Kontadennou ar Bobl e Breiz-Izel/An Tignouz, pe mevel an Diaoul

Eus Wikimammenn
A. le Goaziou, 1939  (p. 91-104)



An Tignouz pe Mevel an Diaoul


————


Eur wech e oa eur wreg paour manet intanvez gant eur mab. N’he devoa netra da veva nemet aluzen an dud karantezus, ha bemdez e renkent mont en hent da glask bara. Ar paotr, hanvet Pipi, a oa digouezet gant e zaouzek vloaz, hag evel ma kreske ha m’en devoa yec’hed, an holl a lavare d’e vamm :

— Ret e vo d’ec’h, Janed koz, ober d’ho mab mont da c’hounit e voued ; lakit-hen da baotr-saoud pe da vesaër eun tu bennak. Eur vez eo hen gwelet war ho lerc’h dre an henchou, evel eul leue.

Janed koz a lavare a-walc’h d’he mab he dilezel ; met ar paotr a oa didalvez hag a blije d’ezan ar vuhez-ze, ha ne selaoue ket e vamm. Ma oa deut an dud da zigemer fall ar baourez koz, abalamour d’he mab, hag alies, zoken, e veze kaset kuit hep tamm.

Eun deiz ma n’o devoa ket kavet o lein, e oa an hini goz o krozal d’he mab dre an henchou :

— Gwelet a rez e vemp digemeret fall dre-holl ; c’hoant a teus da welet da vamm o vervel gant an naoun ? Na deu ken war va lerc’h ; kerz da c’hounit da voued eun tu bennak.

— Ha pelec’h ’c’h in-me, mamm ?

— Kê gant an diaoul ! a lavaras ar vamm, skuiz ha droug enni o klevet anezan o lavaret bemdez ar memez tra.

— Ma ! mamm, ec’h an d’hen klask.

Hag hen kuit… Pa oa o vont gant an hent, e tigouezas gantan eun aotrou kaer, war varc’h, hag a lavaras d’ezan :

— Pelec’h ec’h ez-te, va faotr ?

— Ma fe ! n’ouzon ket kaer. Va mamm he deus lavaret d’in mont gant an diaoul, hag oun o klask anezan.

— Mar karez dont ganen da vevel ?

— Ya a-walc’h.

— Deus aman ganen war va marc’h.

Setu int o-daou war ar marc’h, ha kuit d’an daoulamm-ruz. An Diaoul a oa hennez. Pa voent digouezet en e gastell, e lavaras da Bipi :

— Deus ganen, ma tiskouezin d’it petra az pezo d’ober bemdez.

Kas a ra anezan da genta d’eul lec’h hag e oa eno peder fillig war drebeziou, ha tan bras dindane.

— Sell aman peder fillig hag az pezo tan da zerc’hel dindane, hag eun tan ifern.

Mont a ra gantan neuze d’ar marchosi :

— Sell ama va marc’h, hag e skrivelli anezan, hag e roï foenn ha melchon ha kerc’h d’ezan ar pez a garo, ha neuze e valeï anezan er c’hoad hag en aleou, en-dro d’ar c’hastell… Sell du-hont c’hoaz, er c’horn tenval-ze, eur gazeg treut, hag evit holl voued e roï d’ezi bazadou, diou wech bemdez ; ha sko start, ha hep truez, ken a c’houezi… Deus breman ma tiskouezin d’it ar feunteun, e traon ar porz. Sell aze ar feunteun. Gwelet a rez evel m’eo sklêr ha kaer an dour enni. Diou wech bemdez e tigasi va marc’h da eva aman. Met taol pled mat da lakaat da zaou dorn pe da benn en dour-ze, pe gwaz a ze d’it… An ti e vo ret d’it da skuba bemdez ivez, met na daol ket ar skubadur er-mêz : laka aneze en eur bern ’dreg an nor… Me ’ya brema da ober eun dro, ha pa retornin d’ar gêr, e welin ha te az pezo grêt pep tra evel am eus gourc’hemennet d’it.

Mont a ra neuze ar mestr kuit, ha Pipi a chom e-unan er c’hastell. Mont a ra da genta da ober tan dindan ar peder fillig. Pa oa o c’houeza an tan gant eur souflez vras a oa eno, e klev eur vouez klemmus o lavaret :

— Na c’houez ket an tan dindanoun, maleürus, rak me eo da dad !

— Jezuz Doue ! va zad kêz, c’houi ’zo aze ?

Hag hen o vouga an tan dindan ar billig-ze, ha da c’houeza dindan an eil :

— Na c’houez ket evel-se, den fall, rak me eo da vamm ! a lavaras eur vouez all.

— Petra ! va mammig kêz, c’houi ’zo aze ivez !… Va c’haset ho poa gant an Diaoul hag ez oc’h arru en e di em raok ! Met n’eus forz, ec’h an da vouga an tan dindanoc’h, va mammig paour.

Mouga ’ra an tan, hag ec’h a d’an deirvet billig :

— Na c’houez ket an tan dindanoun, den fall, me eo da vaeronez !

— C’houi ivez, va maeronez kêz !… Met va holl gerent a zo ama ’ta !…

Mouga ’ra an tan, hag ec’h a d’ar bedervet billig :

— Na c’houez ket an tan dindanoun, den fall, me eo person da barrez !

— Petra ! petra ! c’houi ivez ! Ma fe ! gwaz a ze d’ec’h. Teir gwech hoc’h eus tremenet ac’hanoun hep va fask, ha breman e tommfet aze, va fersonig !

Hag hen oc’h ober eun tan ifern dindan e berson, hag o vont neuze d’ar marchosi en-dro d’ar c’hezeg. Rei a ra melchon ha kerc’h, leiz e gof, d’ar marc’h, ha goude ec’h a da vale anezan dre ar c’hoad hag an aleou. N’en devoa ket bet ar galon da vazata ar gazeg treut : truez e kemeras outi, o welet evel ma oa, hag e roas zoken eun tammig melchon d’ezi. P’en devoe baleet gant ar marc’h war-dro div eur, e teuas d’ar gêr, hag e kasas anezan da eva dour eus ar feunteun a oa e traon ar porz.

Pa oa daoubleget o sellet ouz e skeud en dour sklêr, e kouezas e gontell ebarz eus e c’hodell :

— Penaos ober evit tapout va c’hontell alese brema, p’eo difennet lakaat va daou dorn e dour ar feunteun-ze ? Met, bah ! penaos e ouezo am bo lakêt va dorn ebarz ?

Hag hen o vouta e zorn er feunteun hag, evel n’oa ket doun, e tapas eas e gontell. Met pa dennas e zorn er-mêz an dour, e voe souezet bras o welet penaos ’oa deut da veza : eun dorn aour en devoa brema !

Ah ! sell me eur paotr breman, avat, gant an dorn-ze ! Eun dorn aour ! Biskoaz kemend-all !… Ha penaos lavaret d’ar mestr n’am bo ket lakêt va dorn e dour ar feunteun, pa welo kement-man ?… Ret ’vo d’in hen paka gant eul lien, ha lavaret am bo kignet anezan oc’h ober eul labour bennak. Marteze e kredo, ha ne c’houlenno ket gwelet.

Dont a ra d’ar gêr ; lakaat a ra ar marc’h er marchosi, ha goude e pak e zorn gant eul lien. Emberr ec’h arru ivez ar mestr er gêr. Mont a ra dioc’htu d’ar marchosi, sellet a ra ouz ar marc’h.

— Mat ! mat ! grêt e teus d’ezan evel m’am oa lavaret d’it.

Mont a ra neuze da welet ar gazeg treut, hag e laosk eul le-doue eus ar gwasa :

— Mil malloz warnout ! ne teus ket grêt d’ar gazeg-man evel m’am oa lavaret d’it !

— Allaz ! ankouaet em oa. N’oun ket kustum c’hoaz eus va labour, evit eun deiz a zo abaoue ma ’z oun en ho ti…

Er pred-ze e welas e zorn paket :

— Petra ’zo c’hoarvezet gant da zorn ?

— Netra !… kignet em eus anezan eun tammig, oc’h ober eus ho marc’h.

— Gaou a lavarez : boutet ’teus da zorn e dour ar feunteun.

Ha kerkent e tispakas d’ezan e zorn, hag e reas eul le-doue euzus.

— Va fardonit, mestrig kêz, evit ar wech kenta !

— Da bardoni a ran evit eur wech, met gwaz a ze d’it d’an eil !

An deiz war-lerc’h ar beure, e lavaras mestr ar c’hastell da Bipi :

— Ec’h an breman d’ober eun dro pell-pell, ha ne zistroin ket a-raok c’houec’h miz. (Da duta ec’h ee). Ne vanko netra d’it aman e keit-se ; met taol pled mat d’ober pep tra evel am eus gourc’hemennet d’it ; mar na rez ket, ec’h arruin kerkent er gêr, n’eus forz pelec’h e vin, ha gwaz a ze d’it neuze. Gra mat d’ar marc’h ; ro bazadou d’ar gazeg treut diou wech bemdez, ha taol pled mat eus ar feunteun.

— Bezit hep morc’hed, mestr ; holl e vezo grêt evel m’hoc’h eus gourc’hemennet.

Mont a ra mestr ar c’hastell en e hent, ha Pipi a ya ivez d’e labour. Goude beza roet boued d’ar marc’h, e kemer eur vaz hag en em laka da vazata ar gazeg paour. Ma voe souezet bras o klevet anezi o lavaret :

— Na skoït ket evel-se, en hano Doue, rak c’houi hoc’h-unan a c’hallfe dont da veza eveldoun, siouaz !

— Petra ! choui ’gomz ivez ’ta, loen paour ?

— Ya, rak me n’oun ket eur gazeg, evel ma sonj d’ec’h : me ’zo eur brinsez yaouank, merc’h eur roue bras, dalc’het aman, dindan ar stumm ma welit, gant mestr ar c’hastell-ma. Met, mar karit senti ouzin hag ober penn-da-benn evel ma lavarin d’ec’h, va zennfet c’hoaz ac’han ha kalz a re all ganen.

— Komzit buan, me ’raïo holl evel ma lavarfet d’in.

— It da genta da c’hrignol ar c’hastell ha stoufit gant stoup genou eur c’hloc’h bras a zo eno, rak hennez en em lakafe da son anezan e-unan, pa c’hoantafomp mont kuit, ha kerkent e tigouezfe ar mestr er gêr.

Mont a ra d’ar c’hrignol, stoufa a ra genou ar c’hloc’h, hag e teu adarre da gavout ar gazeg hag e lavar d’ezi :

— Stoufet eo genou ar c’hloc’h. Ha brema ?

— Kê brema d’an ti, ha taol er-mêz ar skubadur a zo eno ’dreg an nor.

Mont a ra d’an ti ha teurel er-mêz eur bern bras a skubadur a oa ’dreg an nor. Hag ez eo souezet bras o welet o sevel ac’hane kalz-kalz a dud a bep seurt stad, hag holl e lavarent d’ezan :

— Hon bennoz d’it !… Ni ’oa dalc’het ama pell a oa gant an Diaoul, ha te ’teus hon delivret. Hon bennoz d’it, c’hoaz eur wech ! Hag ec’h eent kuit a-leiz an nor, ha buan, buan.

— Taolet em eus ar skubadur er-mêz an ti, a lavaras Pipi d’ar gazeg treut, hag hervez em eus klevet, em eus delivret gwall-galz a eneou en poan.

— It breman d’ar feunteun, boutet ho penn ebarz, ha deuit aman adarre.

Mont a ra d’ar feunteun, bouta ’ra e benn ebarz, ha, pa denn anezan er-mêz, e oa e vleo hag e benn evel pa vijent aour. Hag en devoa breman eur penn aour hag eun dorn aour.

Kemerit breman an torch-plouz, ar skribell hag ar skubellenn, ha deuit gante war va c’hein, ha buan !

Ober a ra Pipi evel ma ’z eo lavaret d’ezan, ha setu int kuit, d’an daoulamm-ruz.

— Sell war da lerc’h, a lavar d’ezan ar gazeg, eur pennad goude. Ne welez netra ?

— Nann sur ; nemet eur goumoulenn du-du, a deu warnomp.

— Ar goumoulenn du-ze eo an Diaoul. Taol d’an traon an torch-plouz.

Teurel a ra d’an traon an torch-plouz, ha kerkent e sav war o lerc’h eur c’hoad uhel-uhel ha stank, a zirog ar goumoulenn.

— Sell adarre war da lerc’h ; ne welez netra ? a lavar ar gazeg eur pennadig goude.

— Eo, tan ha kurunou.

— Taol buan ar skrivell d’an traon.

Teurel a ra ar skrivell d’an traon, ha kerkent Pipi hag e gazeg a deu da veza evel daou sant, unan a bep tu d’an hent. Ha kerkent e tigouez eur levran hag a red ken a foeltr. Tremen a ra hep ober van ebet ha, pa na wel netra, e retorn d’ar gêr. An Diaoul a oa adarre. An daou sant a deu kerkent da veza kazeg ha den evel kent, ha da vont adarre d’an daoulamm-ruz.

— Sell war da lerc’h c’hoaz, a lavaras ar gazeg ; ne welez netra ?

— Eo, eur c’hi barbed du hag a deu evel eun dremedar. Arru eo tost.

— Taol buan ar skubellenn.

Teurel a ra ar skubellenn, ha kerkent e sav war o lerc’h eur stank vras. Ar c’hi du digouezet e-tal ar stank ne gred ket en em deurel e-barz, hag en em laka da lapat, da lapat evit he dizec’ha : kement a ra o lonka dour, ma teu da greuvi.

Pipi hag e gazeg a oaet breman diwar douar an Diaoul, ha n’o devoa ken da gaout aoun dioutan. Ar gazeg a gomzas neuze evel-hen :

— Me ’zo merc’h da roue Bro-Zaoz, met, siouaz ! daou vloaz em eus da chom c’hoaz er stumm-man. Epad an daou vloaz-ze e chomin er c’hoad-man. Deuit d’am gwelet eur wech an amzer ha, pa vezo tremenet an daou vloaz, mar na vec’h ket skuizet o c’hortoz ha kemeret unan all ganec’h, e vefomp eureujet an eil d’egile… Setu aman, da c’hortoz, eur vouest a roan d’ec’h ha, pa c’hoantafet eun dra bennak, lavarit : — « Dre nerz va bouest m’am bo an dra-ma-dra ! » — Ha kerkent e tigouezo an dra-ze.

Kimiadi a reont neuze an eil diouz egile gant an daelou en o daoulagad… Met lezomp ar gazeg en he c’hoad, hag heuilhomp Pipi.

Pipi a deu neuze da Bariz.

— Petra ’rin-me breman, epad daou vloaz ? a lavare d’ezan e-unan. Re gaer eo va fenn ha va dorn, a zo aour, evit labourat. Mez am eus gante zoken ; ret ’vo d’in o c’huza.

Digouezout a ra gantan neuze eur c’hrennard hag a oa an tign en e benn : euzus ’oa da welet. Lemel a ra d’ezan e grostenn, ar bleo a deu ivez da heul, hag o laka evelse war e benn. Ma oa a-raok eur paotr koant, evit breman n’oa ken. Adalek neuze e voe leshanvet an « Tignouz ». Mont a ra er giz-ze da c’houlenn labour da balez ar roue. Dre druez outan, eo kemeret, ha lakaet da zivelc’houedi kaol. Eur jardiner koz a oa eno en devoa truez ouz an tignouz hag a ree kaoz gantan a-wechou : ma plijas d’ezan komzou ar paotr, hag e teujont emberr da veza mignoned bras o-daou.

Digouezout a ra ivez gouel ar brinsez yaouank.

— Ret ’vo d’ec’h, eme ar jardiner koz d’an Tignouz, mont ivez evel ar re all da souheti he gouel d’ar brinsez.

— Ha petra ’roïn-me d’ezi ?

— Eur boked ; me ’guntuilho eur boked d’ec’h.

Pa voe e-unan en eur c’horn eus ar jardin, Pipi a dennas e vouest eus e c’hodell, — rak bepred e veze gantan, — hag a lavaras :

— Dre nerz va bouest, m’am bo eun diamant eus ar c’haera, hag hano ar brinsez skrivet warnan !

Ha kerkent e kouezas e-kichen e droad eun diamant eus ar c’haera. Lakaat a reas an diamant e-kreiz e voked hag ec’h eas gant ar re all da souheti gouel mat d’ar brinsez, hag e lezjont holl o bokedou en he c’hambr. Pa voent êt kuit, ar brinsez a sellas ouz an holl vokedou, da welet pehini ’oa ar c’haera. Gwelet a ra eun dra o sklerijenni e hini an Tignouz (pep-hini ’oa e hano war eur baper en-dro d’e voked). Kemer a ra buan an dra ze, ha souezet eo o kavout eun diamant eus ar c’haera gant he hano warnan.

— Hola ! a lavaras d’ezi he-unan c’houi zo unan bennak, ha nann ar pez a seblantit beza ; ez oc’h oc’h ober ho tiod, met me am bo va daoulagad warnoc’h.

An Tignouz a oa ken lous ken na zebre ket gant ar jardinerien : kaset e veze e voued d’ezan en eur lochenn vihan a oa er jardin.

Eun deiz, goude beza debret e lein, evel ma oa e-unan, e tennas e vouest eus e c’hodell, hag e lavaras :

— Dre nerz va bouest, m’am bo eur marc’h du, eur c’hleze dir ha dilhad prins eus ar re gaera !

Ha kerkent en em gavas eno an traou-ze holl hag en em wiskas en prins. Ar brinsez yaouank a welas anezan eus a brenestr he c’hambr hag a ziskennas buan er jardin gant he dimezelled. Met an Tignouz he gwelas o tont, ha p’arruas ar brinsez en e gichen, e oa gant e zilhad jardiner hag e dignasenn, euzus da welet.

— Petra ! n’hoc’h eus ket gwelet eur prins yaouank ama ? a lavaras d’ezan.

— Eur prins yaouank ? Nann, avat.

Kaer he devoe klask ha furchal, ne gavas prins ebet. Ma retornas d’ar palez.

An deiz war-lerc’h, goude e lein, an Tignouz a dennas adarre e vouest, hag a lavaras :

— Dre nerz va bouest, m’am bo eur marc’h glas, eur gwiskamant alaouret hag eur c’hleze aour !

Ha kerkent e voe digaset d’ezan eur marc’h glas, eur gwiskamant alaouret hag eur c’hleze aour, hag e benn hag e zorn a oa aour ivez. Biskoaz ne voe gwelet kaeroc’h prins.

Ar brinsez a oa e prenestr he c’hambr hag a ziskennas adarre buan d’ar jardin, pa welas eur prins ken kaer. An dro-man n’en devoe ket an Tignouz an amzer da ziwiska penn-da-benn e zilhad kaer, hag ar brinsez hen kavas hanter-wisket c’hoaz en prins, hag a lavaras d’ezan :

— Ah ! c’houi eo eta ! Me ’ouie ervat e oac’h unan bennak, ha nann eun diot kêz, evel m’ho poa c’hoant da rei da gredi… C’houi ’vo ret d’in da gaout evit pried.

Kaer e voe ober evit harz ar brinsez yaouank da gemer da bried eun tignouz, eun innosant kêz, ne dalveze ket : hennez ’oa ret d’ezi da gaout. Ar roue koz hag ar rouanez a oa glac’haret. Diou c’hoar all he devoa ar brinsez yaouank, hag e voent eureujet o-zeir er memez deiz, unan da vab roue an Turki, hag eben da vab roue ar Perz. Eno e voe friko ha plijadur neuze, m’ho ped da gredi !

An Tignouz a ree bepred an innosant, hag holl gerent ar brinsez o devoa mez outan. Evel-se ivez e voe kaset gant e bried d’eur c’hoz kastell dilezet e-kreiz eur c’hoad.

Mab roue Bro-Zaoz en devoa goulennet ivez da bried unan eus a deir verc’h roue Bro-C’hall, ar yaouanka, hag evel n’en devoa ket bet anezi, e oa droug ennan, hag e tisklerias ar brezel da roue Bro-c’hall. Setu savet eun arme gaer eus a bep tu.

An Tignouz a c’houlenn mont ivez d’ar brezel gant e daou vreur-kaer :

— Te, mont d’ar brezel, eun innosant kêz eveldout ? Chom er gêr gant da wreg.

Partia ’reont hepdan.

N’oa chomet loen-kezeg ebet er palez. An Tignouz a ya war-lerc’h ar re all war droad. Pa oa o vont gant an hent bras, e kav eur marc’h glaouer, treut betek an eskern. Pignat a ra war e gein, ha da zorna anezan. N’en devoa na fuzuilh, na kleze, na sabrenn, nag arm all ebet. P’oa o tremen e-biou eur forn a oa war ribl an hent, e tap eur skubellenn-forn, ha kuit ganti.

— Pelec’h ar foeltr, eme ar fornier, ec’h ez-te gant va skubellenn ?

— D’an arme, sur, da sikour ma zad-kaer.

Ha kuit gant ar skubellenn !

Mont a ra, mont a ra dre an henchou-treuz, kement ha kement m’en em gav ivez war an hent bras a-raok an arme. Met mont a ra e varc’h en eur c’horneugell war ribl an hent, ha n’hall ket en em denn ac’hane.

Pa dremenas an arme, e oa o chacha war lost e varc’h, en eur lavaret :

— Deus alese, loen paour, deus, ma ’zefomp da sikour va zad-kaer d’an arme !

Met kaer en devoa ober, ar marc’h a chome bepred er vouilhenn.

Ar soudarded, o tremen, a c’hoarze hag a lavare eil d’egile :

— Sell, sell mab-kaer ar roue !

Mab roue an Turki, pa welas, en devoa c’hoant treuzi anezan gant e gleze.

— Bah ! lest-han, a lavaras d’ezan mab roue ar Perz ; n’aio ket pelloc’h, aze e chomo.

Pa voent tremenet holl, an Tignouz a dennas e vouest eus e c’hodell hag a lavaras :

— Dre nerz va bouest, m’am bo raktal eur marc’h glas, eur gwiskamant galonset en arc’hant hag eur c’hleze dir a zrailho holl kement a vo lavaret d’ezan !

Ha kerkent en em gavas gantan an holl draou-ze. Eur paotr ’oa neuze, m’ho ped da gredi, gwisket en prins, ha gant e vleo aour hag e zorn aour !

Mont a ra war-raok d’an daoulamm, hag e tap hep poan an arme.

— Kaera da brins ! a lavare an holl. Daoust piou eo ?

Den n’hen anaveze.

P’en em grogas an daou enebour, e trec’he ar Zaozon ; roue Bro-C’hall ’oa o vont da goll, p’en em daolas an Tignouz evel eur foll e-kreiz ar Zaozon, ha gant e gleze e trailhe holl, hag eur rivier gwad a rede war e lerc’h : evel eun diaoul e oa. Arruout a ra dirak roue Bro-Zaoz, goloet a wad hag e gleze ruz en e zorn, hag e lavar d’ezan :

— Roue Bro-Zaoz, ret eo d’ec’h sina ar peoc’h, pe me ho lakaïo a beziou, evel am eus grêt d’hoc’h arme !

Setu nec’het bras roue Bro-Zaoz ; met ken spontet ’oa, ma sinas ar peoc’h evit c’houec’h miz. Dont a ra neuze an Tignouz da gavout roue Bro-C’hall, ha gantan en e zorn ar paper a oa sinet ar peoc’h warnan. Gwelet a ra e daou vreur-kaer war e hent, hag e lavar d’eze en eur ziskouez ar paper :

— Setu aman ar peoc’h, paotred, sinet gant roue Bro-Zaoz !

— Ro anezan d’in ! a lavaras mab roue an Turki.

— Ya, mar roez d’in en trok biz-meud da droad kleiz.

Kement a c’hoant en devoa e vije lavaret penaos ’oa hen en devoa gounezet an trec’h, ma lezas trouc’ha biz-meud e droad kleiz. An Tignouz hen kemer hag a laka anezan en e c’hodell. Den n’hen anaveze bepred. Distrei a ra an arme da Bariz. Pa zigouezjont ’lec’h m’o devoa gwelet an Tignouz er c’horneugell gant e varc’h pa oant o vont, e oa eno bepred er memez stad, o chacha war lost e loen, hag o lavaret :

— Deus ’ta, loen paour, ma ’z efomp da sikour va zad-kaer d’an arme !

Mab roue an Turki, p’hen gwelas, a yeas kement a zroug ennan, ma tennas e gleze evit hen treuzi, hag en divije grêt, ma ne vije ket bet dalc’het.

— Lest an innosant paour-se, prins !

Digouezet en Pariz, e voe grêt a bep seurt enoriou da vab roue an Turki, evit beza lakaet sina ar peoc’h.

Pa voe tremenet ar c’houec’h miz, ec’h adkomansas adarre ar brezel. Hag an Tignouz, o welet ar re all o partia, en devoa c’hoant mont gante ivez, hag a lavare adarre :

— Me ’c’h aïo ivez… me ’c’h aïo ivez d’ar brezel, da sikour va zad-kaer.

Met ne ree den van ebet evit hen klevet, hag e partijont holl, o lezel anezan er gêr. Met pignat a ra war e goz varc’h, ha da vont war-lerc’h an arme ! P’oa o tremen e-biou an ti-forn, e kemeras adarre ar rozell-forn, ha kuit ganti. Hag ar fornier war e lerc’h : Pelec’h ec’h ez-te gant va rozell, mab ar foeltr ?

— Da sikour va zad-kaer ar roue d’an arme !

Kaer en devoe ar fornier redek war e lerc’h, n’hallas ket hen tapout. Ma tigouezas adarre, dre an henchou-treuz, a-raok an arme ; ha, pa dremenas, e oa adarre e-kreiz ar memez korneugell, gant e varc’h, ar rozell-forn gantan war e skoaz, hag e lavare :

— Deus ’ta, loen paour, deus ’ta, ma ’z efomp da sikour va zad-kaer d’an arme !

An holl a c’hoarze o welet anezan, nemet e daou vreur-kaer : ar re-ze ne c’hoarzent ket. Mab roue ar Pers a dennas e gleze hag a redas warnan evit hen laza ; ha grêt en dije sur, ma ne vije bet harzet. Mont a reont a-raok, o lezel anezan e-kreiz an dour hag ar fank. Neuze an Tignouz a dennas e vouest eus e c’hodell hag a lavaras :

— Dre nerz va bouest, m’am bo eur marc’h du, eur gwiskamant prins galonset en aour hag eur c’hleze a zrailho kement a vo lavaret d’ezan.

Ha kerkent en em gav eno an traou-ze holl, Hag hen d’ar stourm neuze, d’an daoulamm, war gein e varc’h du, hag hen eur paotr ! P’ arruas, e oa arme roue Bro-C’hall o vont da goll. En em deuler a ra war ar Zaozon evel ar c’hurun ruz, e gleze gantan en e zorn, ha, dre ma ’c’h a, e tiskar hag e trailh holl : eur rivier gwad a rede war e lerc’h. Digouezout a ra adarre dirak roue Bro-Zaoz, evel eun diaoul kounnaret, hag e lavar d’ezan penôs e vo ret d’ezan sina ar peoc’h, da viken, ha paea da roue Bro-C’hall tri milion ar bloaz, pe e trailho anezan war al lec’h. Ma renk roue Bro-Zaoz sina. Dont a ra neuze en-dro, gant e baper en e zorn. Mab roue ar Pers a bed anezan da rei d’ezan ar paper a oa warnan sin roue Bro-Zaoz.

— To ! to ! n’hen roïn da zen ebet.

— Me az ped war bennou va daoulin, ro d’in anezan.

— Evit da skouarn dehou, pa teus kement a c’hoant d’hen kaout.

Lezel a ra mab roue ar Pers trouc’ha e skouarn dehou, hag ar prins dizanav (n’anaveze den anezan bepred) a lakaas anezi en e c’hodell.

P’oa an arme o tistrei d’ar gêr, e weljont adarre an Tignouz e-kreiz ar c’horneugell. Mab roue ar Pers, hag en devoa poan e plas e skouarn trouc’het, a zilampas diwar e varc’h, e gleze gantan en e zorn, evit laza anezan : mab roue an Turki a harzas anezan d’ober.

Pa zigouezjont en Pariz, e voe sonet ar c’hleier holl, ha grêt tantajou e pevar c’horn kêr. Ar roue koz a lakaas neuze ober eur pred kaer, ’lec’h ma tlee rei e gurunenn d an hini en devoa gounezet an trec’h. E daou vab-kaer a lavare o-daou ’oa dleet d’eze ha n’en em glevent ket. Holl gerent ar roue hag ar rouanez, hag an holl bennou-bras eus ar rouantelez a voe pedet d’ar pred-ze. Gwreg an Tignouz a voe pedet ivez, met an Tignouz e voe lavaret d’ezan chom er gêr. Ha koulskoude, pa oa an holl ouz taol, ec’h arruas ivez e sal ar pred gant e votou-koad, e zilhad lous hag e dignasenn.

— Lakit al loen-se er-mêz ! eme ar roue hag ar brinsed, kerkent ha m’hen gweljont.

Ha tri pe bevar lakez a lampas warnan raktal. Met heman a dennas neuze e vouest eus e c’hodell hag a lavaras :

— Dre nerz va bouest, ma vin gwisket en prins, gant dilhad galonset-aour eus ar c’haera !

Ha kerkent e c’hoarvezas evel m’en devoa c’hoantaet, hag an holl a chomas da sellet outan, digor o genoiou gante, E wreg ’oa he daoulagad warnan ivez, hag e sonje enni he-unan :

— Hola ! eun dra bennak a nevez a zo !

Ar roue koz a bedas anezan d’azeza ouz taol, en e gichen, hag eur pennadig goude e lavaras :

— Brema e fell d’in rei va c’hurunenn d’an hini en deus gounezet an trec’h kaera war roue Bro-Zaoz. Piou en deus gounezet da genta ?

— Me ! a lavaras mab roue an Turki.

— Ha gwir ? eme an Tignouz.

Hag e tennas eun dra bennak eus e c’hodell :

— Daoust ha na ve ket ama biz-meud ho troad dehou ?… Sellet e vo ha savet ’zo unan all d’ec’h ?…

Met ar prins a blegas e benn, ha ne lavaras ger.

— Piou en deus gounezet an eil trec’h ? a lavaras ar roue koz.

— Me ! a lavaras mab roue ar Pers, met eun tammig gouatadikoc’h eget egile.

— C’houi ?… Gwelomp ha savet e ve eur skouarn nevez d’ec’h. N’hoc’h eus skouarn dehou ebet, a gredan ?… Gwelomp ha na ve ket houman hoc’h-hini ?

Hag e plegas ivez e benn evel egile, ha ne lavaras ger ken.

Ar roue koz ec’h eas droug ennan, hag e lavaras d’e zaou vab-kaer :

— En em dennit pell diouzin, daou den disleal ha trubard !… It pep-hini d’e vro gant e wreg, rak n’houllan ken ho kwelet em falez !

Gwreg an Tignouz, a oa neuze eur brinsez eur ar c’haera, en em daolas neuze etre diouvrec’h he fried, o ouela gant ar joa. Ar roue koz a anavezas neuze penaos ’oa e vab-kaer en devoa gounezet diou wech an trec’h war roue Bro-Zaoz, hag a lakaas e gurunenn war e benn.

Hag e voe grêt eur pred a-nevez, kalz kaeroc’h eget egile, ha kaeroc’h ivez eget an hini am eus-me grêt d’am c’hoan hirio, gant patatez ha lêz !


Kontet gant Barba Tassel,
eus bourk Plouaret,
miz genver 1869.


————