Katekiz historik/Eil Gévren - XI Gentel

Eus Wikimammenn





UNNÉKVED GENTEL.
Eûz a Béden ann Aotrou.

Chétu Péden ann Aotrou : « Hon tâd péhini a zô enn Énvou ; da hanô bézet meûlet, da rouantélez deûed d’é-omp ; da ioul bézet gréat war ann douar ével enn Énv ; rô d’é-omb hiriô hor bara pemdéziek ; distaol d’é-omp hor gwall-ôberiou ével ma tistaolomp d’ar ré hô deûz gwall-c’hréat enn hor c’hénver ; ha n’hol laosk kéd da gouéza é gwall-ioul ; hôgen hon mîr diouc’h drouk. Ével-sé bézet gréat. » Na lévéromp két va zâd… rô d’in, évit diskouéza pénaoz na bédomp két hépkén évid-omp, hôgen ivé évid ann Iliz holl. Doué a hanvomp hon tâd, dré ma’z eo diout-han é teû d’é-omp ar vuez, kémend ha ma’z omp ha kémend hon eûz, hag ô véza ma hol laka hé c’hrâs da vreûdeur da Jézuz-Krist hé Vap penn-her. Dré holl éma ; hôgen ann Énvou eo dreist pép trâ a ziskul d’é-omp hé c’hloar. Hé hanô a zô meûlet, pa rô d’ézhan ar grouadurien ann énor a zô dléed d’ézhan ; enn-énep mézékéed eo gand ar béc’héjou, dreist-holl gant péc’héjou ar Gristenien, péré a laka ar wîr lézen da véza disprizet gand ann dûd divadez. Rouantélez Doué eo ar vuez peûr-baduz, a c’hédomp goudé ar marô, hag ar c'hrâs péhini hor c’hâs dî, hag a vîr na zeûfé ar péc’hed da véza tréac'h d’é-omp. Ioul Doué a vijé gréat war ann douar ével enn Énv, ma na zeûfemp kéd da heûlia hon ioul hon-unan, ha ma sentfemp da Zoué ével ma ra ann Éled hag ar gwenvidien ; râg hon ioul a zô fall bépréd, pa n’eo kéd hénvel. oud hini Doué.

Goulenn. Livirit Péden ann Aotrou. Lavar. Hon tâd, etc, G. Pérâk na livirit-hu két : Va zâd, etc. L. O véza na bédann kéd Doué évid-oun va-unan. G. Pénaoz ef-hén hô tâd. L. O véza ma en deûz va c’hréat kémend ha m’az ounn. G. Ha n’oc’h-hu kéd hé vâb enn eunn doaré all. L. Ia, dré hé c’hrâs, ô véza breûr da Jézuz-Krist. G. Pérâg é livirit-hu éma enn Énv kentoc’h égéd é léac’h all. L. O véza m’az eo énô é wélomp gwelloc’h hé c’hloar. G. Pénaoz ef-hén meûlet hanô Doué. L. Dré ann énor a rô d’ézhan ar grouadurien. G. Pétrâ eo rouantélez Doué. L. Ar vuez peûr-baduz. G. Pénaoz ef-hi sévéned hé ioul war ann douar. L. Pa rén hé c’hrâs enn-omp. G. Hon ioul hag hî a zô mâd héb béza hénvel oud ioul Doué. L. Nann, na hell béza némét fall. G. Gant piou eo sévénet ioul Doué enn Énv. L. Gand ann Éled ka gand ar Gwenvidien.