Kloarek Ar Chevanz

Eus Wikimammenn

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Kloarek ar Chevanz.

Édouard Corfmat, 1874  (Levrenn II, p. 406-414)



KLOAREK AR CHEVANZ
______


I


   Kloarek Ar Chevanz a Bont-Kado,
Braoa mab païsant ’zo er vro. (bis)

   Petra a dalv d’ehan bea brao,
Na pa eo barnet d’ar maro ? (bis)

   P’eo barnet d’ur maro ken ingrat,
Mont da verwel da dal ti he dad ! (bis)

   P’eo barnet d’ur maro ken kruel,
Mont da dal porz he dad da verwel ! (bis)

   ’Wit p’hen eus lac’het mab ann aotro,
Penher ar Vali Kergadio. (bis)


II


   Kloarek Ar Chevanz a lavare
’N ti Helari goz, pa arrue : (bis)

   — Debonjour ha joa holl en ti-ma,
Fanchon Helari pelec’h ema ? (bis)

   Hag Helari goz a lavaras
Da gloarek Ar Chevanz, pa glewas : (bis)

   — Fanchonig er gêr n’emèdi ket,
Tri pe bewar de ’zo n’eo ket bet ; (bis)

   Tri pe bewar de ’zo n’eo ket bet,
A-c’hann da warc’hoaz n’arruo ket. (bis)

   — Na chommet ket pell da diskouri,
Ha ma laket prim da gomz gant-hi. (bis)

   Fanchon Helari, pa d-eûs klewet,
Traon gant ar vinz a zo diskennet, (bis)

   Gant-hi boutaillad-winn ha gwerenn,
Hag ur vichenn vad a vara-gwenn ; (bis)


   Hag ur vichenn vad a vara gwenn,
Hag ur beuriad amann melenn. (bis)

   — Debret hag evet, kloarek iaouank,
Ma inn da vouit dour da aoza koan ; (bis)

   Debret hag evet ha grêt cher-vad,
Me ’c’h a da vouit dour da buns ma zad. (bis)

   Kloarek Ar Chevanz, p’hen eûs klewet,
Ter fasad d’ezhi hen eûs roët ; (bis)

   Hen eus roët ter fasad d’ezhi,
Hag hi diskaret war leur he zi ; (bis)

   Hag hi diskaret war leur he zi,
Gret neuze he volonté d’ezhi, (bis)

   Dirag he mamm ha dirag he zad,
Honnes a zo d’hè ur galonad !

   Na Helari goz a hirvoude,
He verc’h Fanchonig hen konsole :

   — Tawet, ma zadig, na oelet ket,
’Wit mez diouzinn-me n’ho pô ket ; (bis)

   ’Wit mez diouzinn-me n’ho pô ket,
Kerc’het-c’hui d’inn aman ur bêlek ; (bis)

   Ha mar hen kerc’het, kerc’het timad,
Rag evel ur voaz a red ma gwad ! (bis)

   Ar bêlek iaouank a c’houlenne
Euz Fanchon Helari, p’hi c’hovesaë : (bis)

   — Fanchon Helari, d’in-me lâret,
Petra lâret d’ober d’ar c’hloarek ? (bis)

   — Me n’ lâran netra d’ober d’ehan,
Da Zoue ’rekommandan anehan. (bis)

   Kloarek Ar Chevanz a lavare
D’ar bêlek iaouank, nn p’hen gwele : (bis)

   — Na bêlek iaouank, d’in-me lâret,
Petra ’lâr hi d’ober d’ar c’hloarek ? (bis)

   — Netra na lâr hi d’ober d’ehan,
Da Zoue ’rekommand anezhan. (bis)


III


   Kloarek Ar Chevanz a lavare,
Bars ar prizon braz, en he goanze : (bis)

   — Jeolieres, ma mignones ’oas,
Ha mar kares a vi brema c’hoas ; (bis)

   Kerz ewit-on-me da di ma zad,
Ha lâr d’ehan donet c’hoas d’am c’hat. (bis)

   Ar Jeolieres a lavare,
’N ti Ar Chevanz koz, pa arrue : (bis)

   — Doue ar mado ’zo en ti-ma,
Hag ho mab ’zo er prizon o vreigna ! (bis)

   Ho mab ’zo er prizon o vreigna,
Ha c’hul mado d’ac’h d’hen akuita ! (bis)

   Hag Ar Chevanz koz a lavaras
D’ar jeolieres, pa hi c’hlewas. (bis)

   — Ha p’am be ma mab ’wit ur gwennek,
Jeolieres, n’hen akuitinn ket ; (bis)

   Ha p’am be ma mab ’wit un diner,
Jeolieres, na deuio ken d’ar gêr ; (bis)

   Ha p’am be ma mab ewit ur pok,
N’hen akuitinn ket diouz ar groug ! (bis)

   Ter gwez-all am eûs-han akuitet,
Homan a ve d’inn ar bedervet ; (bis)

   Ar bedervet ’ve d’hen akuitan,
Me garie a ve fin anehan ! (bis)

   Me am eûs er gêr bugale vad,
Hag hec’h a d’ar park da labourad ; (bis)

   Met hennes na ra nemet eva,
Dont da rima sônio da gana ; (bis)

   Dont da rima sônio da gana,
Ha monet goude da verc’heta. (bis)

   Pa vije prenet lienn Hollanda,
Da ober koeffo d’am merc’h-hena, (bis)

   Gant he vamm a vijent holl lakêt
Da ober rochedo d’ar c’hloarek. (bis)


   Ar jeolieres a lavare
Da gloarek ’r Chevanz, pa retorne : (bis)

   — Kloarek Ar Chevanz, em gonsolet,
Rag ’wit ho tad n’ho sikouro ket. (bis)

   — Jeolieres, ma mignones vad,
Grêt c’hoaz ur blijadur em rekat ; (bis)

   Roët roched fresk d’inn da wiska,
Ha dalet ma hini Hollanda ; (bis)

   Ha dalet ma hini Hollanda,
Truez ’ve ar bourrew hi usfe ! (bis)

   — Kloarek Ar Chevanz, d’in-me lâret,
Na pelec’h ez oac’h, pa oac’h tapet ? (bis)

   — ’N un hostaleri en Goudelinn,
Hoc’h eva ma lod a dri seurt gwinn ; (bis)

   Hoc’h eva ma lod a dri seurt gwinn,
Hag o tebri pruneoz ha rêzinn ; (bis)

   Ma vije bet ’n hostizes fidel d’inn,
Ha deuet d’ar gambr, ha lâret d’inn :

   — Kloaregig Ar Chevanz, diwallet,
Arru ’n archerrienn d’ho komerret ! (bis)

   Me ’m bije diwallet dirazhè,
Ha pa vije kement-all anhè. (bis)


IV


   Kloarek Ar Chevanz a lavare,
Er vaz uc’hella ’r skeul pa bigne : (bis)

   — Me am eûs ter c’hoar hag a garienn,
Ha gwisket ho zer en satinn-gwenn ; (bis)

   Ha pa veint gwisket en mezer aour,
’Wit en ho enor ez int paour. (bis)

   Brema c’hallo merc’hed Ar Chevanz
Distaga ho c’hroazio a lorhanz ; (bis)

   Distaga ho c’hroazio arc’hant-gwenn,
Da lemel ho breur euz ar gordenn. (bis)


   Ar c’henta anezhe ’zo Mari,
Ma beonoz a roan warnezhi ; (bis)

   Honnes d-eûs d’inn alies lâret
Dilezed ar gwinn hag ar merc’hed ; (bis)

   Dilezet ar gwinn hag ar merc’hed,
Ha bea devot d’ann offern-bred ; (bis)

   Ha bea devot d’ann offern-bred,
Ba kwitaët ar feneanted. (bis)

   Ann eil anezhe ’zo Fransesa,
A bedan ma zad d'hê c’horija ; (bis)

   Honnes ’d-eûs d’in alies lâret
’Vije ’r bourrew ’nuje ma dillad ; (bis)

   ’Vije ’r bourrew ’nuje ma dillad,
Biskoaz gwall-diougan n’ zo bet mad. (bis)

   Ann derved anhê a zo Jannet
A zo gaoudiseres d’ar voazed ; (bis)

   Ha pa hi gwelfet o gaoudisa,
Tamallet d’ezhi he breur hena ; (bis)

   Tamallet d’ehi kloarek Ar Chevanz,
’Zo o tivilla euz ar potanz ! (bis)


Kanet gant intanvez Lieo,
a barouz Plunet — Miz Kerdu 1868.


_____________