Katekiz historik/Eil Gévren - XII Gentel

Eus Wikimammenn





DAOUZÉKVED GENTEL.
Heûl eûz a Béden ann Aotrou.

Ar bara pemdéziek a zô da lavarout ar boéd eûz a bép dervez, ha kément trâ a zô réd évid ar c’hendalc’h eûz ar vuez. Ann dûd holl a dlé anaout pénaoz eo digand Doué é teû d’ézhô hô buézégez, ken d’ar ré-binvidik, ken d’ar ré-baour ; ha bemdéz é tléomp goulenni a-nevez hor bara, ô véza ma teû hon ézomm da névézi bépréd. Ar bara-zé a zô c’hoaz da lavarout ar boéd spéréduz eûz hon énéou, gér Doué, ar c’hrâs, Sakramant ann aoter. Goulenni a réomp ouc’h Doué ann distol eûz hor péc’héjou, ô véza m’az omp péc’herien holl, ha bemdéz é réomp da vihana gwallou skân, péré koulskoudé a zô riskluz brâz. Aotréa a réomp na zistolô kéd Doué d’é-omp ? ma na zistolomp kéd d’ar ré all. Évid en em viroud diouc’h ar béc’héjou, é pédomp Doué da zistrei ar gwall-ioulou hon doug d’hô ôbér, hag enn-divéz, d’hon miroud diouc’h pép drouk, ha dreist-holl diouc’h argadou ann diaoul, péhini eo ann drouk.

Goulenn. Pétrâ eo hor barâ pemdéziek. Lavar. Kément trâ a zô réd évid ar vuez. G. Pétrâ eo da lavarout pemdéziek. L. Éuz a béhini hon eûz ézomm bemdéz. G. Pétrâ eo c’hoaz da lavaroud ar bara-zé. L. Ar boéd spéréduz. G. Pétrâ eo. L. Gér Doué, ar c’hrâs, korf Jézuz-Krist. G. Hag ann dûd holl a ra péc’héjou. L. Ia, péc’herien omb holl. G. Ha nî a dlé distoli d’ar ré all. L. Ia ; mar fell d’é omp é tistolfé Doué d’é-omp. G. Pétrâ a zoug ac’hanomp d’ar péc’hed. L. Ar gwal-ioul. G. Pénaoz éc’h hellomp-ni ôber-penn d’ézhi. L. Dré c’hrâs Doué. G. Piou eo ann drouk. L. Ann Diaoul eo.


————