Em amzer gollet me a blij d’in
Redek a-dreuz d’ar parkeier,
War ar yeod, karget a c’hliz-mintin,
Dindan lagad an heol seder ;
Neuze e c’hallan ma-unanig,
Mont ha dont evel a garan
Ha chilaou mouez drant al lapousig
O kana eur zon ar vravan…
Neuze, war ribl ar gwinojennou,
Pe a hed ar waz o tremen,
Dinec’h, e kutuilhan bleuennou,
Bleuennou koant vit ma zelen ;
Bleuennou dimeus ma Breiz-Izel,
Leun a zouster hag a c’houez vad,
Bleuennou hag a zeblant henvel
Ouz glanded ar galon vreizad.
Da gentan war eul lannek dispar,
Goloet a c’herrek kousket,
En eur vale… Oh ! na me a gar
Kutuilh bleuniou lann alaouret !
Ha dudiusoc’h a gavan pell
Kutuilh, eus ma broïg Arvor,
Ar vleuennig vruk a garan well,
Rak hi eo bleuen an Envor !
Gant bleuniou bruk, lann, ha re valan,
Bleuniou ar parkou, ar prajou,
Bleuniou kaer, dister, braz ha bihan,
Kavet ganin a vriajou…
E tistroan d’ar ger, evurus,
Ha neuze, leun a levenez,
Dimeus ma bleuennou niverus
E ran eun dibab gant evez…
Warlec’h an dibab e ran gante
Eur gaer hag eur goant a vokad,
Ha hennez a ginnigan goude
A greiz kalon d’eur mignon mad ;
Ar bokad-se a ve, peurvuian,
Eur zon pe eur werzig tener
En pehini ar sonjou gwellan
A ve ive, d’o stum, bleun kaer :
D’ac’h ar pezig-man, Kloarek-ar-Wern,
O teurvezet hen digemer :
Ma bleuniou zo bet klasket a vern
Dre ar c’hoajou, al lanneier ;
Da laret eo ’refont plijadur
Ha d’ho spered ha d’ho kalon,
Dre-ze o lezan da vont, distur,
Da laret de-mad d’am mignon !
|