Eun noz o vale dindan an derv bras
Me a chomas gwall zouezet,
O klevet bravan mouez a zistonas
Dindan ar c’hoajou morgousket…
Ar vouez a gleven a zeblante, hep mar,
A bell eur vouez kaer ha dudius
Ha dre ma tostaen d’ezi, o glac’har !
Oa henvel ouz klemmou truezus…
Sioul ha didrouz ez on chomet neuze,
Dirakon na pebez taolen ;
En e zav eur Barz koz a hirvoude
Eus son ankenius e delen ;
E zaoulagad zavet war zu an Nenvou,
E zeblante bezan o pedi,
Eus e vuzellou paour e koueze komzou
Leun a c’hlac’har hag a velkoni…
— « Pell amzer zo am eus bet hirvoudet,
» War stad glac’harus ma Bro goant,
» Hirie evelkent e choman mantret
» Gant ar vez hag an nec’hamant,
» O welet Breiziz o tilezel a-grenn
» Giziou koz ha fur ar Vretoned,
» Hag o plega seder evel tud dibenn,
» Da skoueriou hudur ar C’hallaoued…
» Em amzer gentan, pa oan o sevel,
» An holl a gane kalonek,
» Eus eur penn d’egile da Vreiz-Izel
» Zoniou ha gwerziou brezonek ;
» En amzer-ze e oa kalz a garante
» Evit an hano kaer a Vreizad,
» Breman ma c’henvroïz, tud didrugare,
» O deus holl ankouaet o brud vad !
» Hon yaouankizou n’o deus ken dudi
» Gant kaerder o Mam-Vro garet :
» Kement dismeganz a reont d’ezi.
» Gantê Hi a zo dilezet !
» En he zraouiennou, war lein he meneou
» E klever… Doue, na pebez mez !
» He bugale o komz… True, Kendadou,
» O komz pep tra, pep tra ’ med he Yez…
» Gwechall er pardoniou, en ebatou,
» E kane dalc’hmad ar Varzed ;
» Breman, siouaz, en donder ar c’hoajou,
» Me a guz bec’h ma foan-spered ;
» Hekleo ma Zelen p’en klevan o tiston
» A laka ma daerou da ruilhal,
» Dirak he c’herden skwiz e ran ma c’halon,
» War ma dilez e plegan ma zâl !
» Aman dindan an derv, ma-unanig,
» E teulan ma zon diwean !
» Bet a vijen evurus eun tammig
» Mar klevfe an dud ar c’hân-man…
» Mes eus mouez ma Zelen hekleo ar c’hoat braz
» Na ra ket, nan eur zeblant zoken,
» Daoust ha me a varfe, a varfe, siouaz !
» Hep na glevfe den ma c’hlemmaden ? »
D’e vouez, ken ankenius, ha d’e glemmou
Eo bet teneret ma c’halon :
— « Bez evurus, Barz koz, sec’h da zaerou,
» Rak klevet am eus bet da zon,
» Daoust e d’an avel fall a c’houe war hon Bro
» Hon yez karet a vevo bepred ;
» En despet d’an dud fall, ive d’o skouerio,
» Ni a gomzo yez kaer ar C’helted !
» Bez eta dinec’h… pa garo Doue,
» Kwita ar bed-man hep anken,
» En Breiz a reno c’hoaz ar Garante
» Hag ar Brezoneg da viken ! ! »
— « Trugare, trugare, ha d’it ma bennoz,
» E laras ar Barz koz, evurus,
» Kenavo, kenvreur, du-hont er Baradoz
» Hon Breiz-Izel a vo peurbadus ! »