Mont d’an endalc’had

Kan ar Goukou

Eus Wikimammenn




KAN AR GOUKOU.
————


Pa oa er park Iann ha Gwillou,
Tost d’eho e kanaz ar goukou.

— Ar goukou ! eme Gwillaouik ;
Ya bennoz a rann d’he mouezik.

Evid-oun-me e deuz kanet ;
Ar c’hentan em euz he c’hlevet.

— Tra ! tra ! eme Iann, va mignoun,
N’euz kanet nemed evid-oun ;

Heb dale ounn e sonj gwerzo
Va onner zu, hag e vezo !

— Petra lavarez, koz arloup ?
Serr da vek gand da onner loup !

Evid-oun, evid va Janet,
Me oar ervad, e deuz kanet ;


Da Jan am boa c’hoant dimizi,
Breman e timizinn d’ezhi.

Mil ha mil bennoz tro-war-dro,
D’ar goukou c’hlaz a gan er vro !

— Ne ket te a vo dimezet,
Ma onner eo a vo gwerzet.

— Choant ec’h euz, potr, d’am dichekal !
Tredir ! ann dra-man, a dro fall !

— Mar dro fail, evid-oud-de vo !
Koz-tamm ludu ! me da zavo ! —

Eunn denik koz o klask he voed,
O vont e biou neuz ho c’hlevet.

— Mar fell d’hoc’h, potred, va selaou,
Me laro d’hoc’h eur ger pe zaou.

Heb gouzou petra c’hoarv gan-e-hoc’h,
It da gavout barner ar peoc’h.

— Deomp eta d’he gavout timad ;
Hen a renko hon dra-ni mad. —


Enn eur gamp vraz leun a baper,
Tost d'ann dol edo ar barner.

Enn eur gador oa azezet,
Hag hen sarret ha sonn meurbed ;

Eur boned du klok war he benn ;
Dindan he voned he vaouten ;

Hag hi paket egiz eur foed,
Ha druz d’ober c’hoant d’ar razed,

Ne ket red lavarout penoz
Oa war he fri lunedou koz.

— Deiz-mad d’hoc’h-hu, barner ar peoc’h ;
Ha mad ato ar bed gan-e-hoc’h ?

— Tud iaouank, evel ma welet ;
Mes kouskoude iac’hoc’h oun bet.

— D’ho kavout hon daou omp deuet ;
Evit petra ? ne ouzoc’h ket.

— Lavaret d’in ; ha me wio ;
Ha gwell ma hellin me raio ;


Ni zo deut d’ho kavout hon daou,
Da c’houzoud ar gwir hag ar gaou.

— Ar gwir hag ar gaou a wier
P’am euz komzet, ann dra zo skler.

— Ma ! ni oa deac’h, etal al lann,
Tost d’ar roc’h, o trouc’ha balann ;

Ha chetu raktal ar goukou
Neuz kanet evid-oun, otrou.

— Evid-oun eo, gaouier divez :
N’hen c’hredit ked, va otrou kez.

— Peoc’h ! peoc’h ’ta, potred araouz,
Na rit ket kement-all a drouz ;

Na gounnarit ket kement-all,
Pe me ho kaso kuit raktall.

Komzit ann eil goud egile ;
Pe a-hend-all it da vale :

Red eo d’eur barner klevout mad,
Evit barnout goude ervad. —


Pa oent bet eta chilaouet
Ho daou, evel ma oa dleet :

— Brema, potred, rok mont pelloc’h,
Eunn draik a lerinn-me d’hoc’h :

Tolit aze daou bez daou skoed,
Hag ho prosez a vo barnet. —

Ha chetu arc’hant war ann daol,
Hag arbarner d’he skrapa oll.

— Klevit eta ar wirionez,
Eme-z-han, o sevel he vouez :

Ne ket evid Iann na Gwillou,
Vid-oun neuz kanet ar goukou. —

Hag o vont kuit hi a lare :

« Kanet neuz evit-han ; gwir e. »

Kanit, kanit, koukou, beb bloa ;
Ha c’houi, tud sod, lipet ho loa.



————