Katellig Kerheol
E Kerheol n’ez eus nemet daou diegez : n’eo ket
bras ar geariaden eta, ha setu perak n’eo nemeur
anavezet.
Ma vijec’h eat di dek vloaz a zo brema, ho pije kavet eno eun tiad tud eürus, pevar den ennan : an tad, ar vamm, eur verc’h plac’h yaouank hag eur paotrig a bevarzek vloaz.
An tad, Jakez an Ti-Men a read anezan, eun den a bemp bloaz hag hanter kant pe wardro, gwenn e vleo, sounn c’hoaz evelato war e zeuliou, a yea bemdez d’ar parkeier da labourat gant eur mevel pe zaou, dioc’h ar prez labour a veze. Dimezet oa da Drifina ar Vengleuz, hag eus an dimezi-ze en doa bet pemp bloaz warnugent a yoa, eur verc’h koant meurbet, rus he diou jod, gouenv he diouvreac’h ha skanv he zreid, bleo melen evel an aour o lugerni uz d’he zal, ha daoulagad c’hlas en he fenn. Ya, koant ha fur oa, ha labourerez vat ouspenn, eur gwir denzor evit he zud. Gant-se, n’eo ket souezus he divije plijet d’an dud yaouank a dro-war-dro. Meur a hini o doa zoken kinniget da Jakez an Ti-Men lakaat anezi da vestrez en o ziegez. Katellig avat a rea skouarn vouzar hag a lavare atao : Divezatoc’h ni welo…
E kreiz he brud evel ma edo, leun a nerz hag a yec’hed, karet ha meulet gant an holl, en eur vro el leach mac’h eve bemdez da bep mare eus an deiz ear yac’hus ar mor, me lavar d’eoc’h ez oa Katellig Kerheol an eürusa plac’h yaouank a vije gellet kaout e nep leac’h.
Na kaer oa he gwelet da zeiz pardon santez Anna
o vonet gwisket en he c’haera d’an oferen-bred
d’ar japel vrudet !… Na kaer veze he gwelet o tougen
er brosesion eur skeuden pe eur baniel ! Na
plijadur he doa hi he-unan !… Ha goude ar gousperou,
echu an ofisou, peger bras veze he dudi oc’h
ober gant he mignonezed he zroig bale endro d’ar
staliou !
Ya, eürus oa Katellig Kerheol.
Er parkeier, er beilhadegou, er goanv, e kichen an tan pe o kas ar c’harr-neza, Katellig a dremene mareadennou laouen, a rea huvreou dudius gant Merc’hed yaouank he oad. Pa dostae eur gouel bras e lavared : Me a zo va zro da vont d'an oferen-bred ! » — « A-benn pemzek dez, a-benn eiz dez, ema friko Jakez ! » — Er bloaz-ma ez aimp d’ar Pellgent ! Gant ma vezo brao an amzer ! » Peadra da leunia ar galon. Al labour en doare-ze a zo skanvoc’h, eun tamm mat.
Truezi a reer war stad an dud diwar ar meaz, ha n’eo ket hep abeg, sur mat ; tenn a vez o labour alies ; koulskoude, nag a levenez o deus ivez bep eur mare !… Ar zul, ar pardoniou, ar foariou, an eureujou, ar yec’hed, boued atao da zibri, pe vat pe fall e vez an amzer ! N’heller ket lavaret kement-all eus labourerien ar c’heariou, pell ac’hano…
Evit lavaret ar wirionez penn-da-benn, gwelet em eus peorien e kear, goloet a druilhou, liou an dienez en o c’herc’hen, du gant an naon, klanv gant an diouer eus eur bern traou red. N’em eus gwelet morse peorien reuzeudik war ar meaz.
O tud kez ! a zilez ar measiou evit mont e kear, o kredi e kavot eno mel da lipat ouz ar mogeriou, huvreal eo a rit, ha peger kris e vezo d’eoc’h dihuna marteze e kreiz an dienez, evel kement a reou-all ! Ya, an dienez ar wasa, re alies, siouaz ! setu eno loden an darn vrasa eus an dud diwar ar meaz a ya e kear.