Digemer mad

Eus Wikimammenn
Moulerez ar Gwaziou, 1912  (p. -)



Digemer mad


————


Goulennet ho peuz diganin, ma c‘henvroadez ker, skriva eur gir a digemer mad en penn-kenta ho levrik. Ha setu aman ar gir-ze, eur gir hag am befe c‘hoant a vije lennet er bed holl, evit ma ouiche ar bed holl a zo ganet da Vreiz koz eur Verc’h dispar hag a c‘houez en hi c’halon, yaouankoc’h evit biskoaz, awen hon drouizezed gwechall, d’ar c’houlz ma vije troc’het gant felc’hier zakr bodik glaz an uhelvar en Koajou Brekilien.

Nen euz telen abed en ho taouarn, o Filomena. Ho pizied n’o deuz disket nemet gwriad, mes ho spered a nij a-uz d‘ho noadez, ho spered a zo eun « noadez-er » gant dioueskel lugernus, hag a oar gwriad hunvreou kaer, pere a bado pelloc‘h ’wit kement korfen pe kement broz ho po staget warne ho taoulagad skler, o kemenerez yaouank. Nann ! nen euz telen abed en ho taouarn, mes an ine a gan en ho mouez, pelec’h e man an delen arc’hant pe an delen aour kap da zon evelti ?

N’am euz klewet ar vouez dudiuz-ze nemet eur wech ; mes, keit ha ma vewin, e klewin anezi, evel en deiz binniget — zonj ho peuz — ma zavas, dindan an oabr koumoulus, ewit meuli eur gonterez koz, kousket en bered Penvenan. Paour kez Liz Bellek ! Kalz a draou kaer a oa bet laret diwar he fenn, hag en gallek, hag en brezonek, gant tud kustum da gozeal braw. Mes pa dostaaz d’ar bez eur Gernewadez, gwisket e giz Roztrenn, ha pa ’n em lakaz da ganan, kroazet he daouarn ganti war hi davancher, ar maronad he devoa kompozet da vaouezik Treger, kement-hini a oa eno a blegaz e benn, evel pa vije bet Spered ar Varzed braz, Spered Gwenklan ha Taliezin, o tistrei d’ar vuhez war muzellou ar ganerez. Kenavo, adalek neuze, an dud gouiziek ! Holl e stouent o c’halonou dirak ar gemenerez dister, rak er plac’hig-ze Breiz koz a oa hadvew, Breiz koz a oa hadyaouank !

Bennoz Doue d’ac’h, Filomena Cadoret ! Ra vezo ho zoniou arri mad en peb ti Breiz ha gant peb Breizad ! Ra vezint kanet war douar ha war vor ! Eur feiz don hag eun esperanz hir a zo enne. Nann, nann, n’e ket maro c’hoaz bro Velleda, bro Vivyan ! Ar levrik bihan-man a zo ennan eur gentel vras. Ne c’houllin ewitan nemet eur mennad hepken, da laret eo ma tisko da bep-hini ar pez en euz disket d’in ma-unan : karoud mui-ouz-mui hon gouen, hon bro hag hon iez, ha beza zur, keit ha ma vo kemenerezed evel Filomena Cadoret da wriad d’ê dillad a seurt-man, na varwfont biken.


Anatol Ar BRAZ.


Porz-Gwenn, an drede a viz Gwengolo.