Mont d’an endalc’had

Kasimodo

Eus Wikimammenn
A. Chevalier, 1885  (p. 19-24)



KASIMODO



N’it ket da lakad en ho penn
E teuan, merc’hed, d’ho kelenn
War goanteri Kasimodo
Ker brudet gant Victor Hugo.

Nann ; diwar benn eun draïk all
A fell d’in hirio kaketal.
Ha velken, merc’hedigou kez,
Pa ’zeo ker braz ma vadelez.


Bete-goud e deufe an dour
Da zistrempa ho pegik flour,
Hep dale d’ec’hwi me gounto
Peger koant oa Kasimodo.

Kavet en doa, nez eun aoter,
Eur beg henvel ouz an hanter
Euz eun o rannet en daou damm ;
Eur chouk tort iskiz ; diou c’har gamm :

Eul lagad treuzet, dizamper ;
Eun tal moal ; eur fri tougn ha berr ;
Pemp kant bleven ruz ha melan ;
Peziou treid hir ; plat ha ledan ;

Petra c’hoaz ! Ato, diou grogenn
San Jakez, en peb tu d’he benn ;
Ha, dreist ar marc’had, eur pez dant
Evel m’hen deuz an olifant.


Arabad oe klask manegou
Goest da c’holo he grabanou.
Gwir eo, n’hen doa ezomm e-bet
Vit reï ho stal d’ar friponet.

Robin, Gringoir, an daou Frollo
Oar ervad pegen divalo
Oa koueza dindan he skilfou
Direspet evit ho c’horfou.

Deut oa, war boez son he gleier,
Ken bouzar hag eur bern gevier.
Setu stumm va C’hasimodo.
Marvad, d’ec’hui kalz na blijo.

Kouskoude, me a lavar d’eoc’h :
N’euz bet morse soner kaeroc’h.
Evit netra, e larfenn c’hoaz :
Klaskit ta, merc’hed, bravoc’h goaz.


Diou garantez en doa va den :
Frollo, he vestr koz hag… eben…
Na c’hoarzit ket… Esmeralda.
Eur baotrezik euz ar c’hoanta.

M’en defe lavaret he vestr :
« Skramp prim d’an huella prenestr
Ha dizpleg da dort en avel »,
Hen pize gwelet o nijel.

Hogen pa wel tud digernez
Dare da grouga he vestrez,
Ha Frollo iud o c’hoarzin,
E trog baz war he daboulin ;

Kregi ra enhan, didruez,
Dre lec’h lédanna he vragez,
Vit deski d’ezhan béa kriz
Hen stlap diwar lein an iliz.


Distrujet he Esmeralda,
Ne fellaz ken d’ezhan beva.
Den na wie pelec’h oa êt…
Ho daou kevret int bet kavet!

Ac’hanta ! Lavarit d’in-me
Hag-hen eo stanka seurt tud-ze ?
Hag hen, ouc’h penn, na garfet ket
Ken meür paotr evit pried ?



Breman, c’hui wel, rankan redeg,
Rak pell m’an lan ouz he gazeg.
Mar kirit dont em berr en dro,
Ni a dorro ar c’hoz podo ;


Rag hounnez eo ar c’hoari goant
Pehini, tudo, em boa c’hoant
Mijemp grêt kevret eun tammik
Vel pa vijemp c’hoaz iaouankik.


————