Mont d’an endalc’had

Ar Barz

Eus Wikimammenn
◄   Koat-Elez Kan ar Goukou   ►




AR BARZ.
————


   Brao ve klevoud an alc’hueder,
Bep bloa, war zistro miz ar bleuniou,
O sevel, gand he gan seder,
Huel-huel war-zu ann eoniou !
Seul-vui ma sao, seul-vui he vouez
A deu hekleo beteg ann dunien,
Hep rankout, dre skwisder, paouez
Da gana, pa fell d’ehan diskenn.

Brao ve klevoud, war he vodik,
Kuzet dindan ann deillou kelve,
Da viz ann neisiou, ann eostik
O kana dfal loar he zôn neve :
Chomm a rer d’her selaou souezet,
Ken na greder ket tenna’n alan,
Gand aon na nijfe kouit spontet,
Ma klefe trouz, ann evnik bihan !


   Brao ve klevoud ann durzunel
Enn hanv, pa ve sioul war ar mezou,
Oc’h ober, hep galloud tevel,
Kanv he far dre galz a hirvoudou !
N’ouzon penôz en hor c’halon
En em zil goustadik he glac’har,
Vel pa vefe eunn drouk gwirion
A deufe d’hon lacat dilavar !

   Brao ve klevoud, hed ann draouien,
Ar waz er c’hoad dindan ar broustou,
Pa vous-trouz dic’hoant o tremen
Vit kas d’ar mor bras he dourigou :
Skoér a ro d’imp deuz ar vue
Pini, goude tremen er bed-ma,
En em skuill er maro bemde
Bepred digor evit he lonka !

   Brao ve klevoud ar c’hurunou
Enn oabl, épad ann arneu, o kroza,
Pa deuont, dindan ho zarzou,

Da lakat ann douar da grena :
Digas a reont d’imp evor
Enn El, pa deui, de ar varn garo,
Gand he drompill, da derri'n nor
Prennet war beïou ann dud varo !

   Brao ve klevoud trouz ar mor don,
Pa red d’ann tornôt gand al lanô,
Vel eur marc’h gwe leun a spouron
O vont d’ar red ru dré’r goaremmo :
Kredi refec’h klevoud Morgan,
Dreist mouez ar goagou foll, d’ar sadorn,
Pa ve o vouda mont d’ho c’hoan,
D’he c’hannerezed, gand he bigorn !

   Mes turzunel hag alc’hueder,
Eostik ha gwaz, mor ha kurunou,
Darn an-hê ho deuz eunn amzer
Hep-ken, evit kana ho zoniou ;
Darn all n’ho deuz nemed eur iez

Evit rei, bep-eil-dro, ho c’hentel,
Ha c’hoaz e teuont a-liez
Ann eil, pe egile, da devel !

   Oh ! ma vefe eur vouez bennak
E-touez ar re a gan er bed-ma,
Eur vouez gallouduz ha distak
A ganfe bepred hep ehana !
Eur vouez e defe dibabet
Ar pez so brava enn oll moueziou,
Pebez dudi e ve klevet
Anehi o kana d’imp he gwerziou !

   Mad ! me anav eur vouez dispar
E deuz ann dibab-se ker c’hoantet !
Eur vouez hag a laka, pa gar,
Ann oll da chomm d’he selaou bamet !
Gant ann eostik e voar drida,
Ha gant ann durzunel hirvoudi,
Ha gant ar mor braz trouz-kroza,
Ha gant ar waz vihan krosmoli !


   Klevit ar Barz war ann dorgen,
Enn dis-heol he zerven azeet,
O tihuna gand he delen
Ann hekleo er c’haviou morgousket !
Pignet a speret enn eoniou
Evit diski iézou ann élé,
E kân brema meuleudiou
A greiz kalon d’ann Autrou Doue.

   Ne ket hep-ken hano Doue
A gan, a ziskan war he delen,
Aliez ec’h espern ive
Evit ann traou krouet eur gorden ;
Klevit Ossian a Vreiz-Meur
O wela he gen-vrezelidi,
Vel eur breur war be he vreudeur
Beuet enn eur mor a velkoni !

   Pa deu ann avel da folla,
E venn ho c’hlévout er gorventen !
Pa deu ann env da goumoulla,


E venn ho gwélout er goumoulen !
Pa chilp ar chas er radenek,
E ve klemm ho anaon trueuz
O c’houlen out-han ann abek
Ma ê dizec’het ho brec’h nerzuz.

   Mes chetu aman eur vouez all !
Eur vouez gwe, ma voe kammed nikun !
Eur vouez na gri med d’ann tan-gwall !
Eur vouez pounner evel ar gurun !
Diwar lein ar meneïou-du,
Gwinc’hlan a dôl he skrij d’ann avel,
Vit ma vo kasset a bep tu,
Da skuilla er vro eur spont marvel !

   A-wéchou he tiougan kelou,
Pell arôk ma kleont digweout,
Deuz ar brezel, ar bosennou ;
Ma ro d’ar bopl oll aon hag hirvoud !
A-wéchou all, deuz toull he zor,
Ec’h heskin, gand he gorn, d’ann emgann,

Oll vrezelerien ann Arvor,
Kouer, floc’h, marc’hek, bras ha bihan.

   Mar spont Gwinc’hlan war Mene-Bre,
Gant he vouez ïen hevel ar zon-c’hlaz,
Riwal a c’hourdrouz didrue
Vel eur frao gwintet war Roc’h-Ellaz !
A-c’hane he vombard skiltruz
A dôl he valloz d’ar parojou
En em gav tro-war-dro d’he guz,
Ma na reont ket hervez he gomzou !

   Adalek Lok-Mikel-ann-Trez
Bete Plougaznou, deuz eur c’hoste,
Ha deuz eunn-all, bete Tredrez,
Enn eur gana ec’h ê da vale ;
Hag ar vro a zalc’h evor c’hoaz
Penôz, diveat o tistrei,
Eunn devez e kavaz, siouaz !
Ar marv, o kouea enn eunn toull-blei.


   Mes petra ran-me koulskoude,
O chomm keit amzer da hunvrea
War dud ne maïnt ken en bue
Abaoue ouspenn trivac’h-kant vla ?
Breman n’euz nemet Iann-ar-Gwenn
A vefe teurniet war ho danve,
Ha c’hoaz è raouiet he délen,
Dre m’e deus re sonet marteze.

   Oh ! ma vefe c’hoaz enn hon touez
Eur vouez hekleo a vouez ar Varzed !
Eur vouez a rofe a nevez
Nerz ha bue d’ho moueziou mudet !
Me a bedfe, war ma daou-lin,
Nep piou bennak en deuz ar vouez-se,
D’he lakat da gana mibin
Ar barzonek a ganent neuze.

   Meuleudi ’ta d’ar Vreizadiz
A zalc’h ho baniel stard hag huel

Henep darn deuz ho c’henvroiz
A ra fê war gwerziou Breiz-Izel !
Meuleudi d’ar re a laka
Ho speret da ziskoez d’ann dud-se
Penôz, ma voar Bro-Chall kana,
Em-ber, Breiz allo her goud ive !



————