Katekiz historik/Eil Gévren - XX Gentel

Eus Wikimammenn





UGENTVED GENTEL
Eûz ar Zakramanchou.

Na hellomp két peûr-zerc’hel gourc’hémennou Doué dré hon ners hon-unan ; réd eo d’é-omp kaoud ar c’hrâs ; hag hé rei a ra d'é-omp peûr-vuia dré arouésiou splann, a c’halvomp Sakramanchou. Evel-sé er vadisiant, pa zeû ann dour da walc’hi ar c’horf enn-diavéaz, é teû ivé ar c’hrâs da c’hlana ann éné enn-diabarz. Piou-bennâg en deûz digéméret eur Sakramant gant feiz ha gand ar reisiou all a zo réd, a zô sûr, kémend ha ma helleur béza sûr er vuez-man, pénaoz en deûz grâs Doué, péhini eo ar brasa eûz ann holl vadou. Jézuz-Krist eo en deûz gréad ann holl Zakramanchou, évit rei da bép-hini ac’hanomp dellézou hé wâd hag hé varô, ha gréad en deûz Sakramanchou évid ann holl ézommou eûz ar vuez spéréduz. Ar Vadisiant hol laka da zond enn-hi, ha da véza ganed a nevez dré ann dour ha dré ar Spéred-Santel ; ar Gouzoumen hol laka da griski ha da grévaat ; Sakramant ann Aoter hor mâg ; ar Binijen a baré ar c’hlénvéjou spéréduz ; ann Nouen hor c’hréva enn hon trémenvan ; ann Urs a rô d’ann Iliz béleien évid hé servicha ; ar Briédélez a rô d’ézhi gwisien évid hé lakaad da badout kémend hag ar béd. Chétu ar seiz Sakramant.

Goulenn. Pétrâ eo ar Zakramanchou. L. Arouésiou splann int eûz a c’hrâs Doué. G. Hag ar c’hrâs a zô réd d’é-omp. L. Ia, héb ar c’hrâs na hellomb ôber nétrâ a vâd. G. Eur mâd brâz eo éta digéméroud ervâd ar Zakramanchou. L. Ar brasa mâd eo eûz ar béd-man. G. Piou en deûz gréad ar Zakramanchou. L. Hon Aotrou Jézuz-Krist. G. Pérâg en deûz-hén hô gréat. L. Évit rei d’é-omp dellézou hé wad. G. Péd Sakramant zô. L. Seiz. G. Livirit-hô. L. Ar Vadisiant, ar Gouzoumen, Sakramant ann Aoter, ar Binijen, ann Nouen, ann Urs hag ar Briédélez.