Mont d’an endalc’had

Kaerder Breiz-Izel

Eus Wikimammenn
Moulerez ar Gwaziou, 1912  (p. 23-26)



Kaerder Breiz-Izel
————


WAR DON : J’aime surtout ma Bretagne.



O pegen kaer out, ma Breiz-Izel,
Gant da zaonennou gwaskedet ;
Gant da veneou soun hag uhel
Karget a reier morgousket !

Diskan :

O Breiz-Izel, o bro dudius,
Tei a zo kaer, te zo dispar !
Ennout e ver bepred evurus ;
O ma Breiz-Izel, me da gar.

Kaer eo klevet, ’barz da vrouskoajou,
Al lapoused o kanan flour,
Hag o savel eus da draouiennou
Hiboud sklintin ar wazig dour.

Kaer eo gwelet, gant gliz an noziou,
’Touez da c’hlazennou, bleun lirzin,
O lintra evel perlezennou,
Dindan bannou heol ar mintin.

Kaer eo en noz, ’us d’it o lintran,
En bolz an nenv, loar ha stered,
Henvel ouz sellou an teneran
O tiwall da hun, Breiz karet.


Kaer out, gant bleun an neve-amzer,
Gant parkadou ed gwen an hanv,
Gant del alaouret ar goz-amzer,
Ha kaer gant linsel wenn ar goanv !

Ya, da zouar ’zo kaer, Breiz-Izel,
Ken kaer evel en amzer goz ;
Mes marteze da Ine zantel
A hirvoud bemde d’hon zud koz.

O Mamm-vro garet, sec’h da zaerou ;
’Vit Breiziz, me lar d’it hirie :
« Mar oa gwir Vretoned hon zadou,
Ni a vo d’e gwir vugale !

« Ni ’zalc’ho start d’az yez. d’ar giziou,
O deus grêt bepred da enor ;
Ar fe, nerz ha sklerder ar broiou,
N’az kuitao biken, Arvor ! »