Mont d’an endalc’had

Sant Jozeb, ni ’zeu d’ho pedi

Eus Wikimammenn

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout O zant Josep, ni ho suppli.

A. Prud’homme, 1934  (p. 83-84)



N° LXIX. — Sant Jozeb ni ’zeu d’ho pedi.



\version "2.22.0"
\score {
  \new Staff {
    \relative c'{
      \tempo "" 2=66
      \key g \major
      \time 2/2
      \partial 4*1
      d4 g2 a | a4 g8( a) b4 b | a2. d,4 \break
      g2 a | a4 g8( a) b4 b | a2. d,4 | g2 a \break
      a4 g8( fis) e4 e | d2. e8( fis) | g2 a \break
      a4 g8( fis) e4 fis | g2.  \bar "|."
    }
    \addlyrics{
      Sant Jo -- zeb ni ’zeu d’ho pe -- di en
      a -- no Je -- zuz ha Ma -- ri ka -- sit hon
      gou -- lenn da Zou -- e ha si -- kou --
      rit ho pu -- ga -- le.
    }
  }
  \layout {
    indent = #00
    line-width = #123
    ragged-last = ##t
  }
  \midi { }
}
\header { tagline = ##f }

  1. Eveldoc’h mirout ni ’garfe,
    E-kreiz ar bed, Lezenn Doue,
    Trec’hi war hon holl fallblegou,
    Ha mont eeun gant hent an Nenvou.

  2. Ho ti ’zo bet ti hon Salver,
    Ho heulia ’ rae war ho micher ;
    Hon c’halon a dridfe ’n hon c’hreiz,
    Gant Jesuz-Krist enni noz-deiz.

  3. Met dre bec’hi ma tigouezfe
    D’imp e bellaat diouz hon ene,
    E gavout ni ’garfe raktal,
    ’vel p’ho poa e gollet gwechall.

  4. Gant ho micher start ha poanius
    Hoc’h eus maget ho Mab Jezuz ;
    Dre hon oberou ni’garfe
    Maga e c’hras en hon ene.

  5. Echu ganimp hon reuz aman,
    Pa vimp o kuitaat ar bed-man,
    Eveldoc’h ni varvfe eürus,
    En hon c’hichen Mari, Jezuz.

  6. Ha neuze goude beza bet
    Aman war-eun-dro ho pedet,
    Er Baradoz c’hoaz, war-eun-dro,
    Da virviken ni ho meulo.