bugale gêz !

Ha ne reant bemdez nemet gouela.

— Me, va zad, a lavaras eun deiz ar verc’h henan, a yelo d’ar brezel en ho lec’h.

— Petra ’lârez, va merc’h paour ? Se n’hall ket beza.

— Eo, eo, va zad ! Deskit d’in eun tammig c’hoari an armou, me ’lavaro e vezin ho mab, ha p’am bezo gwisket ho tilhad brezel, den ebet n’ouezo ’vin eur plac’h.

Kement e talc’h war he zad, m’he lez da vont. Mont kuit a ra eur beure war eur marc’h kaer, ha hi henvel mat ouz eur brezeller. Met he zad a ya en he raok, a-dreuz ar parkou hag en em guz dindan ar pont war stêr al Leger, dre belec’h e renke tremen. Kerkent ha m’he c’hlevas o tont war ar pont, e laoskas eun tenn fuzul hag e krias : « Qui vive ? ». Ma voe spontet ar plac’h ; ha hi o trei brid he marc’h, ha d’ar gêr buan. He zad a redas ivez a-dreuz ar parkou hag a arruas en he raok.

— N’out ket êt pell, va merc’h paour ! a lavaras d’ezi, p’he gwelas o tont.

— Oh ! va zad, pa oan o vont da dremen pont al Leger, e oa eno eur bagad soudarded, a zo en em lakaet da denna warnoun, hag evel m’oan va-unan, ez oun diredet d’ar gêr. Dre c’hras Doue, n’em eus bet droug ebet.

— Mat a-walc’h ’teus grêt, va merc’h, Kerz buan da gemer da zilhad plac’h.

An eil verc’h a c’houlenn mont kuit an deiz war-lerc’h. Kaer en devoe he zad lavaret d’ezi e c’hoarvezje ganti evel gant he c’hoar hena hag e tistroje emberr :

— Ah ! ne dalv ket, emezi, ret ’vo d’in mont ; me n’oun ket ken aounik-ze. Gwelet a refet !

Setu ma wisk eta an dilhad soudard dilezet gant he c’hoar hag e pign war varc’h, ha kuit. He zad a ya adarre d’ar red a-dreuz ar parkou hag en em guz dindan ar pont. Pa glev treid ar marc’h o tont warnan, e tifluk en eun taol, hag e tiskarg e fuzul, en eur lavaret :

— Ar yalc’h pe ar vuhez !

Hag ar plac’h d’ar gêr, d’an daoulamm, evel eben. He zad a oa arru en he raok, hag a lavaras, p’he gwelas :

— Setu te distro ’ta, va merc’h ? Lavaret mat em oa d’it.

— Oh ! va zad paour, eur bagad laeron a oa dindan pont al Leger hag o deus tennet warnoun gant o fuzuliou ! N’hoc’h eus ket klevet an drouz ? Darbet eo bet d’in beza lazet.

— Ma ! kerz d’en em ziwiska. Warc’hoaz ar beure ’vo ret d’in mont va-unan ; aoun em eus c’hoaz da veza re ziwezat.

An deiz war-lerc’h ar beure, ar verc’h vihana a c’houlenn mont ivez d’he zro.

— Te ivez, va bugelig paour ? Sell a zo c’hoarvezet gant da ziou c’hoar…

Met kaer en devoe he zad lavaret evit he distrei, ret e voe d’ezan he lezel da vont kuit. Mont a ra adarre da guza dindan ar pont, ha, p’oa e verc’h o tremen, e tiskargas e fuzul, en eur lavaret :

— Ar yalc’h pe ar vuhez !

Met houman ne spontas ket hag, e-lec’h distrei ; d’ar gêr, en em lakaas da zorna he marc’h gant eur wialenn a oa ganti, ha kuit d’an daoulamm-ruz.

— Hola ! eme he zad, houman a yelo pell !

Hag e tistroas laouen d’ar gêr.

Pa voe arru ar plac’hig yaouank eur pennad en tu all d’ar pont, e lakaas he marc’h d’e gammed, hag e tigouezas ganti eur wrac’hig koz, daoubleget war he baz.

— Demat d’it, emezi, merc’h vihan markiz Koadleger !

— Ha d’ec’h ivez, mammig koz.

— Bez’ az pefe ar vadelez d’am sikour da dremen an dour ?

— Ya sur, mamm-goz.

Hag e tiskennas, evit he sikour da bignat war he marc’h, hag e tremenjont eur waz-dour a oa eno. Digouezet en tu all, e tiskennas ar wrac’h hag a lavaras :

— Va bennoz d’it, merc’h vihan markiz Koadleger, ha, m’az pefe biken ezomm a sikour, evel az pezo, goulenn Gwrac’h-koz an Inkonu, ha kerkent en em gavin.

— Trugarez, mammig koz.

Hag ar wrac’h a yeas kuit, ha hi a zalc’has gant he hent.

Eun tammig pelloc’h, o tremen dre eur c’hoad, e welas eur paotr o keuneuta.

— Petra ’rez aze, va faotr ? a lavaras d’ezan.

— Klask keuneud d’am mamm a zo er gêr.

— Pe hano a teus ?

— Fanch Krenv.

— Kontant out da zont ganen ?

— Pelec’h ?

— D’an arme.

— Petra eo ze ?

— D’ar brezel.

— Ah ! ya, d en em ganna, ne c’houlennan ket well ; met va mamm he deus ezomm ac’hanoun.

— Sell aze evit da vamm.

Rei a ra d’ezan peziou aour.

— Petra ’raio va mamm gant ar boutonou melen-man ?

— Pelec’h eman da vamm ?

— Du-hont, ’barz al lochenn.

Mont a ra gantan beteg e vamm.

— Demat d’ec’h, mamm-goz.

— Ha d’ec’h ivez, aotrou.

Kontant ’vefec’h e teufe ho mab ganen ?

— Jezuz ! aotrou kêz, ha penaos ’rin-me neuze evit beva, koz ha dinerz evel ma ’z oun ?

— Setu aman peadra da veva, keit ma vezo ho mab ganen.

Hag e roas d’ezi eun dornad aour.

— Trugarez ! ha bennoz Doue d’ec’h, va aotrou mat !… Bezit fur ha sentit oc’h an aotrou, va mab Fanch.

— Ober a rin, mamm. Kenavo, mamm !

— Doue d’ho pennigo, va mab !

Hag ez ejont kuit o-daou asamblez.

Emberr e weljont eun den o redek war-lerc’h eur c’had, ha stag eur mean-milin ouz pep troad d’ezan.

— Sellit, sellit, aotrou ! eme Fanch.

— Petra ’rit-c’houi, va den mat ?

— Esaat tapout ar c’had-hont a welit chomet war va lerc’h.

— Hag e stagit mein-milin ouz ho treid ?

— Ya sur, aotrou, rak ker buan oun, ma ran eul leo pep kammed, ha bep tro e tremenan dreist ar c’had.

— Pe hano hoc’h eus ?

— Youen ar Reder.

— Ma ! ha kontant ’vefec’h da zont da vale bro ganen ?… Me ho paeo mat.

— Ya, aotrou ; ne c’houlennan ket well.

Setu int tri.

Eun tamm pelloc’h, e weljont unan hag eur c’hof bras-bras d’ezan, kement ha teir barrikenn ! Lakaet en devoa e gof war eur c’hleuz, hag e c’houeze, e c’houeze etrezeg ar meneziou.

— Petra ’rit-c’houi aze evel-se, va den mat ? a lavaras d’ezan hon marc’heg yaouank.

— C’houeza evit ober trei ar milinou-avel.

— Pelec’h eman ar milinou-ze ?

— N’o gwelit ket du-hont, war ar menez, teir leo ac’han ?

— Hag oc’h paeet pegement bemdez ?

— Pemp kwenneg bemdez, ha va boued.

— Pe hano hoc’h eus ?

— Yann Kofek.

— Ma ! deuit ganen, ha me ho paeo kalz muioc’h.

— Kontant oun, ne c’houlennan ket well, rak skuiz a-walc’h oun oc’h ober ar vicher-man.

Ha setu int pevar.

Pelloc’h c’hoaz e weljont unan o viza gant eur wareg, met ne welent loen ebet.

— Petra a vizit evel-se, va den mat ?

— Eur gudon a welan du-hont war vrank eur wezenn, teir leo ac’han.

— Eun tenner mat e tleit beza neuze ?

— Ya sur, aotrou.

— Pe hano hoc’h eus ?

— Job al Lagadek.

— Kontant ’vefec’h da zont ganemp da vale bro ?… Me ho paeo mat.

— Ya sur, aotrou.

Ha setu int pemp.

— Setu d’in breman pevar mevel mat, a lavare houman, hag eun dra bennak a rin gante.

Digouezout a reont ivez en Pariz, hag ez eont da loja en eun ostaleri vat. Koania ’reont o-femp asamblez. Naoun o devoa, ha Fanch Krenv dreist ar re all. Pa veze servijet eur plad bennak war an daol, e lampe warnan raktal, hag e lonke ar boued hag a-wechou ar plad ivez. Ma oa souezet ar re all, ha drouk-kontant, o welet ne chome netra gante. E vestr, pa welas, a lavaras d’an ostiz :

— Grit soup d’an den-man en eur varrikenn didalet, ha digaset d’ezan eur varrikenn jistr.

Pa glevas Fanch, ez eas da bokat d’e vestr, ha da frota e gein d’ezan, en eur lavaret :

— Ah ! va mestrig kêz, c’houi, ’vat, ’zo eur mestr mat ! Me ’raio holl vel ma lavarfet d’in ; me ’zo krenv, gwelet a refet !

An deiz war-lerc’h ar beure, ar mestr a lavaras d’e bevar mevel :

— Ez an da welet ar roue en e balez ; c’houi ’chomo ama, ken am bezo ezomm ac’hanoc’h, ha va gourc’hemennou a roïn evit na vanko netra d’ec’h.

Ha d’an ostiz e lavaras ivez :

— Ez an breman en eun dro ha n’ouzon ket mat pegeit a vin ; va mevelien a lezan aman, hag ho pedan da soursial oute ha da rei d’eze holl kement a c’houlennfont. Unan aneze, Fanch Krenv, a zo eun tammig rust ha gouez ; met n’ho pet ket aoun dirazan, rak n’eo ket drouk evit se. Me ho paeo ar pez a c’houlennfet, ha setu aman daou-c’hant skoed arrez.

Mont a reas neuze da balez ar roue. Digemeret mat eo.

— Sellit ’ta, eme ar roue, va mignon koz, markiz Koadleger, en deus digaset e vab d’in, pa na c’hell ket dont e-unan ! Evurusamant eo grêt ar peoc’h… Met n’eus forz, pa ’z out deut, e chomi ganen ; me en em garg ac’hanout, hag a skrivo d’az tad.

Ma voe roet da bach d’ar rouanez, dre ma oa koant hag en devoa feson vat.

Ar roue a yeas eur pennadig goude-ze da welet eur roue all a oa mignon d’ezan, hag e keit-se, e lezas ar rouanez da ren ar rouantelez. Houman a blije kaer he fach d’ezi, ha bemdez e vezent o vale asamblez dre ar palez hag ar jardinou ; c’hoari ha c’hoarzin a ree gantan, ober serriou-lagad, lavaret komzou tener. Ar pach ne ree van ebet ; ober a ree memez eun tamm e baotr diwezat, met nec’het Bras ’oa koulskoude. Ar rouanez, o welet kement-se, a yee droug enni hag a damalle he fach hag a lavare d’ezan :

— Genaouek ! ne vi biken mat da netra ’ta ?…

Digouezout a reas ivez ar roue er gêr. Goulenn a eure kelou digant ar rouanez eus he fach :

— Roït peoc’h d’in gant ar genaouek, ar mic’hiek-ze, emezi ; kredi a rafac’h en deus c’hoantaet pokat d’in !

— Hen c’hoantaet pokat d’ec’h !

— Ya sur, an den divergont ! ha gant-se ez eo leun a c’houez ; ma ouifac’h petra en deus lavaret c’hoaz ?

— Petra ’ta ?

— Petra ?… Lavaret en deus beza den da c’hallout trec’hi e-unan ar roue Kezar, da zigas d’ec’h e gurunenn hag eun dant eus e benn !

— Hola ! hola ! ret eo lavaret d’ezan dont da gomz ganen dioustu.

Lavaret eo d’ar pach dont.

— Penaos, pach, eme ar roue, hag ez oc’h bet divergont a-walc’h evit c’hoantaat pokat d’ar rouanez ?

— Penaos e c’hellit kredi eun dra eveLse, va roue ?… An hini en deus lavaret ze a oar a-walc’h n’eo ket gwir. N’hen selaouit ket, aotrou roue, rak gaou a lavar.

— C’hoaz a zo : lavaret hoc’h eus beza den da drec’hi hoc’h-unan ar roue Kezar, ha da zigas d’in e gurunenn hag eun dant eus e benn ?

— Penaos Doue, aotrou roue, eun denig striz eveldoun en defe gallet lavaret eun dra evel-se, nemet kollet e vefe e skiant-vat gantan ?

— Eo ! lavaret hoc’h eus, ha ret e vo d’ec’h ober ar pez hoc’h eus lavaret, pe n’eus nemet ar maro evidoc’h !

Dont a ra neuze d’an ostaleri da gavout e dud, hag e lavar d’eze :

— Setu labour, paotred !

— Petra eo, mestr ? eme Fanch Krenv ; me ne c’houlennan nemet labour.

— Ma ! Fanch, kontantet e vi neuze. Kerz da genta da c’hovel ar marichal, ha lavar d’ezan ober d’it eur vaz houarn a vo pemp kant livr enni.

— Ma ! eme Fanch, mont a ran raktal.

Pa voe grêt ar vaz, e krog Fanch enni, hag e lavar :

— Bah ! bah ! grit d’in eur vaz vat, an dra-man n’eo nemet eur blouzenn ; gwelet a rit ?

Hag he zorr war e c’hlin. Ma voe klasket neuze an holl houarn a oa en kêr, ha grêt d’ezan eur vaz all hag a boueze tremen mil livr.

— Breman c’hoaz ! emezan ; gant houman e rin eun dra bennak.

En em lakaat a reont neuze o-femp en hent. Goude beza baleet pell, pell, e tigouezjont ivez dirak palez ar roue Kezar. Ar palez-man ’oa ken kaer ha ken uhel ha ken krenv ar mogeriou, ma chomjont da sellet outan, ha n’ouient petra d’ober.

— Eomp bepred da dremen an noz en eun ostaleri, a lavaras ar mestr, hag e sonjfomp penaos en em gemer.

Goude koan, ar re all a ya da gousket, hag ar pach pe merc’h markiz Koadleger, mar deo gwelloc’h ganec’h, a chom da ziviz ha da eva gant an ostiz. Hag e lavar d’ezan :

— Me ’m eus pevar mevel ha n’eus ket o far war ar bed ; gante, hepken, me ’c’hallfe trec’hi ar roue Kezar, lemel digantan e gurunenn, ha tenna d’ezan eun dant eus e benn.

— Ha gwir ?

— Ya, gwir a-walc’h ; met na livirit ket ze da zen ebet.

— Nann, nann !

An ostiz, kerkent ha ma voe êt egile da gousket, a redas da balez ar roue hag a lavaras d’ezan :

— Va roue ! va roue ! ma ouifac’h !…

— Petra ’ta ?

— Me ’m eus lojet eun den, gant e bevar mevel, hag a lavar ez int gouest o-fevar da drec’hi war hoc’h armeou, da lemel diganec’h ho kurunenn ha da denna d’ec’h eun dant eus ho penn.

— An den-ze a renk beza mezo, pe kollet gantan e skiant-vat. Met me ’ya da skriva d’ec’h eul lizer da lavaret d’ezan dont da gomz ganen.

Digas a ra an ostiz al lizer d’ar pach. Hen lenn a ra heman, hag e lavar :

— It da lavaret d’ar roue Kezar, m’en deus c’hoant da gomz ganen, dont d’am c’havout ; evidoun-me ne flachin ket.

Mont a ra an ostiz da gas e respont d’ar roue Kezar.

— Peseurt den eo hennez ’ta ? a lavar Kezar souezet ; ret eo d’in mont d’hen gwelet.

Dont a ra.

— Petra, emezan, c’houi, va den mat, hoc’h eus lavaret gallout trec’hi va armeou gant ho pevar mevel, ha lemel diganen va c’hurunenn, ha tenna eun dant eus va fenn ?

— Ya sur, lavaret em eus hen ober, ha bepred hen lavaran.

— Ma ! deuit ganen da leina ho-pemp warc’hoaz, ha neuze e welfomp.

— Gant plijadur, aotrou roue ; met unan eus va faotred n’eo ket fur a-walc’h, hag em eus aoun e rafe eun dra bennak da zisplijout d’ec’h.

— Deuit bepred, ha deuit ho-pemp.

— Trugarez, aotrou roue ! Mont a refomp, p’ hoc’h eus c’hoant.

Pa voe êt ar roue kuit, e teuas da gavout e dud, hag e lavaras d’eze :

— Pedet omp, paotred, da vont da leina warc’hoaz gant ar roue Kezar, en e balez, hag ec’h efomp. Te, Fanch Krenv, a vo ret d’it beza eno divergont, divez, hag ober vila ma c’halli.

— Ma ! va mestr, eme Fanch, va lest da ober.

An deiz war-lerc’h, ez eont o-femp d’ar palez, war-dro kreisteiz. Pedet e oa ar brinsed ha pennou an arme, ma oa eur fest kaer. A-boan ’oa d’eze beza azezet ouz taol, ma kemer Fanch al loa-bod, hag en em laka da stlepel soup a-gleiz, a-zehou, a bep tu, en eur lavaret :

— Petra, evit eul logodenn va c’hemer ar roue-man, rei d’in ken nebeud a soup !… Me n’oun ket deuet aman da vervel gant an naoun ; digasit d’in soup en eur varrikenn didal !

Setu savet an holl ouz taol, labezet a soup hag a druzoni ; ha kri, ha trouz.

— Dastumit prim al loen-ze ’barz ar prizon ! a lavaras ar roue.

Ha kerkent eur bagad soudarded en em daolas warnan. Met Fanch a dapas e vaz, en devoa lezet e toull an nor, hag o stlejas hag o drailhas holl. Diskenn a reas neuze er porz a oa leun a soudarded, ha da c’hoari gant e vaz.

— Tennit warnan gant ar c’hanoliou ! eme ar roue.

Met Fanch a dape ar bolodou diwar nij, hag a lavare :

— Petra ? Piz, bili, mat d’ar vugale da c’hoari poullig !

Ma renkas ar roue goulenn gras, evit na vije ket drailhet e holl soudarded.

— Hola ! eme ar roue, setu aman, avat, eun den !

— Ya sur, aotrou roue ; met tri all am eus c’hoaz hag a zo kouls hag hen ; setu aman eur reder avat, ha n’hoc’h eus hini da c’hoari gantan en ho rouantelez a-bez.

— Ma ! lakaomp klaoustre.

— Ya, a-walc’h ; petra a lakafomp ?

Va zenzor, mar kollan, enep da vuhez, ha hini da baotred, mar kollez.

— Kontant oun ; lavaret eo !

Ma voe lakaet an deiz war-lerc’h evit ar redadeg.

— Da dro eo, Youen ar Reder, ha diwall da goll, pe e kollfomp holl hon buhez.

— Bezit hep morc’hed, va mestr.

An deiz war-lerc’h, d’an eur lavaret, en em gav an daou reder er par. Roet e voe d’eze peb a bod-pri, hag e tleent mont da garga o fodou d’eur feunteun a oa dek leo ac’hane, ha distrei gante leun a zour. Ar roue a skoas tri daol en e zorn kleiz, ha setu int êt kuit.

War o hent e oa eur chapel hag e oa merket war he mogeriou holl geloiou ar rouantelez. Youen en devoa amzer, hag a chom eno da lenn. Ma krog neuze ar c’hoant kousket ennan, hag e kouez d’an douar, harp e benn war benn eur marc’h maro ’oa eno. Reder ar roue a oa bet beteg ar feunteun ha dija e oa o tistrei, gantan war e benn e bod leun a zour. Job al Lagadek, an tenner mat, a welas neuze ’oa manet kousket Youen ar Reder. Tapout a ra prim e wareg, ha gant eur bir e skarz ar penn marc’h a oa dindan e benn. Heman a zihun neuze, a grog en e bod, hag e teir pe beder gammed e voe e-kichen ar feunteun. Karga ’ra e bod a zour, hag e tistro, hag ec’h arru da genta er par. Poent ’oa d’ezan, rak egile n’en devoa ken nemet daou gammed da ober !

— Va malloz ! eme ar roue Kezar, holl a ran !

Ha ma renkas rei e denzor.

E-pad eiz deiz, e oa bet eiz kemener oc’h ober sïer da lakaat an aour hag an arc’hant. Pa voent kaset holl war eul lestr, e tistrojont dre vor. Digouezet ’oant dija pell, pa weljont o devoa ankounac’haet kurunenn ar roue Kezar hag e zant. Ma voe ret d’eze dont war o giz. Fanch Krenv a voe kaset da gerc’hat ar gurunenn hag an dant. Antren a ra ’barz ar palez, hep ma krede den hen harz ; an holl a sponte oc’h hen gwelet. Mont a ra beteg ar gambr ’lec’h m’oa ar roue, hag hen trist mat. Gant eun taol dorn e ra lampat eun dant eus e c’henou ; neuze e tap ar gurunenn a oa war e benn, ha kuit !

Setu kri forz, ha trouz ha glac’har er palez. Kaset eo eur strollad a dregont lestr war o lestr. P’o gweljont o tont, an avel gante :

— Alo ! paotr e gof bras, labour brema !

— Ya, ya, mestr.

Ha Yann Kofek da c’houeza, da c’houeza, ha diskar ha beuzi holl listri Kezar.

Arruout a rejont neuze hep poan. Pa welas ar roue Frans tenzor Kezar hag e gurunenn hag e zant, en devoe eur joa vras, hag e lakaas e bach da veza marc’heg.

Eur pennad goude, ec’h eas adarre ar roue en hent, hag e lezas adarre e rouantelez da ren gant ar rouanez. Bepred e plije d’ezi ar pach koant, hag e veze o klask beza gantan, ha war e lerc’h dre-holl. Met heman ne ree bepred van ebet, ma kounnare ar rouanez gant an droug a oa enni.

Pa zistroas ar roue d’ar gêr, e lavaras d’ezan :

— Eun aerlin [1] a zo aze ’barz ar c’hoad, hag a c’hlac’har ac’hanomp ; hon holl denved hag alïes ar vesaërien a ve lonket gantan. Ret e vo dont a-benn d’hen laza, en eun tu bennak.

— Gouzout a rit hag a dud hon eus kollet dija oc’h êsaat hen laza.

— Ho marc’heg nevez en deus lavaret d’in ’oa den da zont a-benn anezan.

— Ya ?… Ze ’zo mat neuze, ha ret ’vo d’ezan ober ar pez en deus lavaret.

Digemennet eo ar marc’heg nevez da vont da gavout ar roue.

— Penaos, marc’heg, hag hoc’h eus lavaret beza den da laza an aerlin a zo aze ’barz ar c’hoad, hag am glac’har ?

— N’em eus ket, va Doue, aotrou roue.

— Eo ! eo ! lavaret hoc’h eus d’ar rouanez, ha ret ’vo d’ec’h ober ar pez hoc’h eus lavaret, pe n’eus nemet ar maro evidoc’h.

Setu hon marc’heg yaouank nec’het bras :

— Penaos, emezan ? en em dennin eus ar pleg-man ?… Pa oan o vont kuit dioc’h ti va zad, e tigouezas ganen eur wrac’h koz, a sikouris da dremen eur waz-dour, hag a lavaras d’in, m’am bije eun deiz ezomm a sikour, n’am bije netra d’ober nemet gervel Gwrac’h an Inkonu ? hag e teuje. Ezomm a-walc’h am eus a sikour, a gredan ; gwelomp ’ta ha hi a deuio… « Gwrac’h koz an Inkonu, deuit d’am sikour, m’ho ped ! »

Ha kerkent e tigouez eur wrac’h.

— Petra ’zo evit ho servij, merc’h markiz Koadleger ?

— Lavaret a zo d’in e renkin tapout eun aerlin a zo aze ’barz ar c’hoad, pe n’eus nemet ar maro evidoun.

— Ma ! va selaouit mat, ha mar grit pep tra evel ma lavarin, e teufet a-benn eus ho taol. Lavarit d’ar roue rei d’ec’h eun hanter varrikenn kassis, eur vouc’hal, eur c’habestr aour hag eur marc’h eus e varchosi, hag ouspenn eun talar. It gant an holl draou-ze ’barz ar c’hoad ; lakit ar varrikenn didalet dindan eur wezenn-dero, ha pignit neuze war ar wezenn. Pa santo an aerlin ar c’houez, e teuio d’ar red hag en eur skrijal spontus. P’en devo evet eur banne kassis, e redo dre ar c’hoad, hanter-vezo, hag a laosko kriadennou euzus ; teurel a raio tan, pa welo ar marc’h e lampo warnan, met heman hen pellaio gant gwinkadennou. Dont a raio adarre da eva kassis, hag e savo e benn hag ho kwelo ; neuze ez aio kuit gant eun drouz euzus, hag e tistroio d’ar red, hag e planto e gorn ’barz ar wezenn, ken n’hallo ket hen tenna. Diskennit neuze prim evit hen genna e-barz an toull. Skrijal a raio, ha teurel tan, ken a rosto ar gwez en-dro d’ezan ; met na spontit ket evit kement-se, ha lakit ar c’habestr alaouret war e c’houzoug. Neuze, pa welo n’hello ken en em zifenn, e lavaro : « Lavaret mat e oa ’vijen kemeret gant eur plac’h yaouank gwisket en marc’heg. Trec’het a teus warnoun, merc’h markiz Koadleger ! » Neuze n’ho po ken ezomm da gaout aoun : an aerlin ’vo deut donv evel eun oan, hag e c’hallfet hen staga ouz lost ho marc’h, ha dont gantan da gavout ar roue. An holl a sponto war an hent hag en kêr oc’h ho kwelet o tont gantan, met ne raio ken droug da zen ebet. P’arruo e porz ar palez, dirag ar roue, e lavaro d’ezan : « Te bepred, roue Frans, a zo diota den a vale ; te a zo d…… aliesoc’h a wech eget a vean a zo oc’h ober da balez ! » Ma kounnaro neuze ar roue hag a lavaro : « Petra ober ? — Lakaat gori eur forn, ha teurel da wreg e-barz ! »

— Trugarez ! ha va bennoz, mammig koz !

Hag ez eus kuit kerkent.

Holl e c’hoarvezas evel m’he devoa lavaret ar wrac’h koz, hag ar rouanez a oa taolet en eur forn goret ruz, ha gwentet he ludu en avel…

— Breman, aotrou roue, a lavaras c’hoaz an aerlin, e tleit eureuji ho mab da verc’h vihan markiz Koadleger, a zo aman.

— Merc’h markiz Koadleger ! a lavaras an holl souezet.

— Ya, merc’h yaouanka markiz Koadleger, ha nann e vab, evel ma sonje ganec’h holl !

Ma voe dimezet hag eureujet merc’h yaouanka markiz Koadleger da vab ar roue Franz, hag e voe festou, dansou ha c’hoariou eno neuze, evel n’hoc’h eus gwelet biskoaz.

Ar markiz koz a voe ivez pedet d’an eured gant e diou verc’h all, hag ar re-man a eureujas prestik goude peb a brins yaouank hag e vevjont holl evurus asamblez.


————
  1. An aerlin a zo eur serpant bras gant eur c’horN war e benn.