Katellig a lavar mont da bariz
D’ar zul warlec’h Katellig a skrivas da Wenola, ha setu ama petra lavare d’ezi :
- Gwenola ger,
Strafuilhet oun bet gant da lizer. Peadra a yoa, e gwirionez, da veza souezet.
Te a lavar d’in mont da Bariz !!!… Biskoaz n’em oa sonjet e kement-se. Ha koulskoude, evit lavaret mat, eun nebeut bloaveziou a zo n’en em blijan ket nemeur war ar meaz, ha ma vije bet kinniget labour d’in e Kemper pe en eur gear-all bennak eus hor bro, hep mar em bije lavaret kenavo d’ar parkeier ha d’ar zaout. N’em eus ket bet a dro d’hen ober, ha setu perak emaon atao e Kerheol Fouenan.
Eat oac’h pemp pe c’hoec’h ac’halen da Bariz, eur pennad a zo, hag o veza ne skrivont ket d’ar gear da lavaret ez a fall an traou gante, e c’hellan kredi ez eont braoik, kouls ha ganez, va mignonez.
Te a lavar a-walc’h mont da Bariz ! Ya, lavaret a zo eas !… Ha petra deuin-me da veza eur wech digwezet eno ?… Setu an dalc’h !… N’eo ket ma tisplijfe d’in mont betek du-ze ; abaoue m’am eus lennet da lizer zoken ez eus eun dra bennak ennon o lavaret d’in e rankan mont.
Gwel eta, plac’h kez, ha te a gavo eur garg bennak evidon, n’eus fors petra da genta, evit gwelet ; ma n’en em gavan ket em zu eno, goude me a glasko kaeroc’h.
N’em eus lavaret netra c’hoaz d am zud. Ha da ober petra ez afen da sponta anezo a-raok ma’z eus netra c’hreat ? Hag ouspenn-ze, gouzout a ran e vezo gwall denn ar c’hrogad : an tad n’asanto biken.
O ! mar galfen mont d’az kaout !
Hast afo skriva d’in ; ne badan mui gant ar vall am eus da veza e Pariz !
Da c’hedal, kred ac’hanon ivez
|