Katekiz historik/Eil Gévren - IX Gentel

Eus Wikimammenn



NAVED GENTEL.
Eûz a Zistol ar béc’héjou.

N’eûz a zistol évid ar béc’héjou néméd enn Iliz gatolik ; hag eunn heûl eo eûz a gen-unvaniez ar Zent. O véza ma’z omp memprou Jézuz Krist, hon eûz lôd enn hé zellidou brâz meûrbéd ; hag ô véza ma eo Doué, en deûz ar galloud da zisteûrel ar béc’héjou. Ar galloud-zé en deûz rôed d’hé Ébestel, ô lavarout : Digémérid ar Spéred-Santel ; ar ré da béré hô pézô distolet hô féc’héjou, é vézô distolet d’ézhô ; hag ar ré da béré hô pézô hô dalc’het, é vézô dalc’hed d’ézhô. Eûz ann Ébestel, ar galloud zé a zô tréménet d’ar ré hô deûz lékéad da véleien, hag ével-sé eo padet bété nî. Ann Distol eûz ar béc’hejou a zô gréat da-genta er vadisiant, péhini hô lam holl,, kerkouls ar péc’hed orijinal, gant péhini omp ganet, ével bugalé da Adam, kerkouls ar béc’héjou a ra pép-hini, hag a hanveur péc’héjou aktual. Goudé ar vadisiant, éz eûz c’hoaz eur wellaen, péhini eo sakramant ar binijen, a zô réd évid ar béc’héjou marvel, hag a zô talvouduz bépréd évid ar béc’héjou vénial. Ar péc’hed marvel eo ann hini a ra koll grâs Doué, hag a laka da véza dellézek eûz ar marô peûr-baduz, ével al lazérez, ann avoultriez, al laéronsi. Ar péc’hed vénial eo ann hini na voug két a-grenn ar garantez, ével eur gaou skân péhini na noaz da zén, eunn direiz bihan enn dibri, eunn diévézded bihan er béden. Esoc’h eo kaoud ann distol eûz ar seurt péc’héjou-zé ; hôgen ann distéra péc’hed a zô bépréd eunn drouk brâz meûrbéd.

Goulenn. Ha kaoud a helleur ann distol eûz ar béc’héjou er-méaz eûz ann Iliz gatolik. Lavar. Nann, râk na helleur hé gaout néméd dré Jézuz-Krist. G. Da biou en deûs-hén rôed ar galloud-zé. L. D’hé Ébestel. G. Eûz ann Ébestel da biou ef-hén tréménet. L. D’ann eskeb ha d’ar véleien. G. Dré bé zakramanchou eo distolet ar béc’héjou. L. Dré ar vadisiant ha dré ar binijen. G. Pétrâ eo ar péc’hed orijinal. L. Ann hini hon eûz ô tond er béd. G. Pétrâ eo ar péc’hed aktual L. Ann hini a réomb hon-unan. G. Pétrâ eo ar péc’hed marvel. L. ann hini a zellez ann ifern. G. Pétrâ eo ar péc’hed venial. L. Ann hini na ra két koll a-grenn grâs Doué. G. Pénaoz é véz rôed ann distol eûz ar péc’hed aktual. L. Dré ar sakramant a binijen. G. Nag eûz ar péc’hed orijinal. L. Dré ar vadisiant, péhini a zistol a bép seurt péc’hed. G. Ha tec’hi a dléeur diouc’h ar péc’hed vénial. L. Ia, ann distéra péc’hed a zô eunn drouk brâz meûrbéd.


————