Mont d’an endalc’had

Katekiz historik/Eil Gévren - X Gentel

Eus Wikimammenn



DÉKVED GENTEL.
Eûz ann Dazorc’hidigez hag eûz ar Vuez peûrbaduz.

Na dléomp két servicha Doué, war c'héd da véza euruz er vuez-man, é péhini aliez ann dûd fall a zô enn eûr-vâd, hag ann dûd vâd enn enkrez. Goudé ar marô éma hon holl c’héd. Kridi a réomp pénaoz hon énéou na varv két, ha pénaoz hor c’horfou hô-unan, goudé béza bét breinet ha skignet, a vézô eunn deiz da zont lékéat enn hô slad kenta gand ann holl-c’halloud eûz a Zoué, hag unanet adarré gand hon énéou héb béza mui rannet diout-hô ; kément-sé eo a c'halvomp Dazorc’hidigez ar c’hik. Enn deiz divéza ar ré-varô a zazorc’hô évit mond d’ar varn gand hô c’horfou hô-unan ; ar Vuez peûr-baduz a vézô gôbr ar ré-vâd, ar marô peûr-baduz a vézô poan ar ré-fall. Ar Vuez peûr-baduz a zô hévélébékéet er Skritur oud eur banvez pé oud eunn eûreûd évid diskouéza al lévénez anézhi : Rouantélez eo hanvet ivé, évid diskouéza pénaoz ar Zent a zô kalz eurusoc’h enn Énv, égét né d-eo ar rouéed war ann douar. Ann hanô a Baradoz â zô da lavaroût eul liors dudiuz. Hôgen gwîr eurusded ar Zent eo gwelout splann Doué, péhini eo ar c’haerded hag ar vadélez dreist-holl. Enn-énep ar ré-zaonet a zô enn ifern, péhini eo eur prizoun eûzuz, eul léac’h ténval é péhini ind devet gand eunn tan ha na vougô két, ha skrignet gand eur prénv ha na varvô két, da lavaroud eo, gand ar vroudou eûz hô c'houstians. Énô éma al lénvou hag ar skrignou dent, da lavaroud eo, ann doan, ar mantr hag ar gounnar.

Goulenn. Hag er béd-man eo é tléomp géda béza euruz. Lavar. Nann ; goudé ar marô hép-kén eo. G. Hon énéou hag hî a varv ivé gand hor c’horfou. L. Nann, na hellont két mervel. G. Hor c’horfou hag hî a varv évit bikenn. L. Nann, hôgen bétég ânn Dazorc’hidigez hép-kén. G. Pénaoz é c’hoarvézô ann Dazorc’hidigez. L. Ar ré-varô holl a géméro adarre ann hevélep korfou hô doa pa oant béô, évit béza kaset da varn Doué. G. Pétrâ a zeûint-hi goudé ar varn. L. Divez ar ré vâd a vézô ar Vuez peûr-baduz. G. Na divez ar ré-fall. L. Ar marô peûr-baduz. G. Pétrâ eo ar Vuéz peûr-baduz. L. Ann éhan eo ha lévénez ar Baradoz. G. Pétrâ eo rouanlélez ânn Énvou. L. Ann hévélép trâ eo. G. Pétrâ eo eurusded ar Zent. L. Gwélout Doué eo. G. Pétrâ eo ar marô peûr-baduz. L. Enkrez ann ifern eo. G. Pétrâ eo hé boaniou. L. Ann dévalien, ann tân, broudou ar goustians.