Katekiz historik/Eil Gévren - XXII Gentel

Eus Wikimammenn





EIL GENTEL WAR-N-UGENT.
Eûz ar Gouzoumen.

Ar ré nevez badézet a dlé digémérout ar Sakramant a C’houzoumen ; hôgen ô véza n’eo két réd enn-holl-d’ann-holl ar Sakramant-zé, é c’hourzézeur anézhan bété ma véz ar vugalé desket a-walc’h. Ann tadou hag ar mammou a dlé deski gand eur préder brâz d’hô bugalé ann holl gélénadurez Gristen, hag hô c’hâs d’ann Iliz ha d’ar skôliou, hervez hô éaz, évid deski énô ar c’hatékiz ha mar teû hô bugalé da véza kollet dré ziwiziégez, hî a zô kiriek eûz a gément-sé dirâk Doué. Ar vugalé ivé, enn hô zû, a dlé akéti d’ar c’hentéliou-zé, hag hô derc’hel héd hô buez. Ar ré a zô desket a dlé béza kased d’ann Eskop ; râk n’eûz néméthan a gémend en défé ar galloud da c’houzoumenni ; astenna a ra hé zaouarn war-n-ézhô, enn eur bidi ar Spéred-Santel ; goudé é verk war hô zâl sîn ar groaz gand al lardérez eûz ann ôléô sakr gréat gand éôl ha gant balzam. Ar Sakramant-zé hol laka da véza gwir gristenien, évit na zeûimp kéd da rusia eûz a groaz Jézuz-Krist, évit ma énébimp gânt kaloun oud ar gwall-ioulou, ha ma vézimp é-tâl da c’houzanvi évid Doué. Évid diskouéza kément-sé eo é skô ann Eskop war bôc’h ar ré a c’houzoumenn. Na rôeur ar Gouzoumen néméd eur wéach, ken-nébeûd hag ar vadisiant.

Goulenn. Peûr é tléeur rei d’ar vugalé ar Gouzoumen. Lavar. Pa ind desked a-walc’h. G. Piou a dlé hô deski. L. Ann tadou hag ar mammou a dlé hé ôber. G. Ha pétrâ a dlé ôber ar vugalé. L. Sélaoui ervâd ar c’hentéliou hag hô derc’hel mâd. G. Piou en deûz ar galloud da c’houzoumenni. L. Ann Eskob hép-kén. G. Pénaoz é ra. L. Astenna a ra hé zaouarn enn eur bidi ar Spéred-Santel. G. Pétrâ a ra c’hoaz. L. Ober a ra sîn ar groaz war ann tâl, gand ann ôléô sakr. G. Pétrâ eo da lavarout kément-sé. L. Pénaoz dré ar Sakramant-zé é tigéméromb ar Spéred-Santel évit bézâ gwir Gristenien. G. Pénaoz é vézeur gwîr Gristenien. L. Pa énébeur oud ar gwall-ioulou, ha pa c'houzanveur pép-trâ évit Jézuz-Krist. G. Ha béz é helleur digémérout meûr a wéach ar Gouzoumen. L. Nann, na zigéméreur ar Gouzoumen néméd eur wéach.