Mont d’an endalc’had

Pa oan Bihan

Eus Wikimammenn
A. Chevalier, 1885  (p. 9-15)



PA OAN BIHAN


————


D’AN AOTROU M. AN DANTEK


va mestr kenta ha muia karet


HIRIE BARNER E PORS-LOÏS


(Morbihan)


————


PA OAN BIHAN



Ne garien, siouaz d’in nemed c’hoari gwechall,
Ha brema, pa z’oun griz setu eur c’hoari all :
Krog enoun an debron da frita pez a rean
             Pa oan bihan.

Raktal, d’ar zul vintin, pa vijenn kempennet,
Da di va mammik koz, blije deï bout poket,
’Vit tapout liardik, me lamme ’vel eun oan,
             Pa oan bihan.


E trog eun eil liard, ouz mamm va zadik koz
Me strinke eur pog all ; setu neuze penoz
En em gaven zeder ha pinvidik kenan.
             Pa oan bihan.

Ho, nag a blijadur p’arrue meurlaje !
O klevoud ar vombard ma c’haloun a dride,
Hag o welet dansal me zanse va unan.
             Pa oan bihan.

Mez, paket al ludu, beuzet meurlaje gez,
Gant tamou vijel flask oe red peuri bemdez,
Vel eur paourik Lazar me renke bale moan,
             Pa oan bihan.

Eur wechik me weliz eur sklisenn gar ponsin
Istribil ouz baro eur pikol kabusin :
« Oh ! an dra ze ne deo nemet fars emezhan. »
             Pa oan bihan.


Mes c’hoarvezoud reaz din gwelet lost an askorn ;
Velkent ne goueaz ket e viz bihan ’nhe zorn :
« Toc’hor oun hag ouzpen tri skoet d’ar pap dlean.»
             Pa oan bihan.

Ouc’h he werenn leun raz laouen ’mbize tenet :
« Ar gwin, e lâre din, na dor ket ar zec’het…
Ev hini ar pesket, hennez eo ar c’hosan. »
             Pa oan bihan.

An dud lâre penoz Itron-hanter-koraiz
A stlape rubannou deuz beg an tour a leiz.
Nag a wech oun bet skuiz o klask kaout eur ruban !
             Pa oan bihan.

Etal an tan, er goan, paotr ar c’hontadellou
Zalc’he digor hon beg o tibun marvaillou.
Med gwasa oa, paourkez, me ho lounke hep poan
             Pa oan bihan.


Diwal, kriz an amzer, ve c’huitellet hirio
D’ar marmouzik guisket egiz eur c’hoz aotro.
Diskabel, dierc’hen, peuh ! me gerze, han-goan,
             Pa oan bihan.

Nag a wech o laerez per, kerez, avalou,
Spezad hanter daro ’meuz bet lem em bragou !
Mestr velken n’em pake, ken a reden buhan,
             Pa oan bihan.

Hogen, bep gwech avad renn skolik al louarn,
Vije din astennet va zammik diou-skouarn,
Ha bara sec’h ha dour re goudeze va c’hoan,
             Pa oan bihan.

Mar kleve va zad koz kuzulik an delienn,
Ma kroze va mamm gez enep eur gelienenn,
Vid’oun me ne gleven ar c’hillek o kanan,
             Pa oan bihan.


En amzer-ze zodik c’hoantaen beza koz.
Setu teuzet an de, deut war va chouk an noz.
Peger brao oa beva, lavarin hep ehân,
             Pa oan bihan !


————