Genel, beva ha mervel
en hevelep lec’h !
Mouez Meneou Kerne ! An nebeut giriou-ze, kenvroïz ker, na zeblantont ket d’ac’h eur barzoneg ar c’haeran ? Na gasont ket ho spered d’eur vro dizanve tre evidoc’h, eur vro elec’h ma zeblant ar vuegez kerzet skanvoc’h ?
A dra zur, forz pelec’h ho peus c’hoarzet da gentan d’ar vue, en Gwened, en Leon, en Treger, lec’hig ho kavel a chom bepred stag ouz ho kalon. Ar garante-ze na harz ket ac’hanoc’h, koulskoude, d’anzav, gant lealded, e vank eun dra bennak d’ac’h evit bezan Breizad rik awalc’h ; ar garante-ze na harz ket ac’hanoc’h d’ober anaoudegez gant eur rann-vro elec’h m’eo dastumet, koulz lavaret, Breiz gant he holl donezonou. Evit laret ber, ar garante-ze a boulz ac’hanoc’h, en eneb, da glask Kerne, rak en Kerne e kaver, war an dro, penn-kaled ar Gwenedour, fe al Leonad ha dizeblanter eun tam faëus an Tregeriad. Ar C’hernevad, daoust d’an droug a zo bet kontet diwar e benn gant tud ha n’o deus gallet biskoaz, hep mar, hen anavezout, an eus anaoudegez vraz en espern, spered peurvuian da werza, ha karante gwirion da ginnig, da vihanan mar ouier kemer anezan en e bleg… Rak arabad, pet sonj, kemer anezan a-dreuz : têr daonet eo ive, ha neb hen gwapa a gav dustu d’ober gant e bar. Mar ve dikriet ar C’hernevad ken aliez, eo abalamour ne zizolo ket d’an holl e galon, e galon aour klenket en eur c’hlaouier dir. Kement-se a zo furnez : ar vignoned vad a zo tano, ha morse n’o dibaber gant evez awalc’h. Ar C’hernevad war ze a zo henvel ouz e veneou môrenet, a vir dudi d’an neb o c’har en gwirione, d’an neb a deurve chilaou o mouez, ar vouez-ze a zeblant tro ha tro mouez Barzed an amzer gwechall o kelen, mouez ar Zent koz o prezeg, mouez ar Gendadou o tiarbenn, mouez an Anaon o hirvoudi, pe c’hoaz mouez ar vrezellourien dêr o huchal war leziregez ha yenien o diskennourien.
Mouez Meneou Kerne a ve klevet enpad ar bla ; n’ehan tam da voudal. Sevel a ra d’an amzer neve gant kân an alc’houeder, en kreiz an hanv pa weler ar parkadou zegal o wagenni evel ar môr braz, d’an diskar-amzer pa bleg ar gwe dindan an avalou, ha d’ar goanv pa glever kolvez ar gannerez-noz pe pa weler al lutuned o korollât en kreiz eur valaneg, tra ma zav ouz ar c’hos-kleuzennou you spouronnus ar gaouen…
Mouez Meneou Kerne na ve ket klevet, koulskoude, gant an holl, — zoken gant kement a dlefe he c’hlevet, siouaz ! Evit he c’hlevout, eo red bezan ganet en Kerne pe, da vihanan, beva enni ha gwestla d’ezi eur garante frank… ha c’hoaz eo diez, rak Kerne na gar ket nemeur al lez-vugale.
Kerne a zo eur vam vad, mes ive pegen pismigus ! N’he deus teneredigez ha na ro madelezou nemed d’he gwellan krouadurien. Ar re-man ne d’int ket stank, laret hon deus, mes karout mad a reont o mam. O mouez, emê, n’eo ket kaer awalc’h evit hi c’hâna, o c’homz entanet awalc’h evit he meuli nag o c’halon birvidik awalc’h evit testenia d’ei oc’h anaoudegez-vad. Hag e welomp anê, neuze, oc’h unani o c’hâniou, o meulodiou, o c’harante evit sevel d’o mam eur barzoneg dispar, kân peurbadus, elec’h ma weler kemmesket levenez ha glac’har pep remzi, eus an amzeriou guzetan d’an amzer a vreman.
Unan a vugale Kerne, eur plac’hig yaouank, bet ganti digant Doue donezonou a c’hened, a furnez, a spered, bet ganti, dreist holl, hag en eun doare ijinus, donezon ar varzoniez, a ginnig hirie d’he Mam-Vro eur gurunen goant a zoniou hag a werziou c’houek.
Evel ma lavaromp uheloc’h, Koulmig Arvor he deus pleet abred hag a zo bet chomet, meur a wech, hep mar da chilaou ar c’hân tener a zav diwar Meneou he bro. C’hoantât he deus goude rei d’ar c’hân eur c’horf, d’ar vouez komzou, evit gallout, evelse, rei lod d’ar re-all en evurusted gouzanvet ganti hec’h-unan. Ha setu perak hon deus hirie, dastumet en eul levrig ar bravan, ar pez a glask pep Kernevad, pep Kernevadez : Mouez o Bro a gresk levenez, Mouez o Bro a zistân poan hag a luskell anken… Setu perak hon deus hirie Mouez Meneou Kerne !
Kalz a chom zouezet e c’hall eur plac’h yaouank sevel evelse danve eul levr. N’eus ket gwall bell c’hoaz eur c’henvreur a lare dirazon : « Penoz eta he deus gallet Filomena Cadoret ober labouriou ken kaer, pa welan ken stank en dro d’in tud pell muioc’h disket ha n’int ket gouest, peurvuian, da zispag an disteran mennoz uhel ? »
Penoz ? N’eo ket diez displega an dra-ze. Ar pez a laz breman hon bro, ar pez a zifram ac’hanomp diganti, ar pez a lak da wenvi hon c’halonou, ken buezek koulskoude, eo an Divroerez. An aërouant a rê kement a spont d’hon Brizeuk meurbed karet, an eus roudennet breman pep tachen a Vreiz. Kement traouien beuc’hus, kement plenen binvidik, kement koad didrouz, kement lanneg moredet a zo treuzet ha hedet gantan. E c’houistelladennou dipitus hag e drouz-ifern a drubuilh anaon af Re-Goz, a strafilh an evnedigou, a voug mouez an Delen, a spouron an dud oajet hag a dro penn ar yaouankiz gant sorc’hennou diboell ha, Doue oar, pegen noazus…
Eur bern tud a gwita ar vro bep bla, eun niver brasoc’h a zivroidi en em zistol warni evel eur wagen-vor, hag ar rederien baour-man n’o deus na spered-bro, na tiegez, na oaled abed ! Henvel int ouz sardon ha gwesped. Kollet gantê o spered-bro — diaze pep peuc’h ha pep evurusted — ne c’houllont mui kroui eur rusken ; ha nag e rafent, n’ouzon dare hag int a vefe gouest da boanial, enni, evel o c’henvroiz chomet doujus da rouden ar Re-Goz. Bezan int, siouaz d’ê, tud diwriennet, tud dianket. Dre-holl eman o bro, mes neblec’h ne gavont an oaled o deus kollet. Pebez gaou o deus groet outê o-unan, ma Doue, ha nag e karfemp laret d’ê, ken aliez de ma zav an heol, heol lintrus Breiz, a dom kenkoulz ezili ar bevien hag a ra ouz pep lochen eur palez a yec’hed hag a frankiz… Ya, nag e karfemp laret d’ê :
An oaled !… Gir tener, ne glever siouaz ken,
|
Nan, ar ween hep gwriziou n’hall stourm ouz an avel ! O chilaou bep beure ha bemnoz Mouez he meneou, Koulmig Arvor he deus meur a wech pouezet talvoudegez eun oaled. En karante an oaled he deus kavet he galvedigez, ha setu a belec’h e teu d’ei an donezon gaer a lak kalz a dud zouezet.
Netra gaeroc’h, eme furnez an dud koz, eget genel, beva ha mervel en hevelep lec’h ! Hon zelennourez yaouank a zo neuze evurus. N’he deus biskoaz anavezet trubuilhou ankenius ar c’hêriou, hag o spouron na strafilh tam he c’halon dinam. Evurus eo gant evurusted ar maeziou, evurusted na ve ket dalc’hmad anavezet, o vezan ma ver boazet da vevan ganti. Gouzanvet start e ve koulskoude, goulennit kentoc’h digant ar potr—saoud a gân hep goût d’ezan, war zigare e richân an evned ; digant al labourer, pa zav e gein en kreiz e bark, ha pa deurve an heol binniget, a-dreuz eur beurevez mougenet, evel ma weler ken stank en bro Gerne, strinka warnan eur bân a sklerijen ha karga e galon a levenez hag a zudi ; digant kement hini, en eur gir, a gemer plijadur o sellet ouz an dremwellou, finvus evel an amzer, hag a ginnig, dre-ze, da zaoulagad ar Breizad, a-leiz a daolennou koant ha diskwizus…
Koulmig Arvor a zo eta evurus gant evurusted ar maeziou. Ne oar ket pegoulz e teuï an Ankou da droc’ha d’ei kerden he zelen aour ha d’he c’has, goude, dreist koumoul he meneou, d’al liorz dispar elec’h ma zav kâniou ar Varzed ha kantikou hon Zent koz evel eur môr a zudi etrezek trôn an Drinded. Mes ganet [eo] ha beva ra en eun ti bihan koant, koant, zavet en eun draouiennig kled elec’h na goue ket avel binimus an droug na korventenn ar gasoni. Eno eman he bue hag he gwellan pinvidigez ; petra a fell d’ei mui ha gant petra ouspenn e c’hallfe bezan trubuilhet !
Ker-Sioul ! Gwaskedet a bep tu, troet d’ar zav-heol, garlantezet a vleuniou, digemerus da zôr breizek, c’hoarzus da brenestrou gwer gant o ridochou gwenn, ar Goulmig a gân ennout noz-de, hag a lavar d’an holl pegen kevanus eo beva war douar Breiz-Izel, n’halle kavout neiz dereatoc’h !
Miret beo war an hevelep oaled an tân zakr c’houeet gant ar Gendadou, skoulma warni anellou ar chaden a unan ac’hanomp a rum-da-rum d’ar re o deus diazeet ha roet d’an tiegez eun hano, n’eo ket kenderc’hel eun tam labour ar C’hrouer e-unan, an eus teurvezet rei eun tiegez da bep den, eur vro da bep tiegez hag eur bobl da bep bro ? An tiegez a zo d’an oaled evel ar frouez d’ar ween ; dispennet an oaled, tiegez abed, ha hep tiegez n’eus ket a vroadelez pe, mar d’eo gwell ganac’h, a spered-bro. Ar vro a zo groet gant tiegeziou, gant « familiou », ha nan gant tud. An den a zo dic’harp, diskoazel ; an tiegez an eus eun diaze, an tiegez an eus gwriziou. Gwasât torfed eneb d’ar vro ha gwasât gwalen tennet war an dud, an de ma teuas an Dispac’h villiget, en eur c’hoantât, tra diskiant ! lakât an holl war an hevelep troad, — da ziskar galloud ar penn-tiek, da zismantri an herez gant pep marv, da sklabeza ha da deul goude, hep difenn, pep ezel etre treid ar bed ! Gwechall ar peadra a oa padus, an herez a oa zakr, ar mab a gemere micher an tad, an ti a chome en e zav ; en kichen hirie, o vezan m’eo red lodenni re aliez ha paea bep wech truachou pouner, eun tiegez ar c’hrenvan na bad ket peurvuian hirroc’h evit e berc’henn. « Ha goude ! e vo laret d’in, marteze, breman da vihanan pep hini a dap e dam, d’ezan neuze da chach gwellan ma c’hall war e sparl bihan ».
Gwir mad eo, mes aman en em gaver c’hoaz en hevelep pâl ganin. Hag e c’houlennan adarre petra e c’hoarve
neuze gant an tiegez. Diskaret eo, nekwir ! Hogen, an herez, zakr gwechall, a dalc’he an tiegez en e zav ; ha heman a chome, daoust d’an amzeriou diez, kavel binniget ar ouenn, minihy pe repu e ziskennourien —
ar penn anezan a vire ar garg a dad, — hag, ar pez ar gwellan, kastell-krenv ha difennour giziou fur ar vro. Breman n’an eus kazi tiegez abed ken ; labour ha poan ar re goz, berniet gwechall a rum da rum, a zo pulluc’het araok m’eo diskennet o c’horf er be ; an tiegeziou a van c’hoaz, a bad d’an hirran daou pe dri remzi. Hag ar vro, kollet ganti an dud vad a zistrempas he douar gant c’houezen o zâl, a zo renet gant divroidi divergont, tud zavet fall, aotrone kouezet diouz lost ar c’har, hag a gemer eur plijadur diaoulek, p’o deus flastret dindan o zeuliou al loden vrasan eus ar bobl, o waska hag o heskinât an dornadig tud chomet digabestr hag a vir c’hoaz nerz-kalon awalc’h da stourm ouz al laeron, ouz sunerien gwad ar Vretoned…
Ma c’henvroïz ker, teulet mar plij eur zell en dro d’ac’h, ha laret d’in hag en n’eo ket gwir !
Hadlaret a ran c’hoaz, e zo groet eun torfed spontus eneb d’ar vro ha chachet war an dud ar gwasan gwalen o laza an tiegez. Ni, Barzed, a stourmo, a dra zur, tra ma chomo ganimp eun elven-vue ; mes keit ha ne vezo ket hadsavet an tiegez, hon foan, doan braz am eus, a dougo nebeud a frouez mad.
Difennomp eta an tiegez ; poaniomp evitan hep damant ha kennerzomp ar re — niverus evit c’hoaz — a vrezell evit an oaled ! Enor d’an dud a chom kendelc’herien ar c’hiziou yac’h, difennourien ar Ouenn ha, dre eno, skouer ha kelennerien o c’henvroïz. O labour a zo talvoudus, heuilh a reont eur c’halvedigez uhel, hag an aotro Doue a skuilh warnê e wellan, e builhan bennoziou !
Bez ez eus tud hag a gred d’ê, dirak froudennou ar bed, ar spered-diavez hag an diskadurez impliet fall, eo diez, kazi dreist nerz an den zoken, miret bev ar c’hiziou fur ha derc’hel an tiegez en e zav. Netra ezetoc’h. Ha kement-man a zigas envor d’in eus ar c’hentan gwech ec’h is d’eur pardon brudet braz ha darempredet kalz — hini Zant-Kare, a gredan. Aboue zo pell, pell. Bihan a oan, dianaoudek eus pep tra, mes d’an oad-se kement a ve bet gwelet a chom garanet mad er spered. Eno e tiskis da gentan peseurt krog o deus ar zent war hon Bretoned, ha perak, kaer a zo, me deuer ket a-benn da vouga en hon diabarz fulen ar fe.
Frealzusât tra ! Pell araok e oa divizet mont d’ar Chapel-Neve. Da zul ar Pentekost, abred ouz ar mintin, e oa staget. Araok an ofern e tigouechomp. Amzer da zistaga, da zibri eun tam, ha ni d’ar chapel. Ti ar Werc’hez, kaer ha kempennet brao kenan, gant listri, banniellou a vern hag a bep liou, goleier o steredenni, tud o pedi, a zeblante d’in eur porched Baradoz, ar pez a oa, en gwirione. Skeuden Itron-Varia-Drue a-us d’an aoter, ar Werc’hez ouz troad ar Groaz, he Mab Zantel war he barlen, Hen marv ha goloet a c’houliou, a vantras ac’hanon. Ar bugel a zo evelse : e spered eon c’hoaz, e galon digailhar, o welet taolen ar C’halvar, hep en intent ervad, ec’h anave dustu, gant zikour ar c’hras, karante divent ar Zalver evit an dud hag ar poaniou braz a goustas d’Ezan o dasprena. Lec’h abed d’azea hag ouspenn an ofern-bred a ve laret ebarz an tour, enpad ar pardon, dirak eur môr a dud. — « Deomp emaez, e laras ma zad (marv aboue, Doue da vezan gant e ine !), frankoc’h e vo warnomp ha welloc’h e heuilhfomp an ofern… » Ha ni emaez. Ar c’hleier a vralle d’an drived zôn ; ar vugale a gase trouz ar pardon gant zonerezed ha garmadeg ; en dro d’imp ar bevien, an dud gouliet ha mac’hagnet, a c’houlle aluzen en han Doue : « Eur gwenneg bennak d’ar paour ive, ma zud kez ! » eme unan. « Kemeret true eus ar paourkez dall » e lavare eun all. A dam dost d’imp, eur vaouez, hag e welis aliez goude en pardon ar Goz-Yeodet, a gouezas en droug-zant. Klevet a ran c’hoaz he dent o strakal en he fenn kenkoulz ha ma welan diou pe daer amezegez o terc’hel d’ei he diouvrec’h reudet ha neziet gant ar boan. Paourkez klanvourez !
Enpad an ofern, daoulinet war ar yeod glaz, ar bobl a bede hag a bede kalonek. Eun heol tom, distanet gant eun ezennig flour ha gant skeud ar gwe — chapel Zant-Kare he deus c’hoaz miret he c’hurunen gwe braz, daoust d’al lezen zod a lak breman meur a vaer da zizolo ar berejou evit ober eur gwenneg bennak diwar goust ar re-varo, mezuzât tra ! — eun heol tom eta, a baree hag a greske kaerder ar gouel. Miret am eus meur a gomz eus prezegen ar pardoner, a zisplegas ken lugernus karante ha true ar Werc’hez evidomp. Warlerc’h an ofern, lein ebarz eur prad, e tal ar chapel ; goude, d’ar gousperou ha d’ar prozesion, heman kaer, a dra zur, hag a zeblante kalz kaeroc’h o vezan ma oan bihan.
Hag e teuas adarre koulz an distro. Kenavo d’ar Werc’hez truezus, eur pok d’he skeuden garet, kenavo d’ar pardon, tremenet pell re vuhan, ha ni war hon c’hiz, leun a frealzidigez evel ma ve ar Vretoned pa darempredont gant doujanz ha fe pardoniou zantel o Bro.
Bet on c’hoaz aboue er Chapel-Neve. Bep wech am eus kavet an hevelep evurusted ha bep wech e teu sonj d’in hag eus komzou ma zud hag eus al laouenedigez a welen o virvi war o dremmou. Mont d’eur pardon gant an holl vugale a zo d’eun tad ha d’eur vam eun diskwiz en kreiz poaniou ha trubuilh ar vue, eur c’hennerz da vont war araok gwelloc’h evit biskoaz. Ar vugale a heuilh goude skouer o zad hag o mam, ha, d‘o zro, e tiskont d’o bugale ive ar wenojen a gas da bardon pe bardon a Vreiz. Pelec’h eman, laret d’in, ar Vretoned n’o deus ket en dro d’ê, a bell pe a dost, eur pardon elec’h ma ’z int bet kaset gwechall, elec’h ma kavont bep bla ar feunteun vurzudus a skuilh en dro d’ei yec’hed ha bue ? Pelec’h eman ar Vretoned ha na garont ket, dreist ar c’hleier all, kloc’h eur chapel bennak, ha n’hallont klevet e vouez hep ma teu kerkent takennou puilh a zour da ruilhal war o diouchod ?
Sed aze penoz e ve miret ar c’hiziou fur ha dalc’het eur vro war zao ha didrec’h. Ha kement-man — arabad en ankouas ! — a zo gwir, nan hepken evit ar fe, mes c’hoaz evit kement a zell eus bue eur bobl. Eun herez hon deus bet digant hon C’hendadou ; n’hallomp koll loden abed anezan hep hen dismantri a-bez, da laret eo, hep en em varn da vervel evel pobl ha da vezan, prestik goude, sklavourien ha divroidi war douar hon c’havel, ha houman eo gwasan gwalen e vir an aotro Doue d’ar poblou a nac’h o histor hag a dro o c’hein d’o galvedigez.
C’hoaz eur wech, hag ec’h achuan, a-benn karout eur vro evel m’eo dleet, e fell anavezout anei ervad, hag a-benn anavezout anei ervad e fell genel enni, beva enni ha kavout enni gwriziou dôn. Hag e tizroan a-neve war bez a laran uheloc’h d’ar c’henvreur zouezet a c’houll diganin ma sonj diwar-benn oberourez Mouez Meneou Kerne. Filomena Cadoret a zo eur Goulmig a Vreiz-Izel. Evel ma tenn ar blanten he bevanz eus an douar elec’h m’eo diwanet, evel ma teul hep ehan ar vleuen c’houez vad en dro d’ei, evelse hon C'houlmig, a gân, hep poan, ar pez a wel, ar pez a gar, ar pez a c’houzanv ; hag a gempenn en eur zôn, a zastum en eun diskân, peadra da lakât, goude Kerne, Breiz a bez da dridal !
Ya, Mouez Meneou Kerne a vo da bep gwir Vreizad, da gement hini n’an eus ket nac’het e vro, eun horzennig, eur garlantez a vleuniou hanv, a strink en dro d’ê, gant karante ar vro, gant furnez ar giziou koz, douster eun nosvez-vae pa zav c’houez ar spern-gwenn dreist ar girzier ha pa deu an deliou, c’hoaz o tifluka, da greski donder ar c’hoad ha da garga anezan, enpad ma kân an eostig-noz, a hunvreou alaouret, hunvreou a blij kement d’ar Varzed…
Na petra laret breman diwar benn pep bleuennig ? Aman ma fluen a garfe kerzet ha skriva el lizerennou skedus hano kement perlezen a welan kuzet el levr ; mes eun dra bennak a lavar d’in goustadik : — « Pec’het eo ober ze ; lez kentoc’h pep hini da laret a greiz-holl, zebezet : Ma, sell ’ta, ar sonj-ze am oa ive… Ya, ya, ze zo bet digouezet ganin, mes biken n’am bije gallet en displega !… — ha plijadur pep unan, evel ouzout, a vo neuze brasoc’h, rak e spered na vezo ket sparlet gant eur varnedigez estren… »
Hag em eus zentet… Laret a rin koulskoude — oh ! hep digerri al levr, ma chomo ar boulc’h kentan anezan gant e rakprenerien niverus — ez eus en Mouez Meneou Kerne zoniou, gwerziou ha barzonegou eus an dibab. Kavet e ve ennê ar pez a glasker dalc’hmad : bue a-leiz, spered lem, mennoziou uhel, teneridigez, freskadurez hag ive — herve an danve — eun dristidigez vreizek, tristidigez a frailh ar galon en eur zevel anei uheloc’h c’hoaz etrezek ar spi, tra ma koue warni, en giz eul louzou mad, glizen ar frealzidigez.
Kenvroïz ker, c’hoant ho peus da gavout plijadur, c’hoant ho peus da gavout levenez, c’hoant ho peus d’ankouas pe da zistan ho poaniou, c’hoant ho peus da garout welloc’h ho Pro ha da gavout nerz da lakat karout ha meuli anei dre-holl ? Kemeret neuze levr dispar ho kenvroadez, Filomena Cadoret, chilaouit ennan Mouez Meneou Kerne, hag e klevfet, war an dro, ar flouran kân a zavas biskoaz eus traouiennou an Argoad, kân dudius Koulmig Arvor !
Kerbernez, gouel zant Servez 1912.