Mont d’an endalc’had

Kanomp holl meuleudi da Jozeb

Eus Wikimammenn

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Kanomp ol meulodi da Josep.

A. Prud’homme, 1934  (p. 82-83)



N° LXVIII. — Kanomp-holl meuleudi da Jozeb.
Ton : XVII


Diskan

Kanomp holl meuleudi
Da Jozeb, pried Mari.
Kanomp holl meuleudi
Da Jozeb, pried Mari.

1

Piou a c’hallo ho meuli,
O Sant Jozeb eürus
Tad mager da Jezuz
Pried d’ar Werc’hez Vari ?

2

An hini a voe spontet
Pa zeuas en he zi
Eun ael d’he saludi
Ho kemeras da bried.

3

War ho tivrec’h binniget
Hoc’h eus douget Jezuz,
War ho kalon joaüs
Pet gwech en deus-hen kousket ?

4

Roue an holl rouaned
Ouzoc’h-c’houi a sente ;
Ha gwir Vab ho Toue
Ganeoc’h a zo bet maget.

5

An Doue Hollc’halloudus,
Dindan ho ti kuzet,
En deus ho skoazellet
En ho labouriou poanius.

6

Bet hoc’h eus en ho puhe(z),
Siouaz, kalz a boaniou :
Met pa skuilhec’h daerou,
Dourn Jezuz o dizec’he.

7

Ha pa zeujoc’h da guitaat
Eur bed ken ankenius,
Gant Mari ha Jezuz
’Voe serret ho taoulagad.

8

Dreist ar sent hag an Aeled,
’N ho santelez skedus
War eun tron lugernus,
C’houi a zo breman savet.

9

Troit eta ho sellou
Ouzimp, ho pugale,
Ha betek tron Doue
Plijit kas hon pedennou.

10

O sant bras, evidoun-me
Eur c’hras a c’houlennan
Deut em eur diweza(n)
Da zegerner ma ene.


11

O ma zad karantezus,
Grit ma teuy ho pugel
Eveldoc’h da vervel
Etre Mari ha Jezuz.

12

Jozeb, Jezuz ha Mari,
Roit d’in ho skoazell,
Ha gras d’in da vervel
’N eur gana ho meuleudi !

13

Goude se en ho kichen,
En Nenvou azezet,
Gant ar sent, an Aeled
Me ho meulo da viken.


40 devez « induljans »
(Levr Bugale Mari)