Mont d’an endalc’had

Katekiz historik/Eil Gévren - XXI Gentel

Eus Wikimammenn





KENTA GENTEL WAR N-UGENT.
Eûz ar Vadisiant.

Dén na hell mond é rouantélez Doué, némét ganet é vé a nevez dré ann dour ha dré ar Spéred-Santel. Râg ann dûd holl a zô marô é Adam dré ar péc’hed orijinal ; hag ar ré holl a zô badézet, a zigémer ar vuez é Jézuz-Krist. Ar Vadisiant a zô réd éta d’ann holl, d’ar vugalé nevez-ganet zô-kén. Ha mar badézeur eunn dén enn oad a reiz, hé holl béc’héjou a zô distoled d’ézhan, ken ar ré en deûz gréat, ken ann hini en deûz digaset pa eo bét ganet : hôgen réd eo é vé desket mâd el lézen-Gristen ; é krétché enn-hi hag é virfé anézhi dirâg ann holl ; é tinac’hché Satan, hé ôberiou hag hé fougéou ; é rôjé hé c’hér da gemma a vuez,ha da virout gourc’hémennou Doué. Mar d-eo eur bugel a vadézeur, ar paéroun hag ar vaérounez péré a gomz enn hé léac’h er vadisiant, a respount hag a rô hô gér évit-han. Badézi a réeur ô skula dour war ann hini a vadézeur, hag ô lavaroud enn hévéleb amzer : Mé az badez enn hanô ann Tâd, hag ar Mâd hag ar Spéred-Santel. Ar Vadisiant a dlé béza gréat, kément ha ma helleur, enn Iliz, gand eur bélek, ha gand ann holl lidou ; hôgen mar d-eo réd a-grenn, pép dén a hell badézi. Na rôeur kéd ar Vadisiant ouc’h-penn eur wéach, ha pép-hini na véz badézet néméd eur wéach.

Goulenn. Ha réd eo ar Vadisiant. Lavar Ia, évit mond é rouantélez Doué. G. Pénaoz é badézeur. L. Skula a réeur dour war ann hini a vadézeur, enn eur lavarout geriou-bennag. G. Pé c’heriou. L. Mé az badez enn hanô ann Tâd, hag ar Mâb hag ar Spéred-Santel. G. Pétrâ a ra ar Sakramant-zé. L. Lémel a ra ann holl béc’héjou. G. Hôgen pé béc’hed a hell béza gréad eur bugel nevez-ganet. L. Ar péc’hed orijinal en deûz. G. A bétrâ é teû ar péc’hed-zé. L. Eûz a béc’hed Adam, péhini a zô trémenet d’hé holl wenn. G. Pétrâ a dlé ôber ann hini a vadézeur enn oad a reiz. L. Kridi ar gélénadurez Gristen, hag hé mirout. G. Pétrâ a dlé da zinac’ha. L. Ann diaoul, hé ôberiou hag hé fougéou. G. Eûz a bétrâ é tlé rei hé c’hér. L. Da virout gourc’hémennou Doué. G. Pénaoz ar vugalé é hellont-hi ôber kément-sé. L. Ar paéroun hag ar vaérounez a ra évit-hô. G. Ha béz’ é helleur azvadézi. L. Nann, na vadézeur néméd eur wéach.