Mont d’an endalc’had

Katellig a deu c'hoant d’ezi da vont da Bariz

Eus Wikimammenn
Imprimeries Réunies A. Bouteloup et fils Aîné, 1913  (p. 8-10)



III. — Katellig a deu c'hoant d’ezi da vont da Bariz


Setu penaos e tremene deiziou Katellig Kerheol.

Deuet oa en oad da zimezi, hel lavaret am eus, hag an tad a lavare ennan e-unan : Emaon o vont war an oad ; dizale marteze e teui ar c’hlenved pe poaniou an izili skuis gant al labour. A drugare Doue ema Katellig aze hag a gavo eur paotr dioc'h he doare da labourat va douarou pa n’hellin mui hen ober ! »

Katellig avat n’oa morse hano ebet ganti eus an dra-ze. Petra zonje ?… Petra yoa en he fenn ?… Ne zaleot ket da c’houzout.

Eun dervez e teuas paotr al liziri da zigas eur paper d’ar plac’h yaouank. Katellig n’oa ket kustum da gaout liziri digant den, ha setu perak e oe eun tammig nec’het o regi ar golo.

Setu ama petra a yoa war al lizer-ze :

Katellig, va mignonez ker,

C’hoec’h miz a zo abaoue m’emaon e Pariz, ha kredabl eo ec’h eus ankounac’heat ar vignonez vihan a veze ganez gwechall o tiouall ar zaout e traonien Prad-Kelve. Me koulskoude am bez sonj ac’hanout alies, alies.

Gwechall, p’edomp hon diou o redek ar pardoniou, e komzemp eus meur a dra. Eun deiz, e Santez-Anna, fresk eo em spered evel pa vije bet deac'h diveza, e liviris d’it : « O na me a garfe mont da Bariz da jom ! Eno ez eus traou kaer, ha nag a blijadur a dle kaout an dud eno ! » Setu me e Pariz ! Hag e lavaran d’it ec’h en em blijan kenan. Plac’h oun en eun tiegez tuchentil eus ar re wella. Plijadur am eus ; ama ne deuer ket da inoui ! Gounit brao a ran ivez.

Paour kez Katellig ! Ma welfez penaos ema an traou ganeomp-ni dre ama ! Ma welfez pe seurt kemm a zo etre hor buez ha da hini !… Sell, truez am eus ouzit !!!… Eur plac’h koant eveldout chom da duriat an douar !!!… Gant ar yec’hed az peus, mintouelle ! e c’helfez ober kaeroc’h !

Ni a zo dre ama eun toullad Bretoned ha Bretonezed kustum d’en em welet eur wech an amzer…

Ma teufe c'hoant d’it da zont d’hor c’haout d’ar gear vras, hep mar ebet e vezo kavet eur « plas » d’it, ha n’eo ket unan zoken, mes kant !… Ne pefe ket a geuz, hen toui a ran d’it.

Gra da zonj eta, ha skriv d’in.
Kenavo, Mignonez ker. Kred ac’hanon bepred

Da wella Kenvroadez
Gwenola ’r Floc’h

Katellig a jomas mantret.

« Mont da Bariz ! Mont da Bariz ! emezi outi he-unan, petra c’hoarvez gant hounnez ? Daoust ha kollet e vefe he fenn ganti ?… Ha penaos e kav da hounnez e c’hellin-me dilezel va zad, va mamm, evit mont du-ze, brema pa n’o deus nemedon da rei skor d’ezo ?… Nan, nan, an dever da genta !!! »

Betek an noz avat e chomas al lizer war he spered, hag en noz-se ne gouskas ket eur berad, me laka. Tri dervez goude en-deün ne levare mui : « Daoust ha kollet e vefe he fenn ganti ?… »

Ped gwech e lennas al lizer ? N’eus den a gement a c’houfe hen lavaret d’eomp. Ha bep tro e kolle he bolontez eun lammig eus he nerz. A-nebeudou oa deuet da lavaret kement-ma outi he-unan :

« Mont da Bariz n’eo ket eun dra zivalo. mechans ! p’eo gwir e lavar Gwenola eo eürus, he deus plijadur hag he c’hounit arc’hant bras… Ha me ivez a C’hellfe beza eürus, kaout eun tammig plijadur ha gounit arc’hant d’in ha d’am zud !… Goude-ze me a zimezo… »

« Gounit arc’hant d’in ha d’am zud ! setu aze eur gavaden vrao great gant Katellig ! Brema e c’hell bale… da zisplega he c’huden d’he zad had he mamm ! Evit sur e roint o asant dioc’htu, pe ez int diskiant !!!…